Na zisoñjit ket da dennañ ho tonezon eus ho tailhoù !
Ar skipailh embann - 04/20/2023
An Annelies Ilena a zo anezhañ al lestr-pesketa ar muiañ dekriet er bed. Abaoe 2024 e vez korvoet gant Compagnie des pêches Sant-Maloù. Skoet e voe ar filierenn…
Un afer brevez eo kelenn al labour-douar e Breizh : 80 % eus ar 15 500 skoliad breizhat a oa skoliataet e tiez familhoù a-ziwar ar maez pe e liseoù labour-douar prevez…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…

Harpet ho peus Splann ! en ur reiñ un tamm arc’hant deomp e 2022 ? A-drugarez deoc’h e kendalc’homp da enklaskiñ war sujedoù a-bouez e Breizh, mersi braz ! Na zisoñjit ket ez eus moaien tennañ 66 % eus ar sammad ho peus roet diwar ho tailhoù. Un abeg mat a-walc’h evit ober un donezon all ar bloaz-mañ neketa ?
66% eus an donezon ho peus graet da Splann ! e c’hall bezañ tennet eus an tailhoù, betek 20 % eus an arc’hant gounezet ganeoc’h. Da lâret eo, m’az eo bet roet 100 € e 2022 hag e vez paeet tailhoù ganeoc’h, gant ar melestradur ‘vo tennet 66 € eus ar sammad e rankoc’h paeañ dezhi. Neuze eo bet dispignet 34 € hepken eus ho chakod.
Ret eo deoc’h skrivañ pegement ‘zo bet roet e 2022 er voest 7UF eus ho tiskleriadenn tailhoù. ‘Neus ket ezhomm kaout tamm paper ebet evit prouiñ ho tonezon. Kaset eo bet deoc’h ur guitañs kemedel : dalc’hit anezhi memes tra kenkaz e vefec’h kontrolet.
Diwallit : bout ‘zo donezonoù ‘zo bet harzhet abalamour n’eo ket mat ken ar gartenn vank. Gall a reoc’h lakaat niverenn nevez ho kartenn war HelloAsso, pe ober un donezon all war hol lec’hienn nevez da zastum arc’hant Donorbox. Mersi braz !
Abaoe eo bet krouet Splann ! eo bet embannet pemp enklask ha gopred unnek kazetenner ganeomp. Tri enklask nevez ‘zo bet embannet e 2022. Adkavit an holl pennadoù war hol lec’hienn. A-benn bezañ sur da chom titouret, lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ ur wech bep miz, digoust, e brezhoneg kement hag e galleg !
Dispignet eo bet 48.295 € evit an eil koulzad. An darn vrasañ eus an arc’hant e servij da baeañ goproù ar gazetennerien. Ouzhpenn 1.000 den o deus roet arc’hant deomp e 2022 : 66.675 € en holl !
Echuet eo ar bloaz gant ur cheñchamant braz evit Splann ! : abaoe penn kentañ 2023 eo bet tutet div gazetennerez e CDI. Ho labour ‘zo kenurzhiañ ar gevredigezh evit kas muioc’h a enklaskoù da benn !
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Ne ratez aucune de nos enquêtes, recevez-les par courriel. Existe aussi en breton.