- Article précédent: An notenn o tiskuliañ penaos e vez taget kelaouennerien Vreizh gant an agrobusiness
- Article suivant: An enklask dre video : Plouvorn hag he 80 000 pemoc’h
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Pell mat eo Cooperl hiriv an deiz diouzh ar strolladig 25 saver moc’h en deus savet anezhi. Deuet eo da vezañ ur gompagnunezh etrevroadel.
N’eo ket efedus a-walc’h ar pezh a vez graet gant ar Stad evit ma vefe digresket ar c’hementad bezhin glas, hervez lez-varn Roazhon.
Desachet eo bet kalz a dud gant ar film «Ar bezhin glas» e Breizh. Er memes koulz eo bet embannet un diviz pouezus gant lez-varn velestradurel Roazhon d’an 18 a viz Gouere : lâret eo bet ne vez ket graet trawalc’h a draoù gant ar Stad evit ma ne vefe ket lanvioù glas ken.
Douget e oa bet klemm gant Dour-ha-stêrioù Breizh, hag en doa douetañs e vefe efedus ar muzulioù lakaet e plas goude prosez miz Du 2021. Sañset e oa ar Stad kreñvaat ar muzulioù rannvroel a-enep d’ar bezhin glas.
N’eo ket trawalc’h ar muzulioù-se neuze hervez al lez-varn velestradurel, pa vefe e-keñver ar sifroù, pe e-keñver efedusted ar c’hontrolioù. Rediet e vo ar stad da lakaat traoù nevez e plas er mizioù da zont evit ma vefe doujet ouzh ar c’hementad azot en dour, hervez ar pezh zo bet lâret gant ar skiantourien.
Aet eo ar maout ivez dirak al lez-varn gant kevredigezh Sauvegarde du Trégor-Penthière-Goëlo. Goulennet e oa bet gant ar prezidant, Yves-Marie Le Lay, e vefe roet arc’hant evit dic’haouiñ tout an natur zo bet distrujet e Bae Sant-Brieg. Kondamnet eo ar Stad da «lakaat e plas muzulioù evit ma vo dic’haouet an natur hag ar vevliesseurted».
Evit hen ober eo dav da brefed Aodoù-an-Arvor rediañ al labourerien-douar a zo war dachenn mirva naturel Bae Sant-Brieg da zigreskiñ o dilaoskadennoù azot. Ha neuze e vo dav d’ar prefeti kontroliñ anezho alies. Da heuliañ.
Sellit ouzh an dielloù justis amañ :
Lennit hon enklask « Moc’h fall »
Lennit hon enklask « Moc’h fall »