Idemia, un embregerezh karezet gant al Lez-varn arc’hant broadel skoazellet gant kumuniezh-kumunioù Gwitreg
Catherine Prigent - 06/13/2025
An Annelies Ilena a zo anezhañ al lestr-pesketa ar muiañ dekriet er bed. Abaoe 2024 e vez korvoet gant Compagnie des pêches Sant-Maloù. Skoet e voe ar filierenn…
Un afer brevez eo kelenn al labour-douar e Breizh : 80 % eus ar 15 500 skoliad breizhat a oa skoliataet e tiez familhoù a-ziwar ar maez pe e liseoù labour-douar prevez…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…

D’ar 16 a viz Kerzu 2021 ez eus bet votet gant an holl zilennidi hag a gemere perzh e emvod kuzul kumuniezh-kumunioù Gwitreg (Vitrë) ur yalc’had a 1,2 milion a euroioù (pdf) d’un embregerezh dianavezet gant an dud. Ar skoazell-mañ a zeue diwar steuñv adlañs Europa goude an enkadenn Covid ha dleout a rae servijañ da sevel ur savadur nevez.
Idemia eo anv an embregerezh-se, 15.000 den gopret ganti er bed a-bezh, he ferc’henn o vezañ ar font postañ arc’hant Advent International staliet er Stadoù Unanet. Hervez ar sifroù diskouezet gant an embregerezh war he lec’hienn e save da 2,6 miliard a euroioù he c’hengreadur etrevroadel e 2024.
« O feurmiñ ur savadur e Gwitreg (Vitrë) e oa an embregerezh a-raok, en deus respontet an tolpad-kêrioù deomp. Ne glote ket mui al lec’h-se gant an normoù surentez a ranker doujañ dezho na gant raktresoù diorren an embregerezh. Ul lec’h produiñ nevez a ranke dibab an embregerezh ha marteze he dije kuitaet hon tolpad-kêrioù. »
Diaes e oa d’an dilennidi ijinañ an dra-se. Koulskoude e oa jeu etre Idemia, arbenikaet war ar biometriezh hag ar c’hriptografiezh, hag ar justis d’ar mare-se.
E Miz Gouere 2017 he doa digoret al Lez-varn arc’hant broadel (PNF) un enklask « evit goubrenerezh izili ar servijoù publik en estren-vro ». Petra zo kaoz ? Paeet e oa bet gant Oberthur Technologie (aet da Idemia e 2017 goude bezañ bet adprenet ha kendeuzet) hanterourien evit tapout marc’had ar c’hartennoù identelezh krug e Bangladesh e 2015.

E Miz Gouere 2022 eo bet klozet prosezerezh ar PNF pa ‘z eus bet roet gant Idemia tost da 8 milion a euroioù da Deñzor publik Bro-Frañs da geñver ur c’hendivizad justis a laz foran (pdf) (lezenn Sapin II). Da lâret eo bloaz goude ma voe bet roet ar skoazell arc’hant publik gant kumuniezh-kumunioù Gwitreg (Vitrë).
E 2017 dija ne oa ket bet gwelet mat an afer goubrenerezh-se gant ar Bank bed bet roet gantañ an arc’hant evit ma vefe prenet he c’hartennoù identelezh gant Bro-Vangladesh. E-pad daou vloaz hanter oa bet lakaet Idemia, Oberthur Technologie d’ar c’houlz-se, er-maez eus ar marc’hadoù skoazellet gant an aozadur etrevroadel-mañ. Evit lakaat termen d’ar c’hastiz-se e oa bet un treuzvarc’had gant ar Bank bed, hag anavezet gant an embregerezh « un doare d’ober di-zereat ».
Daoust d’an dra-se e oa bet roet he skoazell d’an embregerezh gant kumuniezh Gwitreg. Ar memes pal politikel a vez ganti abaoe dek-vloaziadoù : klask tizhout ur feur dilabour izel-tre er c’horn-bro (3,9 % e trede trimiziad 2024 pa oa 7,4 % e Bro-Frañs). An dibaboù-se a vez displeget da Splann ! gant an tolpad-kêrioù : « Derc’hel ha suraat ar postoù-labour er vro a vez graet gant raktres Idemia. Kreñvaat a ra savlec’hiañ industriel Gwitreg en Europa […], arc’hantaouet ar raktres-se a-drugarez da steuñv adlañs Bro-Frañs goude an enkadenn Covid. »
Ar pezh a vez kadarnaet gant Idemia dre an ajañs Havas e-karg eus he c’hehentiñ : « Ul lodenn eus ar sammad hollek a 20 milion a euroioù bet postet er raktres eo ar skodenn-mañ, hag a-drugarez dezhi ez eus bet savet ul lec’h produiñ eus ar re wellañ e Gwitreg. » E Miz Here 2024 e oa bet digoret al labouradeg nevez.
« Produiñ bep bloaz 100 million a gartenn vank, 25 million a gartenn SIM hag 800.000 kartenn alc’hwez NFC evit industriezh ar c’hirri-tan » e Gwitreg eo pal Idemia.
70 post-labour a zo bet krouet el labouradeg nevez-flamm a-drugarez d’ar skoazell arc’hant a 1,2 million a euroioù. Kresket eo bet an niver a implijidi eus 430 da 500 hervez sifroù kumuniezh kumunioù Gwitreg.
Pa oa o weladenniñ ar savadurioù nevez a 8.000 m² e miz Genver 2025 en deus diskleriet prefed nevez-anvet rannvro Breizh, Amaury de Saint-Quentin, « e oa bamet dirak al live a varregezhioù hag a skiant-prenet », hervez hor c’henvreudeur eus ar gazetenn Journal de Vitré.
Hag ar c’hargad uhel da ouzhpennañ : « Fellout a ra d’an embregerezhioù tuta met diaes eo dezho abalamour d’al lojeiz. » Lojamantoù a vank, gwir eo, ha dav e vo da zilennidi Bro-Witreg cheñch penn d’ar vazh evit diskoulmañ an afer-se. E-mod all e rankint asantiñ gwelout embregerezhioù o vont da lec’h all.
Skrivit deomp contact [@] splann.org hag displeget e vo deoc’h peseurt mod e c’hallit kas teulioù en un doare sur.
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Ne ratez aucune de nos enquêtes, recevez-les par courriel.