Merañ an dour : an FNSEA e-unan
Sylvain Ernault - 05/24/2023
An Annelies Ilena a zo anezhañ al lestr-pesketa ar muiañ dekriet er bed. Abaoe 2024 e vez korvoet gant Compagnie des pêches Sant-Maloù. Skoet e voe ar filierenn…
Un afer brevez eo kelenn al labour-douar e Breizh : 80 % eus ar 15 500 skoliad breizhat a oa skoliataet e tiez familhoù a-ziwar ar maez pe e liseoù labour-douar prevez…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…

Soñjit e vefe a-du ar Medef gant un destenn bet kinniget gant sindikalourien, hag a-enep ali an FNSEA. Dibosupl ? Padal eo ar pezh zo c’hoarvezet d’an 11 a viz Ebrel, e Kuzul ekonomikel sokial hag endroel (Cese) pa’z eo bet kinniget e ali diwar-benn merañ an dour. Daou vreton, Serge Le Quéau ha Pascal Guihéneuf, a oa e-barzh ar jeu.
100 mouezh a-du, 13 a-enep ha 16 chomet hep votiñ. Embannet ez eus bet un ali diwar-benn « penaos mirout an dour e-keñver cheñchamant an hin » gant kuzulerien ar Cese. Eno e vez kavet sindikadoù, renerien ha kevredigezhioù. Ne oa ket den ebet eus ar Stad en emgav-se, ha zoken eo bet skrivet an destenn evito.
E-touez an 23 c’hinnig bet votet, un nebeud n’o deus ket plijet d’ar re a zifenn al labour-douar industriel : digreskiñ an niver a loened desavet « e takadoù e lec’h ma vez re azot hag ar muiañ a vezhin glas », mont buanoc’h evit skarzhañ ar pestisidoù ha dreist-holl nac’hañ e vefe roet arc’hant publik d’ar megabassinoù. « N’haller ket chom da sellet ouzh an dour o kouezhañ war al leur, redek betek ar mor, hep ober mann ebet, en deus lâret Pascal Férey (FDSEA 50). Ret e vo mirout un nebeud memes tra, gant sikour stankelloù nevez. »
« Daou zoare da wel an traoù zo : unan evit an endro hag unan all evit ma vefe kendalc’het gant an traoù evel m’emaint, eme Pascal Guihéneuf (CFDT). Kompren a reomp mat o deus ezhomm dour al labourerien-douar gant an doare d’ober a-vremañ. Kaoz e vez eus cheñch an traoù, met ne vez ket graet da vat na plostet arc’hant evit en ober. Ret e vo kaout dibaboù politikel kreñvoc’h. »
E-touez ar frammoù a ya d’ober an emglev ekologel ha sokial er Cese eo savet ar CGT a-enep. Chomet eo hep votiñ abalamour ma « vank youl gant an destenn ».
Setu diskenn an dour a chom er Vro abaoe dek vloaz abalamour ma vez nebeutoc’h a glav en diskar-amzer ha tommoc’h an douar. (Hervez studiadenn Ministrerezh an Treuzkemm Ekologel bet meneget e ali ar Cese).
« Miz zo eo bet embannet an ali hag emaomp o c’hortoz c’hoazh bezañ degemeret gant ur ministr bennak. Ober a reont evel ma vefent marv. Gant Macron eo bet embannet buan e strategiezh evit mirout an dour a-raok ma vefe roet hon ali, hep muzulioù kreñv evit al labour-douar. »
Lennit hon enklask « Moc’h fall »
Lennit hon enklask « Moc’h fall »
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Ne ratez aucune de nos enquêtes, recevez-les par courriel.