Ur garta evit ma vefe kelaouet mat war sujedoù endroel gant ar mediaoù
Splann ! - 09/11/2022
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Komzet ‘vez muioc’h mui eus direizhamant an hin er mediaoù. Padal n’eo ket neptu an doare da lakaat ar gaoz war ar sujedoù-se : ur skog ‘zo war al lennerien. « Pouez o ‘deus ar gazetennerien en doare ma ‘vez komprenet gant an dud ar pezh ‘zo o c’hoarvez er bed e-keñver cheñchamant an hin », eme Loup Espargilière, penn redaktour eus Vert, le média.
Gant 30 media eo bet neuze skrivet ur garta : 13 poen eno a c’hallfe servijout ‘vel un nadoz-vor d’an holl kazetennerien, ha pas d’ar re isipisialiset war an endro hepken.
Peseurt skeudennoù ha gerioù implijout, nac’hañ arc’hant ‘zo a-benn bezañ dizalc’h, kaozeal eus an endro e pep tachenn er c’heleier… Gant Splann ! ‘vez graet war-dro seurt traoù ivez. Un nebeud ‘oa dija skrivet en hon statudoù memes, ‘vel klask e vefe an nebeutañ posupl a louc’h karbon gant hon c’hazetennerien.