Mengleuzioù pistrius e Breizh

Célia Izoard, Morgan Large, Catherine Le Gall - 11/22/2024

Digoradur

Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e Kreiz-Breizh. Ha war vrasaat e ya c’hoazh : nevez zo he deus bet un aotre evit digeriñ ur poull ouzhpenn, un toull bras-divent a 80 metrad donder evit gellet tennañ an andalouzit, un danvez a zalc’h ouzh temperadurioù uhel-kenañ, hag implijet evit sevel fornioù industriel, e-touez traoù all.

N’eo ket souezh m’eo bet roet asant ar pennadurezhioù, dre ma klot gant reneveziñ ar mengleuziañ evel ma fell d’ar gouarnamant. Heuliet eo a-dost an teuliad-se, koulz gant Imerys ha gant hec’h enebourien, rak talvoudus eo evit tud pell-mat diouzh Breizh.

Diouzh he zu emañ an embregerezh etrevroadel o kuzhat efedoù gwirion ar mengleuziañ, oc’h implijout geriennoù daou-duek, en ur venegiñ stad biologel a-zoare lec’h ma kaver saotradur kimiek. Betek lavaret n’he deus efed ebet. Evit mont betek penn ar wirionez he deus fellet da Splann ! ober dielfennadurioù hon-unan ha prouet eo bet ar c’hontrol. E naoz ar stêr ez eo tolpet ar metaloù pounner, ha betek 60 gwech al live dave.

Annezidi zo o deus bet klasket stourm, met strizh eo dezho o frankiz, dre m’eo stag da vat kumun Groñvel diouzh Imerys. N’hell den eno ober hepto, implijerez eo an embregerezh, hag arc’hantaouiñ a ra ar c’hevredigezhioù sport, re an endro, ha reiñ a ra ur vro d’an tiriad.

Meur a ard a vez dispaket gant Imerys evit reiñ diouti skeudenn un embregerezh familh, e penn a-raok ar mengleuziañ « made in France ». Padal n’eo e gwirionez nemet un impalaeriezh finañs perc’hennet gant kevranneien e penn ur fortun vat a vilionoù euroioù.

War-gresk e ya an enebiezh ha muioc’h a drouz a ra. War ar stern, ur vanifestadeg evit ac’hubiñ tachenn ar vengleuz a zo da vezañ dalc’het d’ar Sadorn 23 a viz Du, douget gant ar gevredigezh les Soulèvements de la terre ha gant lod eus tud ar vro. Aketus-bras emañ Imerys pen ur welet al luskad o sevel. M’eo kreñv al luskad e vo efedoù war hollad adlañs ar mengleuziañ er Frañs, ha dreist-holl war raktres ar vengleuz lithiom bras-divent e departamant an Allier. Ur raktres douget gant Imerys just a-walc’h.


Mont pelloc'h

Petra eo hon youl ?.

Falloc’h-fallañ ar jeu gant an endro er bed. Hag e soñj deomp eo ar c’hazetenniñ un ostilh da cheñch an traoù. Da dud ar vro da implij an titouroù embannet ganeomp a-benn bountañ war dilennidi ha kannaded

Arc’hantaouiñ

Paeet eo bet al labour-mañ 100 % gant tud voutin, dre chekenn pe dre al lec’hien Donorbox. Enklaskoù nevez ‘vo tu lañsan gant ar pezh ‘vo roet ganeoc’h. Tu zo tennañ 66 % eus an arc’hant roet diwar an talioù. Evit un donezon 100 € e vo paeet e gwirionez 34 € hepken ganeoc’h.

Ganeomp ne vo ket degemeret muioc’h a 10 % eus hon arc’hant digant ar memes kevredigezh pe aozadur : sed aze un doare da chom dieub ar muiañ posupl. Yalc’hadoù ivez na vezont ket digemeret ganeomp.

Enklask kaset da benn gant ar gazetennerien :
Morgan Large
Célia Izoard
Catherine Le Gall
skoazellet gant :
Julie Lallouët-Geffroy
Mersi bras da :

Sten Charbonneau evit an droidigezh, Aurélie Calmet evit an tresadennoù ha Claire Simonin evit hec’h adlenn alvokadez.

Hor c'hevelerien