📬 Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail.
Ekonomiezh ar mor
Tabut diwar-benn dazont ar mor. Un tabut zo aozet gant Bodad broadel an tabut foran (CNDP) diwar-benn dazont ekonomiezh ar mor. Un digarez da gevredigezhioù ekologour da bouezañ evit ma vefe gwarezet muioc’h ar mor. Un digarez ivez d’an dud a vicher a labour war-vor da eskemm gant ar geodedourien diwar-benn o labour dezhe. Tu zo deoc’h en em gelaouiñ ha reiñ ho soñj war ar sujed amañ.
Betoñs hag eil tiez
- Rostrenn (22), Karaez, Kastell-Nevez ar Faou (29), Gourin, Ar Faoued, Ar Gemene (56). Re a diez a vo savet war an tiriad da geñver an niver a dud a zo o vont d’en em staliañ evit gwir er vro. Setu ali Aotrouniezh an endro war Scot Bro-Kornôg Kreiz-Breizh, da lâret eo ar steuñv a vo lakaet en plas evit diorren ar vro er bloavezhioù da zont. 288 hag a vo artifisialisaet a-benn 2043, ‘pezh a zo kalz re da geñver an ezhommoù. Lennit teuliad Aotrouniezh an endro amañ.
- Kastell-Paol, Rosko (29). Lakaet e vo betoñs war re a zouaroù e Bro Kastell-Paol. Studiet eo bet raktres PLU-iH Gorre Leon-Kumuniezh gant Aotrouniezh an Endro. Sklaer eo he soñj dezhi : « n’eus tamm preder ebet evit espern an douaroù labour-douar ha naturel », emezi. Kreskiñ a raio an niver a diez-vakañsiñ hag a diez goulo. Un enklask foran a vo a-benn nebeut da lakaat tud ar vro da reiñ o soñj war ar raktres-se.
Tourioù avel
Gweltaz, Noal-Pondi (56). Daou zour-avel a vo savet gant EDPR France Holding. Padout a raio an enklask foran betek an 29 a viz Ebrel.
Atantoù XXL
- Plougin, Gwitalmeze, Lanniliz (29). 12.660 porc’hell ha 525 penn-saout : tu zo lenn teuliad an enklask foran da geñver an atant bras a fell dezhi kreskiñ an niver a loened desavet (+ 40 %) hag ar sammad dour hañvouez produet. Gant ar SCEA des Trois vallées, ar SCEA Conq Salaün hag ar GIE de Kerzedoc ez eo douget ar raktres.
- Ar Merzher, Landerne (29). Fell a ra da SCEA Le Roux brasaat e atant da zesevel perc’hell, e Pors ar Glouet. Betek ar 15 a viz Ebrel e vo eus an enklask foran.
Sachit hon evezh !
Gouezet ho peus e kinnig ur raktres-terkañ ober an noaz d’an endro ? Skrivit deomp : contact+alerte [@] splann.org
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : redaction [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Peseurt raktresoù zo war ar stern tro dro deoc'h e miz C'hwevrer 2024
- Article suivant: Enklaskoù leun e zivskouarn : dizoloit podkastoù « Splann ! »






