Stankell Baixo Iguaçu : kantadoù a familhoù en argoll

10/18/2023
Lena Lopes
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 8 mn lenn

«Ankeniet kenañ» an UNESCO : uheloc’h lamm-dour Iguaçu emañ stankell Neoenergia, ‘zo perzh strollad Iberdrola. Peadra da lak douetañs war an dalc’hoù endroel. Hag an dalc’hoù evit an dud, mod-all ? Stenn-kenañ : kantadoù a familhoù zo bet skarzhet eus o lec’h bevañ, gant doareoù a n’int ket bet reizh tamm ebet herveze. En argoll un darn vraz eus ar familhoù bet dilojet en desped dezhe, ha memes ar gouarnamant n’eo ket plijet gant an doare ma vezont adlojet, sañset, gant skoazell Neoenergia.

Enklasket ‘zo bet gant Splann ! diwar dokumantoù, atersadennoù ha pennadoù bet skrivet gant kazetennerien lec’hel.

Lâret a ra an UNESCO bezañ « ankeniet bras » : en argrec’h da lammoù-dour Iguaçu zo trubuilhoù gant stankell iskevredad Iberdrola hag ar skog anezhañ war an endro ha buhez an dud. Skarzhet zo kantadoù anezhe eus o douaroù. Betek ar gouarnamant e vez hegaset gant doareoù ar c’honsortium da-geñver ar familhoù.

Bet eo Splann! oc’h enklask war ar fedoù-mañ, diwar an dielloù, kaozeadennoù ha labourioù graet gant kazetennoù war blas.

Raktres

  • “Raktres aroueziu” ar stroll Iberdrola. Uzin dourdredan Baixo Iguaçu, Stad Paraná, Brazil, en argrec’h da lammoù-dour Iguaçu.
  • Hirder ar stankell : 516 m. Bec’hiad : 350,2 MW (energiezh evit 1 milion a dud). Tachenn bet beuzet : 13,5 km2. En pleustr abaoe 2019.
  • Perzh Iberdrola : sevel an uzin ha merañ gant ar C’honsortium Geração Céu Azul, dalc’het gant Neoenergia (iskevredad berdrola ivez) ha 30% gant Copel.

Anken evit un teñzor naturel : lammoù-drour Iguaçu

N’eo ket bet titouret an UNESCO

Emañ an uzin en argrec’h da lammoù-dour Iguaçu, ha 500 m eus Park Broadel Iguaçu, klaset e glad bedel an UNESCO. Hervez an UNESCO, hag a-enep d’ar pezh a oa bet goûlet ne oa ket bet degaset studi ebet war ar skogoù gant an uzin a-raok na vefe bet savet ha lakaet en implij.

« Sorbus eo ken-ha-ken na vefe bet savet studi skiantel ebet war skogoù an uzin dourdredan a-raok sevel hag ober gant ar stankell, evel ma oa bet goûlet gant ar c’homite. Ha sorbus ivez stadañ penaos na oa ket bet heuliet an holl alioù fur da heuliañ ar skogoù, embannet gant Unvaniezh Etrevroadel evit mirout an Natur. »

— Lec’hienn an UNESCO, e 2021 ,

Dre se he deus goûlet an UNESCO gant Stad Vrazil degas dezhi ur studi war ar skogoù, peurgetket war an diverañ dour. Koulz lakaet : fin 2022.

Kudennoù gant an aotreoù endro

Re nebeut eo bet kemeret ar skogoù war an endro e kont gant ar c’honsortium, hervez ur studi skolveurel savet e 2016. Ha mankoù ‘zo ivez er mod da lakaat an digolloù d’an dud diwar-dro e plas.

Etre 2010 ha 2015 en doa bet ar c’honsortium da dalañ ouzh meur a skoilh digant ar justis : goûlet zo e vefe arsavet an aotre diwar-benn an endro, ha nullet e oa bet e-pad ur c’houlzad gant ar justis kevreadel abalamour ma oa bet bihanaet ar skogoù a c’helle bezañ. Evit a sell an aotre d’en em staliañ e oa bet arsavet e-pad ouzhpenn ur bloavezh gant al lez-varn kevreadel, diwar abegoù a sell ouzh an endro, ar pezh en deus graet paouez gant al labourioù e-keit-se.

Un hir a stourm evit ar familhoù bet skarzhet da zerc’hel gant o gwirioù

Ha bihanaet e vefe bet an niver a dud tapet fall gant an uzin ?

Un 359 a familhoù a vefe skoget gant ar stankell, hervez an danevell war ar skogoù war an endro embannet e 2008. Met kentoc’h e vefe kaoz eus 1.025 a familhoù, hervez ar MAB, Luskad an dud tapet gant ar stankelloù. Eus e du emañ ar c’hargad war ar fontoù e gouarnamant ar Paraná o komz eus 623 a familhoù o c’houlenn bezañ digollet. Da goulz an digoradur ofisiel e 2019 e oa ur c’hant familh en ur stad distabil c’hoazh, a ziklêrie ar MAB.

Tamalloù e vefe bet skarzhet tud ha tapet o douaroù hep rakkemenn ebet, na digolloù

Gant ar MAB zo roet da c’hoût eus istorioù familhoù bet skarzhet, hep bezañ digollet c’hoazh, e 2016 ha 2018. E 2014 e oa annezidi o tisplegañ d’ur c’hazetenner e oant en em gavet gant tud deut gant aktoù da dapout an douaroù, hep rakkemenn ebet hag o lâret dezhe e oant da lemel o loened diwar an dachenn, dindan boan da gaout telloù-kastiz da baeañ.

« Aloubet o deus [an tachennoù], n’o devoa goûlet gant den, n’o deus paeet den. Degouezhet int en ur droc’hañ ar maiz, diskar ar c’hlouedoù, laoskel al loened da dec’hout kuit, evel ma vefent bet ar berc’henned. »

— Dona Irene, komzoù dastumet gant ar mab ,

Kaoz zo gant annezidi zo eus degouezhioù ma oa bet savet muzulioù war o zachenn ha skarzhet tud hep « emglev reizh ebet en a-raok », kollet chatal, hag ur c’holl war o froduiñ.

Familhoù kollet e-kreiz tourterien

Staliet e oa bet ar chanter e 2013 e-keit na oa ket bet renket an traoù evit unnek familh hag a oa o chom war an dachenn e-lec’h ma oa al labourioù da vezañ. « Noz ha deiz e vez an dud o c’houzañv gant trouz an tarzhadennoù hag ar mekanikoù », hervez komzoù ur plac’h diwar-dro, degaset gant ar gazetenn Outras Palavras e 2014.

Krog zo gant al labourioù, diwezhat e vez an digolloù

An tabutoù diwar-benn an digolloù a oa war ar stern c’hoazh pa oa krog gant al labourioù. Hervez tud zo diwar-dro ne vefe ket a ginnigoù fetis gant ar c’honsortium ha nullet e vefe gantañ e berzh en emvodoù zo da gaout un emglev, betek ma vefe hegaset ar gouarnamant rannvroel ivez.

« N’emaomp ket amañ da gaout fent. N’eo ket sirius, emañ tout an dud o koll amzer abalamour d’ar c’honsortium. »

— Hamilton Serighelli, e karg eus ar fontoù e gouarnamant ar Paraná, e 2016 ,

Hervez ar greizenn war ar fontoù hag an aozañ kêrioù evit difenn foran ar Paraná, e miz C’hevrer 2020, diwar tost da 300 familh paket fall, 44 anezhe ne vefent ket bet digollet c’hoazh.

Start d’ar familhoù bet skarzhet da gaout lojeiz reizh adarre

Hervez ministrerezh foran stad ar Paraná, e 2017 ne oa ket lakaet ar fed e c’hellfe an dud en em adstaliañ o-unan en ur vezañ sikouret, er steuñv da « adkempenn » ar boblañs. Koulskoude e oa ar galloud da vezañ adlojet war ar maez a-stroll unan eus an traoù ret er steuñv diazez diwar-benn an endro.

Re izel e vefe bet lakaet ar priz gant ar c’honsortium da adprenañ an douaroù da gentañ ; betek 30% nebeutoc’h evit o zalvoudegezh wir, hervez ar MAB, en ur venegiñ sekretouriezh rannvroel al labour-douar, ha da embann na oa ket bet dalc’het kont eus c’hwezadur ar prizioù abaoe 2013. Kement all a oa lâret gant ar ministrerezh foran e 2016. Re difonn e vez klasket ha kinniget tachennoù d’ar familhoù gant ar c’honsortium evit adlojañ an dud a-stroll, daoust ma oa ur redi. Hervez an dud bet paket zo amañ eus un dorridigezh da wirioù an dud.

« Emañ Neoenergia,perc’henn pennañ war an uzin o tremen dreist da veur a wir d’an dud, lakaet war-wel gant Kuzul Difenn Gwirioù an Dud, en o mesk torridigezh ar gwir da gaout ur marc’hat kempouez. »

— Pennad web gant ar MAB, 2016 ,

Kalz a dud o sevel a-enep d’ar stankell

Enebiezh etrevroadel

Abaoe 2013 zo bet kalz a vanifestadegoù annezidi, evel derc’hel ar chanter, pe sez Neoenergia. D’an 31 a viz Here 2014 e oa bet dalc’het ur vanifestadeg etrevroadel e Bilbao ( Euskadi) ma oa bet ul « lez-varn war ar straedoù » o varn « torridigezh gwirioù an dud », tamallet da Iberdrola, perc’henn war Neoenergia.

Moustret an enebiezh

Diwar c’houlenn ar c’honsortium he devoa ur varnerez difennet ouzh ar MAB aloubiñ ar chanter (un dell-gastiz a 100.000 reais, lamet un toullad devezhioù diwezhatoc’h. Gant tud ar MAB zo disklêriet e vefe lakaet ar pennoù bras anezhañ da dorfedourien da-geñver manifestadegoù, se o kas da vac’hañ tud. E 2016 e kont ar MAB penaos e vefe bet tennet bombennoù daeraouiñ ha bolotennoù kaoutchouk gant polis an arme war manifesterien a oa o terc’hel ur chanter. Meur a hini a vefe bet gloazet, re all arestet.

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →