Krouiñ « Splann ! » evit leuniañ un toull titouroù e Breizh.
« Goude bezañ bet graet ma studioù e IUT Lannuon ha bezañ desket brezhoneg e-pad ur bloaz ‘meus kroget da labourat e kazetennoù ar vro. Kazetennoù dre skrid hag ivez evit ar skinwel, e brezhoneg hag e galleg. Kroget ‘meus d’ober pennadoù-enklask diwezhatoc’h, pa oan kazetennerez dizalc’h en estren broioù.
Ha pa ‘meus kroget da sevel pennadoù-enklask eo bet re ziaes din mont war-gil. Gwel a raen an holl titouroù pouezus ha ne vez ket skrivet a-walc’h diwar o fennoù abalamour n’eus ket amzer pe arc’hant a-walc’h gant ar gazetennerien. Neuze eo deuet d’un doare naturel a-walc’h ar c’hoant da grouiñ Splann ! gant ur skipailh kazetennerien a soñje ar memes tra. Un doare da genderc’hel gant labour Inès Léraud hag e vandenn-dreset diwar-benn ar bezhin glas, hag ivez da leuniañ un toull e Breizh. An diskoulm : ur media enklask lec’hel !
E 2023 on bet tutet en ofisiel gant Splann ! hag hiziv on perzh eus ur skipailh peder c’hazetennerez. Ma labour a zo ober un enklask bep bloaz hag ober war-dro ar podkastoù hag ar videoioù. Ra ma vo brasoc’h-brasañ skipailh Splann ! evit gallout sevel muioc’h mui a enklaskoù pouezus evit an dud e Breizh hag er bed. »
« Splann ! » a sav pennadoù diwar-benn sujedoù luziet.
« Kroget ‘meus da labourat en ur lakaat ar gaoz diwar-benn ar cheu a oa tro dro d’ar raktres aerborzh e Ker-Itron-Al-Lan evit France Bleu Loire-Océan. Dedennus-kaer e oa labourat war ar sujed-se rak mesket e vefe kudennoù endroel, ekonomikel, politikel ha tro-dro d’an tachennoù labour-douar. Desket ‘meus ur bern diwar-benn penaos e oa an eskemmoù e-tre an dud hag ar mediaoù, penaos e c’hall tud zo kaout disfiz, met ivez penaos sevel ul liamm fiziañs. An-dra-se ‘neus bet kalz a bouez war ma doare da labourat.
D’un doare naturel a-walc’h ‘meus bet c’hoant labourat evit Splann !, ur media a glask labourat war an hir dermen war sujedoù luziet ha pouezus. Graet ‘meus daou enklask, unan war ar metanaat e 2022 hag unan war an tachennoù labour-douar e 2023. Adalek miz Gwengolo emaon er skipailh bemdez. Ma labour zo obert war-dro hol levrigoù enklask hag an darvoudoù e lec’h ma vez kavet hon media.
En amzer da zont e plijfe din e vefe brasoc’h c’hoazh skipailh Splann ! rak memes en ur vezañ peder e lec’h div hon eus dija re a draoù hon eus c’hoant ober : enklaskoù, darvoudoù (plijout a rafe deomp aozañ ur fest-noz !) ha mennozhioù a bep seurt evit ma c’hallfe an holl lenn, sellet pe selaou hon enklaskoù. »
Dizoloet ‘meus pegen luziet ha pouezus e c’hell bezañ ar c’heleier lec’hel.
« Goude bezañ graet studioù geografiezh ha kazetenniñ, ‘meus kroget da labourat e 2017 evit kazetennoù lec’hel. Dedennet on bet diouzhtu gant ar sujedoù tro-dro d’al labour-douar ha d’an endro. Lannuon, Gwengamp, Karaez… Eus Bro-Dreger betek ar C’hreiz Breizh ’meus dizoloet pegen luziet ha pouezus e c’hell bezañ ar c’heleier lec’hel. Tost-tre d’an dud eo ar c’hazetennoù seurt-se. Met dipitet on bet ivez gant an harzoù a vez gant ar c’hazetenniñ lec’hel : n’eus ket amzer a-walc’h evit labourat, al liammoù gant ekonomiezh ar vro, an diaezamantoù evit lakaat ar gaoz war sujedoù zo. Da skouer, ar sujedoù diwar-benn an agro-boued.
Ar c’hoant da gelaouiñ gant un doare dizalc’h eo ar pezh en deus bountet ac’hanon da vont en darempred, e 2020, gant ar strollad kazetennerien a oa oc’h en em vodañ evit difenn ar frankiz da gelaouiñ diwar-benn an agro-industriezh e Breizh. Ur strollad en deus krouet Splann ! un nebeut mizioù war-lerc’h.
Gopred on gant ar media abaoe 2023. Ma labour zo ober enklaskoù hag ober war-dro al lizher-kelaouiñ a vez kaset bep miz. Emichañs e vo lennet hon fennadoù gant muioc’h mui a dud evit ma vefe cheñchamantoù poellek er gevredigezh. »
Tapet on bet gant al labour enklask ba Arc’hantina, pa ‘moe klasket e peseurt mod e oe bet rastellet douaroù ar pobloù henvroat.
« E penn kentañ, ne oe ket em fenn bezañ kazetennerez. Met bet on barzh ar jeu a-benn ar fin dre ma studioù sokiologiezh. Al liamm etre an daou : me a blija din labourat war an amzer hir evit analizañ e mod don ur sujet. Ar pezh ‘meus kavet war lerc’h e ADN Splann !. Me ‘moe labouret e Pariz gant ar media Africultures, ha tapet on bet diwezhatoc’h gant al labour enklask ba Arc’hantina, pa ‘moe klasket gant peseurt mod oe bet rastellet douaroù ar pobloù henvroat.
E Breizh on bet o chom goude-se, ha ‘meus kendalc’het d’ober enklaskoù ha reportajoù war ma anv evit mediaoù liesseurt. Klevet ‘meus anv eus Splann ! d’ar memes koulz pa oe ganet ar media. Labouret ‘meus war an enklask kentañ diwar-benn an amoniak. Er memes bloaz, ‘meus enklasket diwar-benn ar re o deus rastellet ar muiañ a arc’hant gant ar PAC (Politikerezh labour-douar boutin).
Goude-se ‘meus desket brezhoneg ha ‘meus labouret gant Radio Bro Gwened. Abaoe miz Gwengolo 2024 on e-barzh skipailh Splann ! gant Juliette, Faustine ha Julie. Labour a ran war un enklask bep bloaz ha emaon e-karg deus ar rouedadoù sokial. Emichañs vo intereset ha kizidikaet muioc’h mui a dud gant hon enklaskoù ! »
Harpit « Splann ! »
A-drugarez d’an arc’hant a vez roet ganeoc’h e c’hallomp kas da benn enklaskoù e Breizh, en div yezh ha digoust da lenn. Betek poent eo bet embannet dek enklask war an hir dermen hag ur bern pennadoù all berroc’h evit lakaat war wel titouroù pouezus. Ur pal nevez hon eus evit fin ar bloaz-mañ : rastellañ 50.000 € a-raok an 31 a viz Kerzu.
- Article précédent: Inès Léraud : « Spontus pegen don eo ar c’hleizennoù a chom c’hoazh hiriv an deiz e memor an dud a gaoz d’an adlodennañ.»
- Article suivant: Peseurt raktresoù ‘zo tro-war-dro e Breizh e miz Du 2024 ?