- Article précédent: War soudardaat muioc’h-mui emañ dalc’hen an urzh e Roazhon
- Article suivant: Tu dehoù-pellañ : setu soñj testoù hon enklaskoù
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
E Lambal(22) eo staliet sez ar C’hooperl. Lazhet ez eus bet ganti 4,6 milion a voc’h e 2022 : ar gevelouri voc’h vrasañ e Frañs an hini eo. En enklask bet embannet ganeomp diwar he fenn e miz Du 2023 hon eus kontet deoc’h ar reuz a zo savet e-touez an izili. Ouzhpenn 2.200 desaver moc’h a zo ezel eus ar C’hooperl ha lod anezho a gav abeg en dibaboù graet ganti, da skouer en he doare da zispign an arc’hant.
D’an 21 a viz Even e vo dalc‘het emvod-meur ar gevelouri e Lambal. Ha sur a-walc’h e vo cheu. Hervez ar pezh omp deuet a benn da c’houzout, e vije ur strollad desaverien-voc’h o klask boutañ maez ar c’huzul merañ. Gant sikour ur c’habined alvokaded e vo klasket ganto adnevesaat ar c’huzul merañ en e bezh ha n’eo ket dre un drederenn hepken evel boaz.
Petra eo an dalc’h neuze? Rebechet e vez dibaboù an embregerezh gant izili zo. C’hoant o deus an desaverien gallout gwerzhañ o c’hig d’ur priz uheloc’h. Padal e vez gwerzhet kig moc’h produerien ar C’hooperl dindan hini marc’had Breizh, da lavaret eo dindan ar priz-dave, ha se dibaoe un nebeut mizioù. Seurt arguzennoù a c’haller lenn hiroc’h diwar o fenn en hon enklask.
Ouzhpenn-se e c’houlenn an izili bezañ dieub eus o choazoù. Pa vezer ezel eus ar C’hooperl ho peus ur gevrat da sinañ gant ur bern redioù ha dibleg e vez ar gevelouri war ar poent-se. Rebechet e vez ivez d’an embregerezh bezañ bet plantet arc’hant e broioù estren pe c’hoazh da chom amsklaer diwar-benn gounidoù an iskevredadoù.
« Un dazont evit ar C’hooperl » (pdf), setu titl un destenn bet skrivet gant lod eus an desaverien voc’h. Enni e c’haller lenn : « Ma kouezh ar gevelouri e kouezhimp holl ganti ». Hervez an destenn-se emañ ar renerien re bell eus gwirionez ar vicher ha ne selaouont ket al labourerien-douar.
Gant Bernard Rouxel, prezidant ar C’hooperl, ez eus bet kaset ur postel d’an 30 a viz Ebrel evit tagañ ar re a vez o klask cheñch penn d’ar vazh. Goulennet e vez gantañ d’an izili dont niverus d’an emvod-meur.