Eilpennet a-grenn buhez Elodie ha Romain en un taol, d’ar Merc’her 12 a viz Ebrel 2023. An deiz-se e oa bet lâret dezho gant medisin ar vugale e Kreizenn Ospital ar Skol-veur en Naoned e oa tapet o mab Kezian (daou vloaz da neuze) gant leukemiezh. « Leukemiezh uhel mieloblastek uhel he riskloù » evit bezañ resis. Gant seurt kleñved ne vez ket kalz a chañs d’an den treuzvevañ, ma n’eo ket roet abred an diagnostik. E 2018 e oa tapet 3.428 den gant ar c’hleñved-se hervez Yec’hed publik Frañs.
Dre chañs eo aet raktal ar c’houblad kerent yaouank a-benn d’ar gudenn. « Hor mab ne zebre kazi netra ebet ken, chom a rae en diaskren war ar gourvezvank. Ha goude-se en doa kroget da c’houzañv diwar boan en e zaoulin, en e zaouilin hag en e zaouarzorn, en e gein. Ha krog an derzhienn ennañ », eme Elodie. Arouezioù kleñved dic’hortoz evit ur bugel ken leun a startijenn peurvuiañ.
Kaset eo Kezian bihan d’an ospital evit heuliañ ur protokol kimioterapiezh pounner adalek an 22 a viz Ebrel. E-doug pemp miz eo bet lakaet en ur gambr dishadenn, ha d’an 10 a viz Eost 2023 en deus bet un imboud mel eskern, a-drugarez da roadenn unan eus e c’hoarezed.
D’an 21 a viz Kerzu 2022, da lâret eo tro tri miz a-raok ma tarzhfe kleñved Kezian, e oa bet deveret kalz strilheoul diwar unan eus beolioù purerezh TotalEnergies e Donez, un daou gilometr bennak eus ti Elodie ha Romain (sellit ouzh hon enklask « Etre Sant-Nazer ha Donez emañ ar Stad o kuzhat ar saotradur »).
Ha buan-tre e savont ar goulenn : hag ul liamm a vefe etre ar gwallzarvoud-se ha leukemiezh o mab ? E-doug an devezhioù da heul ar beradur ez eus bet kaset aezhennoù benzen uhel o feur e meur a garter eus Donez. Hervez un danevell digant Ensavadur broadel an endro hag ar riskloù industriel (Ineris) bet embannet gant Splann ! ez eus bet embannet e veze bec’h ar benzen en aer e karterioù zo eus Donez en tu all da dreuzoù peurvec’h uhel degemerabl war ar bemdez e-doug ar pevar devezh da heul beradur ar strilheoul.
« N’helle den padout gant c’hwezh ar strilheoul/ Biskoazh n’em oa bet paket kement a flaer c’hoazh », eme Elodie c’hoazh. « Ne felle ket din leuskel den mont er-maez eus an ti, padal e oa ret deomp mont d’ober kefridi memestra. Neuze ‘moa lavaret d’am bugale «Chomit hep analañ, amzer deoc’h mont betek ar c’harr ! »
Skodeget eo bet Romain gant « spoue o tarnijal a bep tu a-raok diskenn war an douar, evel koabrennoùigoù el liorzhoù, ti an amezeien, er parkeier tro-dro ». Spoue enep-tangwall bet glizhennet gant TotalEnergies war ar gwiskadoù strilheoul deuet diwar ar beradur, ha bet strewet a-dreuz ar gêr gant an avel. Ar gudenn zo e kaver enno saotruzennoù a vez graet « peurbadus » outo e rumm an danvezioù kankreiat evit an dud.
Bezañ en ardizh d’ar benzen a c’hell kas d’ul leukemiezh mieloid lemm
Ha koulskoude ez eo an aezhenn benzen a zo suspedet gant ar familh, dre m’emañ er rumm kankreiatat. P’o deus graet o enklask war ar rouedad, tud-kozh Kezian o deus bet kavet liammoù etre ar benzen ha kleñved o mab-bihan.
E 2014 e oa bet embannet ur gemennadenn gant Ajañs vroadel ar surentez, yec’hed ar boued, an endro hag al labour (Anses) o kadarnaat « gant ar studioù epidemiologiezh hag ar studioù ez eus bet degaset prouennoù sklaer eus an darempred etre bezañ en ardizh d’ar benzen hag al leukemiezh, al leukemiezh mieloid dreist-holl ».
Hag-eñ e c’hell ul leukemiezh bezañ loc’het e korf ur babig bihan, un nebeut mizioù goude bezañ bet en ardizh da liveoù benzen uhel-mat e-doug meur a zevezh ?
Douetus eo, hervez tri medisin eus Pennospital Añje bet goulennet gant Splann !, padal ez eo kadarnaet ganto « ez eus elfennoù sklaer diwar-benn al liammoù etre bezañ en ardizh pell amzer ouzh ar benzen d’ur feur uhel-mat, hag ar riskl da bakañ ul leukemiezh mieloid ».
Mennet eo Elodie ha Romain da zirouestlañ kevrin kleñved o mab. Met fellout a ra dezho da gentañ penn me vefe kelaouet ha gwarezet annezidi Donez diouzh beradennoù diniver ar burerezh. « Poan ‘meus krediñ e vefe chomet ar veradenn-se hep bezañ kemeret a-barfeted, pa n’eo ket bet lâret d’an dud diwall o bugale, ha da vont da welet ur medisin kenkaz ma vefe arouezioù kleñved », a lâr deomp Elodie, brouez en he mouezh.
Padal e oa bet lâret gant ar prefeti « ne oa ket riskl ebet evit yec’hed an dud » an devezh warlerc’h e vefe bet eus ar gwallzarvoud. Hervez an ti-kêr ne oa ket poellek lakaat e plas he sistem evezh dre SMS. Klasket hon eus sevel goulennoù da dTotalEnergies a-hed hon enklask met n’hon eus ket bet respontoù.
Mut e chom Ajañs ar yec'hed e-tal anken tud Donez
Ha c’hwitet e vefe bet gant Ajañs Rannvroel Yec’hed (ARY) Broioù al Liger en e gefridi e gwareziñ tud ar vro ? Ken abred hag ar 27 a viz Ebrel 2023, e-keit ma oa bet roet da Gezian dozennoù kentañ e gimioterapiezh, e oa bet kaset gant e dud-kozh ul lizher d’an ajañs, kement ha lakaat anezho war evezh war stad o mab-bihan. Souezhet e oant dre « ma ne oa muzul gwarez ebet na muzul kelaouiñ d’an dud bet lakaet e plas. Direspont eo chomet o fostel ».
D’ar 25 a viz Gwengolo ar bloaz-mañ hon eus savet ur goulenn dan ARY ivez : « Dre ma oa aet ar riskloù evit an annezidi en tu all d’ar pezh a c’heller degemer da heul ar veradenn strilheoul hag e-doug pevar devezh, an dra-se n’eo ket trawalc’h evit staliañ un heuliañ yec’hed evit annezidi Donez ? Peseurt respont a c’hellit degas d’ar familhoù lakaet nec’het evit o yec’hed ? »
Respont ebet c’hoazh d’hor goulennoù, daoust m’hon eus adkaset anezho. Goulennoù hon eus savet ouzh ar prefeti ivez ha n’o deus graet nemet kaset deomp ur gemennadenn kaset d’ar gelaouennerien hep tamm respont resis ouzh hor goulennoù.
N’eo ket souezhet kement-se Marie Aline Le Cler, prezidantez ar gevredigezh evit difenn annezidi Donez, gant an diouer a gomzoù, ha mantret eo gant « an diouer a strivoù » digant an ARY a-hed an afer. « Bet eo an ajañs o kemer perzh e pep emvod ar bodad dienkañ bet staliet war-lerc’h gwallzarvoud an 21 a viz Kerzu 2022. Ret e vefe bet dezho kelaouiñ medisined ar c’harter, d’an nebeutañ, e oa bet eus ur saotradur diwar benzen. »
Ouzhpenn da-se ec’h en em c’houlenn an AEDZRP petra ‘vo an dilerc’hioù war yec’hed an dud goude ma vefe bet meur a wech feurioù uhel a venzen bet muzuliet en aer e kêr Donez. D’ar 26 a viz Gouere diwezhañ o deus bet kelaouet an ARY ivez. En aner betek-henn.
Evit klask reiñ d’an annezidi un tamm sklerijenn diwar-benn pouez ar saotradurioù deuet diwar ar burerezh war yec’hed an dud, ez eus bet aozet gant ar gevredigezh un emvod foran d’ar 15 a viz Here, da 6 eur 1/2 diouzh noz, e sal liesimplij ti-kêr Donez. Eno e vo tud ha tud-kozh Kezian.
Adkavet e startijenn gant ar paotr bihan, met dishadenn eo abalamour d’ar c’himioterapiezh, ha ret e vo dezhañ gortoz tri pe pevar bloaz a-raok ma c’hellfer lâret ez eo pareet da vat. Evit-se e chom nec’het e dud, rak aon un adfall eus e gleñved. Ha nec’het int ivez evit Gabrielle, o merc’h bet ganet bloaz zo. « A-boan m’he deus terzhienn, n’hellan nemet soñjal e kleñved hor mab », eme c’hoazh Elodie, torret he mouezh gant ar from.
Boest du
Klasket hon eus mont en darempred meur a wech gant Ajañs rannvroel ar yec’hed (ARY) met n’he deus ket bet c’hoant respont d’hon c’houlennoù. Ur respont hon eus bet dre bostel digant prefeti Liger-Atlantel. Lâret eo bet deomp lenn ur gemennadenn kaset d’ar gelaouennerien hep respont resis d’hon c’houlennoù diwar-benn kleñved Kezian. Gall a rit lenn ar goulennoù hon eus savet dezho amañ.
Kaset hon eus ivez goulennoù da vedisined ospital Anjev ivez. Gall a rit lenn o respont a-bezh amañ.
Titouroù da gas deomp ?
Kasit ur postel da contact [@] splann.org evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.
- Article précédent: Peseurt raktresoù 'zo tro-war-dro e Breizh e miz Gwengolo 2024 ?
- Article suivant: En ur c'hoant mont a-enep d'an ekologiezh politikel e vez kontet gevier gant Woessner ha Seznec
Koumanantit d'hon c'heleier
Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo !
En ur lakaat ma anv evit lizher-kelaouiñ Splann ! e asant din e vo implijet ar roadennoù personel am eus pourchaset (chomlec'h postel) da-ge