📬 Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail.
Panelloù heol
- Gourè (56). Divizet eo bet gant ar gumun sevel ur greizenn panelloù heol, 20 straed La Forge, war un dachenn lec’h ma z’eus bet ul lastezerezh. Savet e vo gant an embregerezh Centrale solaire Les Minières. Enklask foran etre an 2 a viz Gwengolo hag ar 4 a viz Here.
- Thouarë (44). C’hoant ‘neus an embregerezh Urba 355 sevel ur park panelloù heol e Le Chêne Vert, ur vengleuz gozh aet d’an natur en dro. « Gant ar raktres-mañ ne vo ket naturel ken al lec’h », eme Aotrouniezh an endro. Ganti e vez goulennet e vefe kaset pelloc’h studiadenn endroel ar raktres. Enklask foran digor betek ar 27 a viz Gwengolo.
Steuñv lec'hel ar c'hêraozañ
- Kumuniezh-kumunioù Pleiben-Kastellin-Porzhe (29). Un enklask foran a zo digor diwar-benn steuñv lec’hel ar c’hêraozañ etrekumunel. Ur gumuniezh-kumunioù 17 kumun enni. Posubl eo reiñ hoc’h ali betek an 27 a viz Gwengolo.
Betoñs war an douaroù
- Gregam (56). Fellout a ra d’ar gumun sevel tiez, ur greizenn genwerzhel vras ha labouradegoù nevez e Lann Guinet war 25 devezh-arat tachennoù labour-douar. Dalc’het e vo an enklask foran etre an 9 a viz Gwengolo hag an 11 a viz Here.
- Brest (29). Ur raktres takad terkañ kendivizet (ZAC) a zo e kornôg karter Lambezelleg, er Spernot, war 23 devezh-arat. Gouestlet e vo an tachennoù da obererezhioù ekonomikel. 67.000 m² zo da werzhañ evit sevel stalioù. Enklask foran betek ar 15 a viz Gwengolo.
Atantoù XXL
- Trefendè (35). Fellout a ra d’ar SCEA des Prairies du Boulouée lakaat he niver a saout laezh da greskiñ eus 375 da 480. Emañ an ti-feurm en ur vro e-lec’h ma vez stêrioù saotret mat gant an nitratoù dija. « N’eo ket bet keñveriet ar raktres dibabet gant doareoù all d’ober a c’hallfe bezañ gwelloc’h evit an endro », eme Aotrouniezh an endro en hec’h ali. Digor eo an enlask foran betek ar 7 a viz Gwengolo.
- Maoron (56). An EARL Saint-Michel a fell dezhañ desevel 40.000 yar da zozviñ el lec’h « Saint-Guinel ». An enklask foran a zo digor betek an 10 a viz Gwengolo.
- Brandevi (56). Ar SCEA Daguifa a fell dezhañ desevel 230 buoc’h laezh e « le Féténio » Digor eo an enklask foran betek an 19 a viz Gwengolo.
- Findi (35). Fellout a ra d’an embregerezh Methadiff resisaat an titouroù roet evit mont en-dro he metanizer bet savet e « La Baratais ». Diwar-benn skogoù ar c’hirri-samm o tremen hag an efedoù a vije ma vez jedet saotradur hollek ar raktresoù metanezerioù all tro-war-dro eo an titouroù. Gall a rit reiñ hoc’h ali dre internet betek ar 26 a viz Gwengolo.
Mengleuz
- Ghinrouet ha Bllain (44). Fellout a ra d’an embregerezh Socalo kenderc’hel da labourat e mengleuz Barel. C’hoant he deus lakaat anezhi da vrasaat ivez. An enklask foran a zo digor betek ar 24 a viz Gwengolo.
Sachit hon evezh !
Gouezet ho peus e kinnig ur raktres-terkañ ober an noaz d’an endro ? Skrivit deomp : contact+alerte [@] splann.org
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : redaction [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Perak n’eo ket liesseurt a-walc’h ar c’hazetennoù labour-douar e Bro C’hall
- Article suivant: [Keloù « Splann ! »] Tan-gwall el labouradeg Livbag e Pont ar Veuzenn : ur rentañ-kont nec’hus diwar-benn ar surentez en takad Seveso-se






