Kendalc’het ‘vez gant Inès Léraud ha Kristen Falc’hon da enklaskiñ war afer Landunvez (29), ha traoù ‘zo da lâret c’hoazh !
Embannet eo bet gant Splann ! enklask Inés Léraud ha Kristen Falc’hon d’ar 26 a viz Gouere 2022. Displeget gante pegen tort e ‘oa ar jeu gant enklask foran diwar-benn raktres Avel vor e Landunvez (29), a oa sañset da sikour ar Stad d’ober e soñj war an afer. C’hoant ‘noa an atant sevel moc’h mont war vrasaat abaoe 2015. Goulenn a ra an aotre da broduiñ 26 600 pemoc’h bep bloaz.
Gant Prefed Penn-ar-Bed eo bet aotreet ar raktres d’an 10 a viz Du, en desped da ali kevredigezhioù lec’hel hag a ra war-dro an endro.
Skrivet ‘zo bet un eil pennad gant Inès Léraud ha Kristen Falc’hon, embannet gant Mediapart. Sed aze da lenn un istor un tamm droch… Klozet e oa bet ter zraezhenn Landunvez abalamour da saotradur eus loustoni kaoc’h. Hervez an ti-kêr e teufe ar saotradur-mañ eus… kaoc’h goueledi. Embannet eo bet an titouroù-se gant an Télégramme. Hervez Michèle Gourmelon, skiantourez en Ifremer (Institut français de recherche pour l’exploitation de la mer), ha ‘neus krouet an ostilhoù da vuzuliañ ar saotradur-se, n’eo ket gwir tamm ebet an titouroù-se.
Lobby ar pemoc'h hag interestoù all
Kaoz ‘zo ivez e pennad hon c’hazetennerien eus muzulioù bet jedet gant un den o chom er gumun. 100 gwech muioc’h a saotradur eget ar pezh ‘zo aotreet ‘zo bet kavet gantañ er stivell kichen ti-feurm Avel vor, hag a red betek ar mor ‘zo 100 metrad pelloc’h.
Sindikad dour Bro-Leon izel (SEBL) ‘neus ket a ditouroù war ar gudenn-se, padal eo sañset bezañ e-karg eus teurel evezh war saotradur an dour. Ha moarvat n’eo ket sklaer pep tra eus tu ar sindikad-mañ… « Tud eus lobby ar pemoc’h ‘zo ‘ba ensavadurioù demokratel e karg d’an dour hag an endro », eme Armelle Jaouen, kuzulierez e Kumuniezh Broioù an Iroise er pennad.
Lennit hon enklask « Moc’h fall »
Lennit hon enklask « Moc’h fall »