Arkea Park : hervez Thierry Fayret, bet eilmaer Brest, eo « forzh petra mod arc’hantaouiñ ar raktres stad »
Kristen Falc'hon, Faustine Honoré, and Manon Deniau - 11/29/2025
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…

Gantañ e vez taolet ur sell lemm hag abeget war ar pezh a sell ouzh arc’hantaouiñ an doser-se, hag a zo meur a dal dezhañ. Gant al lez-varn velestradurel zo bet lakaet termen d’ar raktres war abegoù ekologel, met eus an tu ekonomikel e c’heller en em c’houlenn ivez.
Thierry Fayret, c’hwi a oa eilmaer François Cuillandre e-karg eus an arc’hant c’hoazh pa oa bet roet lañs d’ar raktres-se. Gallout a rafec’h displegañ deomp penaos e oa bet boulc’het an traoù ?
Evit kompren mat an traoù e ranker distreiñ d’ar bloavezhioù 2000. Gwall skoet oa c’hoazh kêr Vrest gant afer freuz-stal ar Brest-Armorique (dibennfreuzadur barnerezhel e 1991), ha d’ar c’houlz-se ne grede den ebet komz eus ur stad nevez.
Goude-se, adalek 2008, e voe digresket an arc’hant roet d’ar strollegezhioù lec’hel gant ar Stad. Kêrioù evel Brest a zivizas izelaat o fostadurioù neuze. D’ar memes koulz e voe votet gouestlañ tachenn ar Froutven, lec’h ma zo kaoz d’ober ar stad en deiz a hiriv, d’ur « raktres evit ar veurgêr ».
Ne vo komzet ez-ofisiel eus ur stad nevez nemet adalek 2018, padal bloavezhioù zo ne veze ket mui postet kalz a arc’hant evit ar stad a-vremañ, Francis Le Blé, o soñjal e vije savet ur stad nevez d’ur poent bennak. Ur fazi a-berzh ar strollegezh publik eo an digresk postañ arc’hant-se.
Da vare votadegoù-kêr 2020 ne voe ket lakaet ar gaoz war an doser-se tamm ebet dre ma oa ur raktres prevez penn-da-benn.
N’eo nemet pa teu ar raktres da vezañ publik-prevez ma krogan da soñjal « n’eo ket reizh an afer ». Lakaet em eus ma fri en doser hag em eus komprenet e oa forzh petra.
Peseurt sell ho peus war arc’hantaouiñ ha gouarnerezh ar raktres-se?
En arc’hantaouiñ eo kalz uheloc’h lodenn an arc’hant publik e-keñver hini ar prevez. Ar re a zo o kas ar raktres (ar vreudeur Le Saint) dre an holding Holdisport, a lakao 15 milion a euroioù ennañ pa vo gouestlet 50 milion dezhañ gant ar strollegezhioù lec’hel. Ar peurrest a vo amprestoù pe avañs war ar gounidoù.
Etre 15 ha 20 milion e kousto kempenn an trowardroioù. N’emañ ket ar sammad-se er budjed evit poent, met gant kêr Vrest e vo kemeret e-karg. Memestra evit an dachenn, 5 milion euro a dalvoudegezh anezhi, ha ne vo ket gwerzhet gant Brest Meurgêr, evel ma oa bet soñjet da gentañ penn. Feurmet e vo a-benn ar fin, diouzh ur feurm bloaziek a 90.000 euro.
Ar fed sevel ar stad-se a zo graet evit lakaat un embregerezh « kevredad dre gevrannoù » (Société Anonyme) da c’hounit arc’hant, hag he fal eo forzh penaos. Kuzhet e vez kement-se ha lakaet en a-raok an estlamm evit ar sport, met ekonomikel eo an dalc’hoù, sklaer eo. Tost prevez da vat e vo ar gouarnerezh ouzhpenn-se. Padal, ma vefe lojik an traoù, e vefe d’an hini a lakaa ar muiañ a arc’hant da gemer an divizoù.
Amañ n’eo ket er mod-se e vo graet, ha neuze n’eo ket reizh. Ha posupl eo c’hoazh cheñch an traoù ? Dre ma z’eo aet ar raktres kalz war-raok gant an holl a zo engouestlet ennañ, e seblant bezañ diaes cheñch penn d’ar vazh. Padal, pa weler stad an arc’hant publik, e vije ar mod gwellañ d’ober.

Gervel a rit ivez da studiañ seurt raktresoù war hir dermen ?
Doareoù gouarnerezh all a zo, ha brudet mat ouzhpenn e Brest-Meurgêr. Ar salioù Arena ha Kapusined a zo meret gant « kevredadoù ekonomiezh kemmesk » bras (sociétés d’économie mixte). Ar publik eo a zegas ar muiañ a arc’hant enno, ha neuze emañ ar brasañ eus ar galloud gantañ er gouarnerezh. A-drugarez da se e vez mestroniet an traoù en amzer a-vremañ, hag en amzer dazont ivez.
Rak aze emañ an dalc’h ivez evit pezh a sell ouzh ar raktres er Froutven. Ar prevez a c’hello ober ar pezh en deus c’hoant e-pad bloavezhioù kentañ ar stad nevez, da lavaret eo ar bloavezhioù gwellañ. Penaos e vo kont goude-se ? Gwelet e vez mat pegen start e c’hell bezañ an traoù gant ar stad melldroad a-vremañ (Francis-Le Blé), d’ar c’houlz ma ranker kregiñ d’ober labourioù nevesaat evit doujañ d’ar reoladoù. A-benn 20 vloaz, pa vo poent ober labourioù kempenn en Arkea Park, gant piv e vint paeet ?
Ouzhpenn-se eo en em lakaet gwarant ar strollegezh publik war unan eus an daou amprest. Ma vez graet freuz-stal gant an embregerezh brevez he deus graet an amprest-se e vo d’ar veurgêr da baeañ ar peurrest. Ar publik an hini eo a gemer ar riskloù brasañ, hag ar prevez a enkefio ar gounidoù. N’eo ket reizh.
Ret eo degas da soñj eo bet kuzhet ar studiadennoù graet war ar fed gellout nevesaat ar stad Francis Le Blé. Padal e vo postet kement a arc’hant gant ar strollegezhioù lec’hel er stad nevez, hag o dije graet evit kempenn ar stad a-vremañ. Un diforc’h a-bouez a vo koulskoude : ar stad nevez ne vo ket publik anezhañ ken.
Petra soñjit eus ar fed m’eo bet paouezet al labourioù diwar ziviz al lez-varn velestradurel, ar varnerien o nac’hañ ar fed e vefe ar stad-se a laz hollek da skouer ?
Ur seurt label eo al laz hollek, ha drezañ e c’hell ar strollegezhioù kaout, hervez lezenn, muioc’h a arc’hant da gas ar raktres da benn. Padal ne gavan ket tamm ebet e klot gant ar stad nevez. Pa vez kaoz da sevel ul linenn dramway n’eus tabut ebet da gaout, met evit pezh a sell ouzh un takad kenwerzhel pe ur stad prevez, peadra a zo d’en em soñjal.
Setu ar pezh o deus graet ar varnerien o lakaat al labourioù da vezañ ehanet. Moarvat emañ al laz hollek eus tu ar bevliesseurted kentoc’h eget eus tu ur stad melldroad. Da ’m soñj e rank ar raktres-se chom a-sav, met un dachenn ken tost eus al linenn dramway ne dlefe ket chom dindan parkeier koulskoude.
Petra all a laka ac’hanoc’h diaes en doser-se ?
Kalz am eus desket pa ’m eus lennet rentañ-kont Kambr Rannvroel ar C’hontoù diwar-benn stad Brest. Pa seller a-dost ouzh ar sammadoù e weler mat pegen uhel eo pouez ar c’hevelerezhioù VIP Teir gwech uheloc’h e vint gant ar raktres nevez, pezh a laosko nebeutoc’h a blas d’an arvesterien all. Unan eus an traoù a c’heller lenn e klozadur ar rentañ-kont-se eo ar fed n’eo ket sur e vefe gouest ur c’hlub evel hini Brest, da arc’hantaouiñ ur stad bras.
Kaoz a zo ivez gant ar varnerien eus plas al lec’hioù kenwerzhel e diabarzh ar stad. En tu-all d’ar straed ez eus un takad kenwerzhel e-lec’h ma oa bet nac’het ganeomp e vije stalioù bihan, kement ha derc’hel buhez ekonomikel e kreiz-kêr Brest. Perak ’ta aotreañ anezho tro-dro d’ar stad bremañ ?
Digempouez eo an dalc’h kenwerzhel, hag ur prof zo graet dre se d’an hini zo e penn ar raktres. Peadra a zo d’en em soñjal.
* Hervez ar sifroù bet roet da vare an enklask foran, e lakao ar strollegezhioù publik ar sammadoù-mañ er raktres : Brest Meurgêr 10 milion a euroioù, Rannvro Breizh 8 milion a euroioù, Departamant Penn-ar-Bed 6 milion a euroioù, Kêr Wipavaz 500.000 euro.
L'IA générative ne produit pas d'enquête. Nos articles, vidéos et podcasts sont réalisés par des journalistes en chair et en os. Consultez notre charte.
En savoir plus