« Altice au pays des pirates » : Sed aze anv an doser embannet e miz gwengolo gant Reflets.info. Ar gazetenn imbroudañ war internet a zo aet da lakaat e fri er fedoù lakaet war-wel a-drugarez d’ur strollad hakerien-ezed hag a denn ouzh doareoù an embregerezh liesvroadel Altice (SFR, BFMTV, RMC, i24News…) hag he ferc’henn Patrick Drahi, da sevel o c’hontoù evit servijoù an talioù. Keleier hag a lak ar miliarder e fulor-ruz. Hag hemañ neuze da dagañ ar gazetenn evit gwallerezh a-fed gwir an aferioù. Ar gwall ober-se, diazezet e doug pemp bloavezh gentañ kador ar prezidant Emmanuel Macron a zo deskrivet gant aozadurioù ar gazetennerien-ezed evel un doare d’en em zizober eus gwir ar c’helaouiñ.
D’an 10 a viz Here eo bet dislavaret Altice gant Lezvarn Kenwerzh Nanterre pa c’houlenn an embregerezh dizembann ar c’heleier war lec’hienn Reflets.info. Padal e ro urzh d’ar media « chom hep embann ken keleier nevez ». Evel ma respont kerkent ur c’hant bennag a gazetennoù, ha Splann ! en o-zouesk : « Ma teuje an dizentez-se d’ober berzh, eo kement imbrouderezh war an dachenn ekonomikel a c’hellfe mont da get. » Ar prosez- galv a vo dalc’het eta dimerc’her 23 a viz Du o tont. An SNJ, hag a vo lod er prosez da skoazellañ Reflets.info, a c’halv an holl d’en em vodañ dirak Lezvarn-Galv Versailles da 2 eur goude lein.
41
Sed aze an niver a brosezioù « minwask » a zo bet savet ouzh izili an OCCRP, ar rouedad kazetennerien-ezed oc’h imbroudañ war ar gwall-torfedoù hag ar gwallerezh er bed. Un niver dreist hervez an aozadur.