📬 Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail.
Energiezh
- Cesson (35). C’hoant he deus an embregerezh CPV Sun 40 lakaat panelloù heol war 12 devezh-arat e Les Vignettes. An enklask foran a zo digor betek an 22 a viz Du.
- Sant-Maloù (Saint-Malo 35). Savet e vo ur greizenn panelloù heol gant an embregerezh CPV Sun 40 e La Janais war 11 devezh-arat. An enklask foran a vo betek an 22 a viz Du.
- Illifav (22). Raktreset eo sevel ur park tourioù avel. An enklask foran a vo e-tre ar 5 a viz Du betek ar 6 a viz Kerzu.
Kêriekaat
- Saint-Berieu (Sant-Brieg, 22). Cheñchet e vo steuñv kêriekaat evit treuzfeurmiñ 3 964 m² douaroù naturel e takad kenwerzh La Bauchée. Goulennet e vez ivez gant ar gumuniezh kumunioù e vefe aotreet ar savadurioù betek 30 m e karter Balzak, a zo e bord traonienn ar Gouedig, war 0,32 devezh-arat. Gant aotrouniezh an endro eo bet lâret e vo sur-walc’h cheñchet re an dremmwel gant seurt savadurioù. An enklask foran a zo digor betek an 8 a viz Du.
- Kemper (29). Adwelet e vo ar steuñv diwar-benn ar beuzadennoù eus kumunioù Kemper, Gwengad hag An Erge-Vras. An enklask foran a zo digor betek an 19 a viz Du.
- Brest (29). Raktreset eo ober un takad ekonomikel e Lanvian war 85 devezh-arat. Dastumet e vez ali an dud betek ar 6 a viz Kerzu. Un emgav publik a vo d’an 2 a viz Kerzu e Sant-Divi.
Industriezh
- Kemper (29). Embregerezh Polaris he deus ar raktres da implijout produioù eoulek graet gant bezhin pe pesked e-lec’h implijout dour-tan. Ar produioù eoulek-se a zeu eus e uzin er Forest-Fouenant. Roit hoc’h ali betek ar 5 a viz Du.
- Ar Menez (22). C’hoant he deus embregerezh Elavon e vefe brasaet hec’h uzin produiñ eoul kolza hag eoul tro-heol da 55 tonen bemdez, war kumun Ar Menez. Moaien zo reiñ hoc’h ali betek an 18 a viz Du.
Atantoù XXL
- Plougerne (29). Un atant desevel moc’h en deus c’hoant mont war vrasaat. Goulennet e vez ali an dud betek an 21 a viz Du.
- Grace (22). Un atant desevel moc’h en deus c’hoant mont war vrasaat. Goulennet e vez ali an dud betek ar 5 a viz Du.
Mein-gleuz
- Lokournan (29). Goulenn a ra embregerezh Guena un aotre evit kenderc’hel da zenañ granit e mein-gleuz Tregorf war 42 devezh-arat. Ouzhpenn he deus c’hoant kreskiñ war 20 devezh-arat. An enklask foran a zo digor betek an 16 a viz Du.
Sachit hon evezh !
Gouezet ho peus e kinnig ur raktres-terkañ ober an noaz d’an endro ? Skrivit deomp : contact+alerte [@] splann.org
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Peseurt plas evit an natur gouez e Breizh ?
- Article suivant: [Titouroù « Splann ! »] Taget eo en-dro maer Lanniliz, Jean-François Tréguer, gant ur gevredigezh enepgoubrenerezh






