📬 Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail.
Betoñs
- Brieg (29). 24 devezh-arat a vo lonket evit sevel muioc’h a savadurioù e Brieg. Hervez Aotrouniezh an Endro (MRAE), ne vez ket rediet ar raktresoù da zont da soursial eus gwareziñ ar c’hleuzioù hag ar c’hirzhier.
- St Brieg (St Beurieu) (22). Un takad kenwerzh ouzhpenn a vo savet war 28 devezh-arat war dachenn ekonomikel ar Perray, en Tregheu.
- Derva (Derwal) (44). Ur savadur gouestlet d’an treuzdougen ha d’ar stokañ a vo savet war 12 devezh-arat gant SNC Derval. Padout a raio an enklask foran betek an 8.12.
Energiezh
- Soudan (44). SAS Meetha (sede Veolia) a faota dezhi brasaat he c’hreizenn metanaat, hag e pado an enklask foran betek ar 14.12. Digant ul labourer-douar e oa bet prenet ar greizenn-se gant an embregerezh en 2018, goude bezañ kroget en 2016. En hon enklask hon oa lakaet war-wel ar riskl ma teufe embregerezhioù bras an energiezh da vezañ galloudus er maezioù, o kemer pouez er menajoù.
- Soudan (44). Ur greizenn panelloù-heol a vo savet gant CPV Sun 40, da broduiñ 4,63 Mwc. Padout a rayo an enklask foran betek an 20.12.
- La Chapelle-Bouéssi (35). War ar stern emañ ur raktres staliañ panelloù-heol war 3 devezh-arat.
- Le Verjer (35). Tost da 4 devezh-arat a vo implijet da sevel ur greizenn panelloù-heol.
Hentoù-treuz
- La Chapelle Janson (35). Un toullad a hentoù-treuz publik a vo lakaet da brevez. Echu e vo an enklask foran d’an 23.11.
- Retiers (35). 11 gwenojenn publik a vo lakaet da brevez. Echu e vo an enklask foran d’an 22.11.
Sachit hon evezh !
Gouezet ho peus e kinnig ur raktres-terkañ ober an noaz d’an endro ? Skrivit deomp : contact+alerte [@] splann.org
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : redaction [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Enklask nevez war un embregerezh pemoc'h ramzel : ar C'hooperl
- Article suivant: 400 m³ dour-hañvouez bet dilaosket er stêr-Aon e Kastellin : kondaonet eo bet Engie Bioz






