Gwened Tolpad kêrioù : nullet ar Brastres evit kenstagded an tiriad (Scot)
Jérémie Szpirglas and Splann ! - 04/24/2025
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…

Nullet eo bet penn-da-benn Brastres evit kenstagded (Scot e galleg) Mor-Bihan Gwened Tolpad gant lez-engalv velestradurel Naoned d’an 18 a viz Meurzh 2025 da heul galv ar gevredigezh « Mignoned ar wenodenn aod » a zo he fal gwareziñ aodoù ar Mor-bihan. Ar steuñv-se, hag a oa bet votet e miz C’hwevrer 2020, a heñch an doare ma vo aozet ar c’hêriekaat hag ar gwareziñ e 34 kumun eus departamant ar Mor-Bihan e-pad an 20 vloaz da zont.
Met abalamour da betra eo bet nullet ar steuñv ? « Ne zouje ket d’ar melladoù L 121-3 ha L 121 – 21 eus kod ar c’hêriekaat, eme al lez-varn. Rankout a ra ar SCoT resisaat penaos e vez lakaet e pleustr lezenn an Aodoù ha jediñ an niver a dud a c’hall bezañ degemeret er vro. Da lâret eo, ar wask uhelañ a c’hell bezañ lakaet gant an obererezhioù hag an dud hep na vefe an endro hag ar vro en arvar. » Raktreset e oa gant ar Scot kreskiñ niver an annezidi er vro eus 160.000 da 200.000 a-benn 2035. Padal he deus divizet al lez-varn ne veze ket displeget penaos e c’heller tizhout ar boblañs raktreset e kumunioù an arvor.
Hervez « kevredigezh ar wenodenn aod » en dije ranket an tolpad-kêrioù « displegañ penaos e oa o soñj ober e keñver ar pourvezañ dour, e-keñver an tretiñ dourioù lous, pe c’hoazh evit pezh a sell ouzh an heñchoù, plas ar beloioù hag an dud war droad… »
Posupl eo c’hoazh d’an tolpad-kêrioù kas an afer dirak ar C’huzul Stad evit ma vefe nullet diviz lez-engalv Naoned. Met da c’hortoz e chom ur goulenn bras hep respont avat: petra a c’hoarvezo gant ar steuñvoù lec’hel kêriekaat (PLU e galleg) bet lakaet da dalvezout goude votadeg ar Scot ? Abaoe 2020 eo bet cheñchet PLUioù Aradon, Arzhon-Rewiz, Gwened, Teiz-Noaloù, Hezoù, Lokentaz ha Sarzhav. Evit poent n’eo ket bet taget steuñvoù ar c’humunioù-se, met a-drugarez da ziviz lez-engalv Naoned e c’hallfe ar c’hevredigezhioù a stourm evit an endro lakaat anezho da vezañ nullet gant ar justis aes a-walc’h. Ma ne rafent ket, dre ma vez votet ur PLU evit 10 pe 15 vloaz bennak, zo riskl bras e vefe kêriekaet er c’humunioù-se evel ma oa raktreset er Scot a zo bet nullet evit an abeg-se just a-walc’h.
E-lec’h all e arvor an departamant zo bet kaset Scotoù dirak ar justis ivez. Da skouer, hini Bro an Alre, taget gant c’hwec’h kevredigezh, en o zouez an AALLPA, ur gevredigezh a stourm evit ma vefe doujet da lezenn an aod e Bro an Alre. Dipitet eo Anicette Jacopin, ar brezidantez, o welet emañ ar gannaded o klask doareoù da vont hebioù d’al lezenn. « E miz Gouere 2022 eo bet cheñchet SCoT Bro an Alre hep ma vefe kemeret e kont hon evezhiadennoù. War Enez ar Gêrveur zo pevar bourk 5.000 annezad enno en holl a-hed ar bloaz. Padal o deus kavet ar gannaded un doare da renabliñ un ugent ‘‘kêriadenn’’ pe ‘‘tolpad’’ bennak. Deuet eo da vezañ ‘‘kêriadenn‘‘ tolpadoù tiez re dost da ribl ar mor. »
« Hervez al lezenn n’eo ket aes tamm ebet renabliñ a-nevez ul lec’h evel «kêriekaet dija », a lâre Laurent Le Clech, un den barrek war lezenn an aodoù, en hon enklask. Aesoc’h eo lakaat un nebeud tiez d’ober ur gêriadenn. Gwelet e vez emañ diouzh ar c’hiz an doare-se d’ober pa seller ouzh ar PLUioù : muioc’h-mui a gêriadennoù zo, ha dreist-holl e lec’hioù kalz re dost d’ar mor e-lec’h ma vez difennet kêriekaat ! »
« Hervez cheñchamant ar Scot eo bet savet PLUioù Lokmaria ha Sarzhav, a gendalc’h Anicette Jacopin. Evezhiadennoù hon eus graet war ar steuñvoù-se met n’int ket bet kemeret e kont. Just abalamour ma oa sur ar gannaded e vefe taget ar Scot ganeomp, ar pezh a lakfe en arvar ar PLUioù. Met, da c’hortoz e vefe un diviz justis, e c’hallont kenderc’hel da sevel tiez. »
Hag ur wech savet, n’eus ket moaien mont war-gil, ne vern petra vo lâret gant ar justis.

L'IA générative ne produit pas d'enquête. Nos articles, vidéos et podcasts sont réalisés par des journalistes en chair et en os. Consultez notre charte.
En savoir plus