Video eus Morgan Large goude ma’z eo bet taget un eil gwech
Splann ! - 04/03/2023
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Divontet e oa bet adarre rod karr-tan Morgan Large, kazetennerez hag ezel eus Splann !, d’ar 25 a viz Meurzh, da lâret eo daou vloaz rik goude ar wech kentañ. Un nebeud devezhioù war-lerc’h o doa klasket tud mont tre e studio Radio Kreiz Breizh (RKB) e Rostrenenn.
Chom mut ha mont war-gil ? Dibosupl ! Diskouezet ez eus bet mat gant Nicolas Legendre eo re bouezus ar pezh a c’hoarvez war maezioù Breizh. Evit ar re a vefe douetañs ganto c’hoazh, ar fed e vefe taget un eil gwech hon c’henlabourerez Morgan Large lak a ra da soñjal pegen galloudus eo tud zo er vro.
Daou vloaz rik goude bezañ bet divontet rod he c’harr-tan e-pad an noz dirak he zi, setu he rod divontet en-dro ur wech all dirak he zi. Lakaet eo bet buhez Morgan en dañjer div wech. Ober an dra-se zo feuls-kenañ, tost ken feuls ha kaout ur bistolenn lakaet warni. Gwashoc’h c’hoazh : se zo un doare da lakaat an dud da gaout aon, dezhi met ivez d’an holl o defe c’hoant kelaouiñ pe mont a-enep ur sistem. Evel-just, e Splann !, e vez graet al liamm etre labour kazetenniñ Morgan Large hag ar pezh zo bet c’hoarvezet ganti.
Fellout a ra deomp e vefe mod-all… Met setu ar goulenn : pet kazetenner zo bet miret outañ d’ober e labour pe lakaet e dañjer ? Betek pelec’h e vo laosket gant ar Stad seurt traoù da c’hoarvezout ? C’hoant he deus Splann ! da genderc’hel gant he labour ha lakaat war wel an doare-se d’ober. Mersi bras evit ho souten d’an holl vMorganed Large a zo er bed hag o deus ezhomm ac’hanoc’h. Ne c’hallfe ket Splann ! mont war-raok hepdoc’h.