Goude bezañ bet kondaonet evit tapout interestoù eneplezenn e 2022, setu an hini a zo ivez prezidant kumuniezh kumunioù bro an Aberioù (29) da vezañ taget en-dro gant AC !!. Gant ar gevredigezh enepgoubrenerezh-mañ (pe anti-corruption e galleg) eo bet douget klemm a-enep da Jean-François Tréguer d’an 22 a viz Here. Hervezi n’en deus ket diskleriet maer Lanniliz tout e interestoù d’an Aotrouniezh uhel an treuzwelusted evit ar vuhez foran.
D’an 22 a viz Here 2024 eo bet douget klemm gant ar gevredigezh enepgoubrenerezh AC !! a-enep da Jean-François Tréguer, maer Lanniliz (tu-dehoù) ha prezidant kumuniezh kumunioù bro an aberioù, e norz Penn-ar-Bed. Resevet eo bet ar c’hlemm gant lez-varn Brest (29). Rebechet e vez d’an dilennad « mankadennoù en e ziskleriadenn interestoù d’an Aotrouniezh uhel an treuzwelusted evit ar vuhez foran (AUTVF) ».
Hervez al lezenn e oa sañset Jean-François Tréguer d’ober an diskleriadenn-se dav viz goude bezañ bet dilennet prezidant ar gumuniezh kumunioù. Embannet e vez an titouroù diskleriet d’un doare foran, evit ma c’hallfe an holl keodedourien lenn anezho.
« Adalek fin 2020, an holl prezidanted kumuniezh kumunioù eus Penn-ar-Bed o doa graet o diskleriadenn, eme ar gevredigezh AC !!, nemet an aotroù Tréguer hag an aotroù Troadec (maer Karaez). »
Mankadennoù en diskleriadenn
Titouret a-drugarez da sacherien evezh, ar gevredigezh AC !! he deus douget klemm ur wech gentañ a-enep da Jean-François Tréguer e miz Even 2023 evit bezañ chomet hep ober e ziskleriadenn.
Hervez an den e karg eus an doser er gevredigezh, « a-drugarez d’ar c’hlemm-se eo bet embannet diskleriadenn interestoù Jean-François Tréguer [gant an deiziad miz Ebrel 2022]. Hag un eil diskleriadenn evit difaziañ an hini gentañ, e miz Eost 2024 ».
Met n’eo ket echu an istor : setu ar gevredigezh AC !! da wiriekaat tout ar pezh a zo bet diskleriet gant an dilennad. Ha dezhi da gavout meur a vankadenn. Douget eo bet klemm en-dro neuze e miz Here 2024.
Diskleriet eo bet gant Jean-François Tréguer bezañ prezidant eus Fredon Bretagne, ur gevredigezh a ra war-dro ar plantennoù e Breizh. Met ne vez ket diskleriet gantañ ez eus un is-gevread gant Fredon Bretagne anvet Proxalys Environnement. « Ur c’habined kuzuliañ a zo paeet evit labourat er c’humunioù hag er gumuniezh kumunioù », eme AC !!.
War lec’hienn Proxalys e c’hallomp lenn e labouront evit kêr Montroulez, Sant-Maloù, Redon, Gwenned pe c’hoazh tolpad-kêrioù An Oriant ha Rannvro Breizh.
N’en deus ket diskleriet kennebeut Jean-François Tréguer bezañ bet e penn an SAS Adventiel Immo e-tre 2014 ha 2020. Un SAS gant ur c’hapital sokial eus 4 milion a euroioù hag a reiñ labour d’ur c’hant den bennak. Padal int rediet an dilennidi da ziskleriañ o c’hargoù betek pemp bloaz a-raok deiziad an diskleriadenn.
Kondaonet evit tapout interestoù eneplezenn e 2022
N’eo ket ar wech gentañ e ya Jean-François Tréguer dirak lez-varn Brest. E 2022 e oa bet kondaonet evit tapout interestoù eneplezenn gant un taol-gastiz 5.000 €, 2.000 € anezho gant goursez. Ar c’hlemm a oa bet douget gant Anticor, ur gevredigezh all enepgoubrenerezh.
« Rebechet e vez dezhañ bezañ votet diwar-benn un afer douaroù, e-pad kuzul ar c’humunioù d’an 30 a viz Genver 2020 e Plabenneg. Met lod eus an douaroù-se a oa dezhañ. Neuze ne oa ket sañset da votiñ », a gonte deomp kazetennerien France Bleu.
D’ar poent-se e lâre Jean-François Tréguer ne oa bet gounezet arc’hant ebet gantañ gant an istor-se. Meur a vaer all o doa soutenet anezhañ. Klasket hon eus sevel goulennoù dezhañ met n’hon eus bet respont ebet ar wech-mañ.