Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Splann ! a sav ur bilañs spontus eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vez diskoachet penaos e c’hell gwechoù zo ar betonerezioù tremen dreist al lezennoù kêriekaat, en ur ober o mad eus servijoù ar Stad.
Padal betoniñ n’eo ket bepred un doare da reiñ ur vuhez nevez d’ar c’humunioù dre vurzhud : lod o deus gwelet niver o annezidi o vont d’an traoñ daoust da savadurioù nevez savet e-leizh.
Evit an enklask, hon eus savet ur gartenn etreoberiat evit gwellet mod resis peseurt douaroù oe bet artifisielaet war aodoù Breizh, war ur vandennad pemp kilometrad.
Dindan dek vloaz ez zo tost da 4.000 hektar a zouaroù labour ha naturel zo bet distrujet distrujet e kumunioù an Arvor, evit bezañ kêriekaet. 9% eus an aotreoù roet a zo evit an eil tiez, ar pezh a lak ar boblañs da goshaat. Padal betoniñ n’eo ket un doare da stankañ digresk demografikel ar c’humunioù-se : kentoc’h eo an distruj endroel.
Peadra zo da sevel goulennoù diwar-benn efedusted gwirion Lezenn an Aodoù. E 1986 e oa bet votet, hag 20 vloaz war-lerc’h e krog da vezañ lakaet e pleustr da vat. Un diazez lezennel efedus a-walc’h eo evit ar maered a fell dezho lakaat untermen da artifisielaat tachennoù o c’humun. Met meur a vank en doare m’eo bet savet al lezenn a ro digarez da diez-kêr zo da dremen e-biou dezhi.
Sifroù ha kartennoù diembann betek-henn a ro tro deomp da sevel bilañs an dek vloaz diwezhañ war aodoù Breizh, pezh a lak war-wel ar mankoù politikel, koulz er strollegezhioùù lec’hl hag e-mesk servijoù ar Stad.
Da vare m’emañ ar strollegezhioù lec’hel o sevel goulennoù diwar-benn an doareoù da lakaat e pleustr al lezenn Artifisielaat Ebet Rik (AER/ZAN) – ar skrid en deus da bal gwareziñ an tachennoù labour-douar ha naturel ac’hann da 2050 -, petra a c’heller soñjal diwar ar mankoù hag an dislavaroù a c’hellfe ivez lakaat en arvar efedusted al lezenn nevez-se ?
Lenn an enklask
Lenn an enklask
An enklask-se zo bet kaset da benn gant Denis Vannier ha Jérémie Szpirglas ha kenurzhiet gant Juliette Cabaço Roger. Embannet eo ivez gant hor mediaoù keveler : Radio Breizh ha Ya!.