📬 Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail.
Raktresoù Energiezh
- Bro an Hirwazh Kumuniezh (29). Renablet eo bet gant an tolpad kêrioù an holl dachennoù e lec’h ma c’hellfe bezañ savet kreizennoù da broduiñ energiezh « c’hlas » : tourioù-avel, metanizerioù, panelloù-heol. Met n’eus ket divizet c’hoazh hag-eñ e vezo savet raktresoù da vat war al lec’hioù bet renablet. Adkavit aze an tachennoù war un darn eus ar c’humunioù : Lañriware, Lokmaria-Plouzane, Milizag-Gwiproñvel, Molenez, Plouarzhel, Plonger, Plourin, Porspoder, Lokournan (pajenn 64), Trebabu.
- Le Verjer, Monterfi (35). Breti Sun ISDND a faota dezhi staliañ ur greizenn panelloù-heol war gumun Le Verger. An enklask foran a bado betek ar 25 a viz Meurzh. Adkavit aze ali Aotrouniezh an Endro.
Betoñs VS pradoù
- Bro Retz, St-Pazane (44). 400 ti nevez a vo savet er gumun, stag ouzh tachennoù gleb. Pradoù ha girzhier a vo distrujet. Hervez Aotrouniezh an Endro (MRAE) e c’hallfe ar raktres mont a-enep d’al lezenn da geñver an Endro. Ment an takad : 48 devezh-arat (24 ha) Padout a raio an enklask foran betek ar 15 a viz C’hwevrer.
Sachit hon evezh !
Gouezet ho peus e kinnig ur raktres-terkañ ober an noaz d’an endro ? Skrivit deomp : contact+alerte [@] splann.org
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Kondaonet eo bet an Timac Agro evit bezañ bet saotret aer Sant-Maloù
- Article suivant: Peseurt raktresoù zo war ar stern tro dro deoc’h e miz Meurzh 2024






