Kondaonet eo bet an embregerezh en doa savet metanizer Kastellin. Saotret e oa bet ar stêr Aon gantañ e miz Eost 2020.
E miz Gwengolo 2022 e oa bet embannet ganeomp un enklask diwar-benn ar metanaat. Eno e c’haller lenn e c’hall bezañ dañjerus an deknologiezh-se, ma ne vez ket graet mat war he zro. Pouezusoc’h c’hoazh, diskouez a rae an enklask bet skrivet gant Julie Lallouët-Geffroy ha Raphaël Baldos penaos e teufe embregerezhioù bras a energiezh da vezañ rouaned ar maezioù. Lañset e oa bet an enklask-mañ goude saotradur an Aon. D’an 17 a viz Eost 2020 e oa bet un dra a-dreuz e metanaer Kastellin (29), bet savet gant SARL Centrage biogaz e Kastellin.
« Lakaat ar c’houstoù mont en-dro da zigreskiñ »
Krouet e oa bet an SARL-se e 2003 gant embregerzh Vol-V Biomasse a ra gant energiezhioù padus. Gwerzhet eo bet hec’h iskevread, Vol-V Biomasse, d’an embregerezh Engie e 2019 gant ar pal da « lakaat ar c’houstoù mont en-dro da zigreskiñ ».
D’ar 1añ a viz Genver 2020 eo deuet Vol-V Biomasse hag Engie Biogaz da vezañ un embregerezh hepken : Engie BiOZ. Raktresoù metanaat a vez kaset ganto e Bro Frañs.
Eizh miz war-lerc’h ez eus bet dilaosket 400 m³ a zour-hañvouez er stêr Aon, e-kichen Kastellin, gant unan eus metanaerioù Engie Bioz. E meur a gumun betek Su Penn-ar-Bed eo bet saotret an dour da evañ. 180.000 den zo chomet hep dour er c’hog e-pad pemp deiz. Rediet eo bet kumuniezh kumunioù Douarnenez ha Kraozon da reiñ « tri litrad dour e boutailhadoù d’an dud bemdez », e-pad ur prantad.
150.000 € taol-gastiz, 50.000 € anezho gant goursez
D’ar Yaou 16 a viz Du 2023 eo bet kondaonet Engie Bioz gant lez-varn Kemper. Ret e vo dezho paeañ 150.000 € taol-gastiz, 50.000 € anezho gant goursez (gant ar prokulor e oa bet goulennet 150.000 € taol-gastiz ha 75.000 € anezho gant goursez).
Pal an dalc’h kroget d’an 28 a viz Gwengolo ne oa ket gouzout hag-eñ eo fall pe mat ar metanaat dre-vras. Ar pal e oa gouzout hag-eñ e oa bet graet pep tra mat a-fet surentez gant ar re a oa e-karg eus ar metanaer, ha daoust hag-eñ eo bet savet a-dreuz. Ha just a-walc’h, ne oa ket bet savet mat ar metanaer, dañjerus e oa abaoe ar penn-kentañ. Setu ar varnerien da lâret e vije tu gwelet ar gwall-reuz o tont.
Gant Dour ha stêrioù Breizh (unan eus an 13 kevredigezh o deus taget ar metanaer dirak ar justis) e oa bet sachet evezh war ar metanaer-se adalek 2018, rak ne oa ket surentez a-walc’h tro-dro d’ar gibell e-lec’h ma vije laosket an dour-hañvouez. « Ha padal n’eo ket posupl e vefe kement a vetanaerioù er memes lec’hioù. »
Lenn hon enklask war ar metanaat
Lenn hon enklask war ar metanaat