📬 Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail.
Tiez
- Roazhon Meurgêr (35). Ur c’harter nevez a vo savet war 40 devezh-arat. Padout a raio an enklask foran betek ar 7 a viz Even.
Energiezh
- Ar Folgoet (29). Kaoz oa bet dija el lizher-kelaouiñ eus ar raktres sevel panelloù-heol war douaroù laour-douar er Folgoet. Digor eo an enklask foran betek ar 24 a viz Even.
- Lokeltaz (56). Savet e vo tri zour-avel er Poulgat. Digor eo an enklask foran betek ar 26 a viz Even.
- Ar Chapel-Nevez (56). Faotañ a ra da embregerezh SARL Tinerzh implijout ur greizenn da vetanaat a lonko 52,7 tonennad danvez bemdez. Padout a raio an enklask foran betek an 18 a viz Even. Kaoz oa bet eus an embregerezh-se en enklask gouestlet d’ar metanerezh en Breizh, bet embannet e 2022, peogwir e faote dezhi pourveziñ e vetanizer gant laez ha bouedaj all.
- Plouvien (29). Kollet eo bet en 2023 e aotre sevel gant ar parkad tourioù avel en Plouvien, bet savet gant NEO Plouvien, a zo un is-embregerezh diwar Beta Energy Investments SARL. Un enklask foran a bad betek an 12 a viz Even evit ma vefe regularizet.
Sachit hon evezh !
Gouezet ho peus e kinnig ur raktres-terkañ ober an noaz d’an endro ? Skrivit deomp : contact+alerte [@] splann.org
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Lobi ar sindikat labour-douar FNSEA dre ar munut
- Article suivant: War soudardaat muioc’h-mui emañ dalc’hen an urzh e Roazhon






