Teles Pires : brezelourien Amerindian oc’h aloubiñ ar chanter

03/29/2022
Lena Lopes
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 8 mn lenn

Fuloret pobl Munduruku, a soñj dezhi eo bet gwallet he gwirioù gant Neoenergia, is embregerezh Iberdrola. Kement all gant pobloù amerindian. E-kreiz an dalc’h : stankell vraz Teles Pires. Stankelloù all a zo bet savet a-dreuz ster Teles Pires, kement ha m’eo bet brezelourien ha brezelourezed Munduruku oc’h aloubiñ chanterioù.

Enklasket ‘zo bet gant Splann ! diwar dokumantoù, atersadennoù ha pennadoù bet skrivet gant kazetennerien lec’hel.

Raktres

  • Kreizenn dourdredan war ar stêr Teles Pires, Amazonia, Brazil.
  • Hirder anezhi : 1,65 km. Bec’hiad : 1.820 MW. Tachenn veuzet : 95 km². En implij abaoe : 2015 – 2016.
  • Perzh Iberdrola : savet ha meret gant ar gompagnunezh dourdredan Teles Pires, savet gant Neoenergia (51%), iskevredad brazilian Iberdrola, ha gant CGT Eletrosul (24,5%) ha Furnas (24,5%).

Tamallet dezhe bezañ aet dreist da wirioù ar pobloù diwar-dro Kayabi, Apiaká, Munduruku ha pobloù all n’eus ket bet darempredoù gant

Distrujet gant ar c’hevuniad lammoù-dour das Sete Quedas, ul lec’h-sakr evit ar Munduruku, Kayabi ha Apiakás, hag anavezet en anv-se gant Kevredad Broadel an Indianed (Funai). Disklêriet eo bet ar fedoù gant ar vMunduruku en ul lizher digor, ha roet da anavezout gant al lez-varn rannvro kevreadel hag ar gazetenn theintercept e 2017.

Forzhet ur vered sakr ha kozh-Noe e 2010 pa oa bet lamet daouzek jarl-kañv ha pezhioù arkeologek sakr gant aotreet Ofis ar glad Istorel hag Arzel Broadel (Iphan) met ne oa ket bet goûlet o ali gant ar re vMunduruku. Aet eo al lec’h da vezañ ul lec’h arkeologek diwallet met war e dro ‘mañ murioù sal ar mekanikoù ha n’hell ket ar re vMunduruku tostaat anezhañ.

Enklaskoù arkeologek (a-raok al labourioù) hep aotre an amerindianed ha hep bezañ goûlet gante, evel lakaet en emglev 169 en OIT, hervez kelaouenn an arkeologiezh. Pezhioù zo, savet gant an dud hag-a-bouez n’int ket bet rentet d’an amerindianed c’hoazh (e 2019), hervez al lec’hienn gelaouiñ Amazonia Real. En 2021, ne oa ket bet savet Ti ar Sevenadur c’hoazh, hag a oa da zegemer ar perzhioù na oant ket ken pouezus all gant ar stroll emañ Néoenergia perzh ennañ.

N’eus ket bet dalc’het gant an emvodoù-bloaz gant an dud diwar-dro evel e oa da vezañ, hervez Amazonia Real. ‘Mañ an emvod-mañ da reiñ dezhe da c’hoût eus an oberennoù da vihanaat ha kempouezañ savet gant ar c’honsortium : N’eo ket met en 2017 e oa bet dalc’het ar c’hentañ bodad-studi diwar-benn an disorc’hoù-mañ.

N’eus ket bet goûlet o ali gant ar pobloù eus ar vro a-raok embann an aotre war an endro, hervez Forum Teles Pires ( ur rouedad tud a skolioù-meur, strolladoù annezidi paket fall gant ar stankell, tud diwar-dro, pesketaerien ha peizanted, ha strolladoù stourmoù sokial all).

Kudennoù pourveziñ boued ha dour mat da evañ evit an dud diwar-dro

Nebeutoc’h-nebeut a besked mat da zebriñ, hervez testeni an dud diwar-dro. Un tamm displegadenn a c’hellfe bezañ : distruj al lamm-dour, al lec’h ma teu ar pesked tremeniat da ouennañ. Pesked « treut ha klañv » abalamour d’an diaes eo dezhe en em vagañ ha da galite an dour. Ha koll d’an Amerindianed da c’hellet en em vagañ o-unan, hervez Forum Teles Pires.

An dour deus ar stêr deut “lous”, “fankek”, fall da evañ abaoe ma oa bet staliet an uzin, hervez dileuridi an teir fobl diwar-dro bet selaouet gant ar justis. Re nebeut pe re vihan ar puñsoù bet staliet da respont d’an ezhommoù da gaout dour mat da evañ, bet stadet gant ar justis, ha diouer a heuliañ emren war galite an dour, hervez an dud diwar-dro, ha hervez an enklaskerien.

« Gant an emglev 169 er broadoù unanet eo gwarantet e vo goûlet hon ali evit an disterañ tra a sell ac’hanomp, met n’eus ket bet goûlet sort ebet ganeomp evit zo eus lemel ar jarloù. N’o deus ket (kompagnuniezhioù, ensavadurioù, ar FUNAI) anaoudegezh eus ar shamaned. N’eus nemet ar shamaned, hag a oar pegoulz, penaos ha pelec’h e c’hell an nen kas ar jarloù-kañv. »

— Poxo Wayun, brezelourez Munduruku. Komzoù degaset dre al lec’hienn Mongabay, 2017 ,

Pesked marvet ha Metan o tont diwar-c’horre

Pesked lazhet e-keit aesaat an troellrodoù. En 2015 e oa bet kelaouet ensavadur brazilian an endro gant konsortium an uzin penaos e veze lazhet pesked desachet gant an turbinoù da goulz taolioù-esae. Hervez Forum Teles Pires, e ur venegiñ un danevell gant ar c’honsortium, e oa bet lazhet 1,7 tonenn a besked rakkarr na oa bet staliet tamm roued-diwall ebet evel ma oa bet intentet gant an ensavadur a ra war-dro d’an endro.

Al « labourioù da naetaat ar poull berniañ n’int ket bet graet en ur mod strizh ha betek en ur mod gwallek », hervez ensavadur brazilian an endro (Ibama). Laosket zo gwez ha struzh e plasoù a vije ranket bezañ skarzhet pep tra, a-raok lakaat ar greizenn da labourat.

Skoioù war an endro : riskloù ma vo skoet muioc’h a vetan en endro, ha muioc’h a besked o vervel dre ziouer a oksigen, abalamour d’al lostajoù o vreinañ. Evel gwelet gant teknisianed an Ibama. Hervez ar c’honsortium, evelkent, “eo dalc’hmat dour ar stêr a galite mat” hag e oa bet “gortozet ha stabilaet an tuioù fall deut diwar ar plant o vreinañ war an dachenn bet beuzet”.

Dre stourm e teu an Amerindianed a-benn da gaout promesaoù digant ar c’honsortium… ha na vint ket dalc’het

E miz Gouere 2017 e oa bet dalc’het al lec’h da sevel an uzin e São Manoel e-pad pevar devezh, war ar stêr Teles Pires (en traoñ da uzin Teles Pires) kement ha stourm a-enep d’ar skoioù war ar gevredigezh hag an endro gant ar stankelloù. Met n’eo ket a-walc’h se, goûlet zo ivez ma vo krouet ur « Font Mundukuru » a-benn degas arc’hant evit an deskadurezh, diwar an endro hag ar sevenadur hag en tu all da se lec’hioù sakr bet distrujet gant uzin Teles Pires.

Ha goûlet zo groñs adkaout ar jarloù-kañv. Sinet zo un emglev etre an dud diwar-dro, ar FUNAI, ar ministrerezh foran kevreadel hag ar c’honsortiumoù. Gant prezidant ar FUNAI zo embannet sklaer e c’hello ar vMundukuru adtapout o jarloù-kañv ha lakaet ez eus un emvod a-benn miz Gwengolo hag a vo digarez d’an embregerezhioù da c’houlenn eskuz abalamour da vezañ distrujet lec’hioù sakr. Un doare lid eo an emvod-mañ evit ar pobloù diwar-dro evit goulenn pardon gant ar speredoù, ha savet pizh eo. Daoust da se ne gemer ket an embregerezhioù perzh en emvod a-benn ar fin, hag int da gas ul lizher d’an MPF, ennañ oc’h embann n’o deus tra da welet gant ar jarloù-kañv.

E miz Here 2017, e oa bet 80 Mundukuru o klask dalc’hen ul lec’h ma oa labourioù da sevel un uzin São Manoel met bountet e oant bet er-maez gant servijoù broadel ar Surentez foran gant bombezennoù daeraouiñ ha kaset betek kêr Alta Floresta. An deiz war-lerc’h o devoant klasket sevel o lid dirak ar jarloù-kañv tennet eus tachenn uzin Teres Pires ha lakaet e mirdi an istor naturel. Stenn ar c’homzoù gant un ezel eus ar FUNAI hag un implijad e konsortium Teles Pires diwar-benn an amzer lakaet gant ar boblañs da c’hoût pelec’h e vo staliet ar jarloù-kañv. Tud bet kaset betek o bigi an deiz war-lerc’h. Herveze e vefe bet ar bolised oc’h ober evel ma vefent ur vezin brivez o labourat evit ar c’honsortium, ha se da zegas un enklask gant an MPF.

E miz Kerzu 2019, emvod ha lid 70 Munduruku e Mirdi Istor Naturel Alta Floresta, a-raok kaout ar jarloù-kañv en-dro. Ar wezh kentañ e Brazil ma zo adtapet danvez arkeologek gant ar boblañs eus ar vro.

Digoadañ ameeun

Kresk an digoadañ war-dro d’an uzin : pa oa an 93vet kumun ma veze digoadet ar muiañ e 2010 eo savet Paranaíta d’ar 26vet renk e 2014, e-keit al labourioù, ha deut dre se el « listenn du » e ministrerezh an endro. Dre vras e vez digoadet muioc’h er vro abalamour da sevel a-bep sort savadurioù ha da zegemer muioc’h a dud da zont da labourat. Evit ar c’honsortium ‘vat n’eus liamm ebet etre kresk an digoadañ er vro hag an uzin. Hag er studioù diwar-benn ar sko war an endro n’eus ket kaoz eus an digoadañ a zeu da-heul.

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →