Levr Nicolas Legendre, « Didrouz war ar maez »*, a lak war wel penaos ez a en-dro an traoù el labour-douar e Breizh. Skrivet e vez gant kazetenner Le Monde hag ezel eus Splann ! penaos eo diaes ar jeu er bed-se evit ar beizanted hag an dud o chom er vro. Ouzhpenn ar pemp pennad bet embannet e Le Monde ez eus deuet ul levr er-maez ivez. Ha trouz zo bet tro-dro d’an dra-se…
Efed ur vombezenn o deus bet ar pennadoù hag al levr « Didrouz war ar maez » embannet gant ar c’hazetenner Nicolas Legendre d’ar 7 ha d’an 12 a viz Ebrel. Evit ar re n’o deus ket amzer da lenn al levr, ar pemp pennad zo un doare da vezañ titouret mat-tre berr-ha-berr. Met gant al levr ez eus tu mont donoc’h memes tra e bed an agroboued. Hag e ra aon. Aterset en deus Nicolas Legendre ouzhpenn 300 den e-pad tost seizh vloaz. Setu penaos eo deuet a-benn da gaout ur sell ken pizh war al labour-douar greantel e Breizh hag an efedoù zo war ar Vro.
Diskouezet e vez gant ar c’hazetenner pegen galloudus eo ur sistem ha n’en deus ket tamm doujañs ebet e-keñver ar re vihan ha bresk, nag evit ar re ha n’emaint ket a-du. Kaoz zo eus penaos eo fall buhez al labourerien-douar a zo e-kreiz ar patrom ekonomikel. Fall-tre ar jeu ivez gant ar re a labour en uzinoù o deus da c’houzañv mont en-dro ar mekanik.
Kaoz zo bet eus labour Nicolas Legendre war ur bern mediaoù : France Inter, France Culture, C’ dans l’air war France 5, France Bleu, France 3 Breizh… E-touez ar bolitikerien ivez ez eus bet trouz. E emgav Kuzul ar Rannvro d’ar 7 a viz Ebrel ez eus bet meur a zilennad eus an tu-dehoù pe an tu-dehoù pellañ o tagañ labour Nicolas Legendre. Stéphane Sallier-Dupin (LR) en deus lâret e oa ul labour graet diouzh un tu hepken ha feuls a-walc’h eo bet : « Skoet ‘vez gant kazetenner Le Monde warnomp. […] Ret eo ober un dra bennak e-keñver seurt traoù, arabat bezañ stlejet er fank. Breizh zo bet stlejet er fank ».
Goude bezañ bet taget en-dro hon c’henlabourerez Morgan Large (lenn pelloc’h), n’eo ket posupl lâret seurt traoù. Prezidant ar rannvro, Loig Chesnais-Girard, ha dilennidi all eus an tu kleiz o deus respontet en ur souten en-dro ar gazetennerez vreizhat.
En devezhioù war-lerc’h ez eus bet kalz a evezhiadennoù diwar-benn ar pezh a oa bet lâret gant Stéphane Sallier-Dupin. « En un aergelc’h ma vez taget ar gazetennerien oc’h ober enklaskoù war an agroboued n’eo ket c’hwezhañ war an tan lâret seurt traoù ? », en deus goulennet, da skouer, Benjamin Keltz, kazetenner Le Monde dre dTwitter.
* Legendre Nicolas, « Silence dans les champs », Editions Arthaud, Paris, avril 2023, 352 pages.
300
Setu an niver a destenioù bet dastumet e Breizh gant ar c’hazetenner Nicolas Legendre e-pad tost seizh vloaz enklask diwar-benn an agro-boued.
« Ar re zo a-enep ar sistem a vez graet “kamikazed” anezho »
Lenn hon enklask « Brezel ar parkeier »
Lenn hon enklask « Brezel ar parkeier »
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Na zisoñjit ket da dennañ ho tonezon eus ho tailhoù !
- Article suivant: « Un torfed eo ! » : Ibilioù rod karr-tan Fabice Hamon, sacher evezh e Landunvez, a zo bet divountet






