Uzin eog Plouizi : netra da c’heiñ da c’houzout evit kumuniezh kumunioù Gwengamp Pempoull
Splann ! - 03/14/2022
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Adalek ar bloaz-mañ e c’hellfe bezañ savet un uzin eoged e Plouizi (22). D’an 1 a viz Even 2021 o deus anavezet an annezidi pa z’eo bet kadarnaet ar gwerzh eus 10 hektar da embregerezh norvejian Smart Salmon gant kumuniezh kumunioù Gwengamp Pempoull. E miz Kerzu 2019 e oa bet anavezet dija gant ar c’hazetennoù arbennik.
En em aozañ a ra an arguz abaoe. Tost 200 den o doa manifestet d’ar Sul 12 a viz Kerzu 2021 war-lerc’h galv strollad Dourioù Gouez – hag a zo bet savet a-ratozh-kaer. « An tennadennoù dour zo re evit an tiriad », he doa diskleriet kevredigezh Eaux et rivières de Bretagne. Hervez ar Confédération paysanne ez eus re a zistaolioù azot ha fosfor en tiegezh-se. 8.700 gwiz a c’hell bezañ kavet e-barzh hervezi. Priz gwerzh an tachennoù (14 € ar m²) zo rebechet gant ar Confédération paysanne ivez, « ur skoazell-arc’hant kuzhet an hini eo ». Brud an eoged savet e Bro Norvej zo anavezet betek Breizh : an eoged zo leun a louzoù e-barzh, laou warno ha noazus evit ar bioliesseurter.
Teknologiezh Reciculating aquaculture systems pe RAS a vez implijet gant Embregerezh Smart Salmon. Da lavaret eo e vez adimplijet ul lodenn eus an dour e-barzh ur sistem serret. A-drugarez d’e geveler israelat Aquamaof e vez lakaet « protokolioù biodiogel resis hag ur c’hontroll endroel klok hag a servij da zilamañ antibiotikoù ha produioù kimiek ». Brabañsal a ra prezidant strollad sosialist ar c’humuniezh kumunioù Vincent Le Meaux ur raktres « agro-ekolojik ». Lakaat a ra war-wel e vo efedoù arc’hant ha krouet e vo labour. Koulskoude ne c’heller ket gwiriañ ar pezh a zo lavaret gantañ.
E-pad an hañv e c’hellfe kregiñ an enklask foran. Netra da ziskleriañ evit ar pennadurezhioù : netra da reiñ da c’houzout !
Setu niver an eoged a fell da embregerezh Smart Salmon produiñ bep bloaz e Plouisi (1.967 annezer).
« Gallout a reer keñveriañ niver hag industriezh magerezh an eoged hag hini ar moc’h. Ha me lavarfe eo gwasoc’h hini an eoged. »