220821 - Splann ! Algues vertes l'histoire interdite masque à gaz Crédits Pierre Van Hove
Pennad stur – Klañv eo an demokratelezh rak chom a ra mut ar pennoù bras

by | 21 08 2022

Diaes eo sevel ar film « Ar bezin glas » e Bae Lannuon. Hag abalamour da seurt diaezamantoù eo bet krouet « Splann ! » ganeomp dav vloaz ‘zo.

N’int ket degemeret mat gant maeron kumunioù tapet gant lanvioù glas ar re a film an istor tennet eus ar vandenn-treset skrivet gant Ines Leraud. N’o deus ket c’hoant kennebeut dilennidi ‘zo er vro displegañ perak ‘vez soutenet atantoù desevel moc’h bras abominapl da vont war vrasaat c’hoazh, na perak ‘vez dibabet ganto media-mañ-media da vout aterset.

Dre vras, n’eo ket morse nag ar mare mat, nag al lec’h mat, nag an doare mat da lakaat ar gaoz war an dibaboù graet evit ul labour-douar askoridik.

Evel-just, n’eo ket ur rediñ respont d’ar c’hazetennoù. Ne ‘vez ket graet gant ur c’hazetenner memes labour hag ar polis pe al lez-varn. Met ne rafe ket e labour ur c’hazetenner hep sevel goulennoù direnkus. Chom hep respont pa vezer en ur post galloudus a ziskouez eo klañv an demokratelezh. N’hallomp ket chom hep lâr hon soñj.

Lennit hon enklask :

« Demokratelezh an endro :

moc’h fall»

Ober un donezon

Gall a ran tennañ 66 % eus ma donezon eus an tailhoù.

Abonnez-vous à notre infolettre

Recevez chaque mois des contenus inédits par courriel et soyez alertés de nos nouvelles enquêtes. C'est gratuit ! (ou en breton ici)

E brezhoneg ? Ou en français ?

Vous pouvez visiter notre site en breton ou fermer cette fenêtre pour continuer votre navigation.