Laoulan : harzhet ar raktres kludoù-yer ramzel ?
Splann ! - 01/11/2022
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Bresk eo deuet da vezañ ar raktres sevel daou glud-yer ramzel 2.200 m2 e Laoulan (56). Ar pal a oa degemer 22 penn loen dre vetrad karrez, da lâret eo tro ur milion a bennoù yar bep bloaz.
An aotre bet sinet gant ar prefed e 2019 a zo bet nullet gant al lez-varn velestradurel d’ar 25 a viz Kalañ-Gouiañ (Du) paset. « Soñj al lez-varn e-keñver framm lezennel an traoù lañset a ziskouez e oa kudennoù bras, e kalon ar raktres », eme alvokad Thomas Dubreuil, a zo bet galvet gant 3 den o chom ne bell deus al lec’h, gant Dour ha Stêrioù Breizh ha Kengevread ar Beizanted ivez.
Hervezh ar varnerien e tiskouez daou dra :
Setu un diviz a zo bet degemer mat gant ar reketerien (ar re o deus kaset an traoù d’al lez-varn), ouzhpenn e oa bet kinniget gant an daneveller publik nac’hañ o goulenn da gomañs. Moaien ‘zo d’ar prefeti ober engalv (faire appel) d’an diviz beteg an 10 a viz C’hwevrer.
Setu sammad ar yalc’had roet gant rannvro Breizh d’ar raktres kludoù-yer ramzel e Laoulan, dre ar Plan volailles. Goulennet eo groñs ganti dilezel ar steuñv-se penn-da-benn : en em harpiñ a ra ar c’henstroll nevez Breizh enep ar feurmoù-uzin, war diviz al lez-varn.
« An endro n’eo ket un dra a c’heller azasaat evit e glotfe gant hor raktresoù, emañ ret deomp azasaat hor raktresoù d’he-c’heñver. Setu ar pezh a vez diskouezhet gant nulladenn ar raktres-se. »