Metanaat, yec’hed mat !

09/19/2022
Julie Lallouet Geffroy
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 11 mn lenn

Ar staliadurioù metanaat a lonk ur meskaj distaoladennoù disheñvel, gant orinoù liesseurt, dañjerus a-wechoù. Ma n’eus ket bet kemennoù diwall groñs c’hoazh betek hen e vez chalet tud zo gant ar riskl da strewiñ kleñvedoù. Daoust da se en devez darn vrasañ ar metanerezioù un aotre kuit dezho da yec’hedusaat al lastez, a-benn suraat an dilaoskadennoù dañjerus ha klañvuzennnoù enno.

 

  • Metanaat a zo pimpatrom ar c’hluster pa gas lastez disheñvel a orin eus kalz lec’hioù.
  • Tost d’an holl metanerezioù ’vez roet un aotre dezho kuit da suraat al lastez dañjerusañ, an distaoladennoù loened.
  • Ar riskloù yec’hedel a zo liammet d’ar pezh meskaj lastez implijet er metanerezioù n’int ket anavezet c’hoazh, met ar bennaenn diwall (principe de précaution e galleg) n’eo ket lakaet en pleustr tamm ebet

En ur lenn listenn an danvezioù ac’h afe da vagañ metanerez e amezeg e oa deuet c’hwezenn da Dominique Minard, desaver loened. El linenn diwezhañ e kaver « 1 700 tonennad danvez kaoc’haj », da lâret eo stomogoù ha bouzelloù loened lazhet el lazhti e-kichen, 1,2 km eus e atant. Ar bouzelloù-se a zo danvez dañjerus. Restachoù louzeier a vez enno, louzeier bet lonket gant al loened a-hed o buhez e-giz al louzoù antibiotek. Klañvuzennoù a bep seurt a vez enno ivez, ha lod anezho a c’hell degas kleñvedoù.

Dominique Minard, desaver saout ha moc’h e Tremorè (Trémorel) e kreisteiz Aodoù-an-Arvor en deus bet talet ouzh seurt kleñvedoù. En 2018 e varv meur a vuoc’h dezhañ, lod-all a goll o leueioù. « Etre Mezheven ha miz Gwengolo e oa bet kollet 14 leue gant ar saout ha seizh buoc’h a oa marvet», a gont-eñ deomp. Ha se a-raok ma ne vefe savet ar vetanerez. Goude dielfennadenn e oa bet diskoachet an derzhienn Q. Ar c’hleñved-se a vez kavet alies er chatalerezhioù, distaoladennoù loened a gas ar vakterienn abeg d’an derzhienn-mañ. Mont a ra dre an aer, diouzh an avelioù, ha kat eo da vont 80 km tro-dro, peadra da ober drastoù en atantoù tro-war-dro.

Un taol fall evit an ti-feurm a vo meur a vloavezh a-raok ma vo tremenet se. Pa voe gouvezet gant al labourer-douar hag gant e dad-kaer Serge Lemaître, pehini a zo o chom war al lec’h, e oa ar memes materi kaoc’haj a vez o vouetañ metanerez an amezeg, hag ar materi a vo produet diwar ar metanaat, an dijesta, an hini a vo skuilhet war an douaroù, e oa savet fulor enne. Gwelet a reont drama 2018 o tont war wel endro. Goulenn a reont un ali arbennikour evit gouzout daoust ha dañjerus eo ar raktres evit o loened hag o atant.

« Implij danvez kaoc’haj ha teil al lazhtiez a lak da greskiñ ar riskloù war ar yec’hed »

En 2020, Alban Charrette, mezeg al loened evit ur c’henstroll desaverien, Seenovia, er Maine-et-Loire a deu war al lec’h ha hemañ da stadañ : « Kentañ tro e oa din e vefe goulennet diganin reiñ un ali war an noazusted war ar yec’hed evit ur raktres metanaat», en deus soñj c’hoazh daou vloaz goude. En danevell savet gantañ e skriv : « Implij danvez kaoc’haj ha teil al lazhtiez a lak ar riskloù war ar yec’hed da greskiñ kalz. Ar saout lazhet a deu eus kalz tiez-feurm disheñvel, gant statudoù yec’hed n’hellint ket bezañ anavezet war ar prim gant an dud o vouetañ ar vetanerez. »

La députée PS d’Ille-et-Vilaine Claudia Rouaux alerte le préfet de Bretagne Emmanuel Berthier sur la construction de l’unité de méthanisation de Breizh collectif énergies, à Trémorel, en novembre 2020. Elle cite dans son courrier l’alerte du vétérinaire Alban Charrette, lancée suite à la visite de ce dernier chez l’éleveur Dominique Minard.
Depuadez PS Il-ha-Gwilun Claudia Rouaux ‘zo bet o sachañ evezh prefed Breizh Emmanuel Berthier ouzh raktres ur vetanerez gant Breizh Collectif Energie, e Tremorel, e miz du 2020. Adlâret ganti ar pezh ‘oa bet skrivet gant medisin al loened Alban Charrette, da c’houde ‘oa bet-eñ o kejañ ouzh ar paizant Dominique Minard.

Bep bloaz e vez lazhet 48 000 tonennad loened e lazhti SVA Tremorae, etre Sant Brieg ha Roazhon. Loened eus degadoù a atantoù disheñvel, kaset dre gamion eus a bep lec’h en departamant ha pelloc’h c’hoazh. Stomogoù al loened a vo lakaet e-barzh ar vetanerez e-kichen rak dilaoskel a reont kalz a vetan. Mesket gant aozennoù all, evel restajoù an edeier da skouer, setu ma produo metan. Met tout al lastez n’aio ket da ober gaz, pell ac’han. Danvez solut pe dourek a chomo : an dijesta. Skuilhet e vo war ar parkeier e-giz temz. Evel-se ec’h adkaver klañvuzennoù, restajoù louzeier, metaloù pounner, pestisidoù, deuet tre er vetanerez, war ar parkeier, gant kudennoù saotradur d’an amoniak ouzhpenn war ar marc’had (lennit an enklask war an amoniak). Ar materi ne steuziont ket kuit gwezh ebet a-hed an argerzh (processus e galleg). Met pourmen a reont eus ur menaj d’egile, degadoù a gilometradoù pelloc’h, en ur dremen dre al lec’h meskañ bras m’eo al lazhti. Al lec’h-se just a-walc’h a zo ul lec’h eskemm pouezus evit un toullad klañvuzennoù, ar vetanerez a zastum tout e lastez. Ur c’hluster da vezañ.

Seul liesoc’h orin al lastez, ha bras ar c’hementadoù, seul startoc’h e vez gouzout orin pep lastezenn ha seul uheloc’h ar riskloù war ar yec’hed eta. Kizidikaet eo bet sektor an desaverezh d’ar sujed-se koulskoude. Dindan kazelge ar c’hleñvedoù-red e vez ar c’hrevier yer rak grip al laboused aliesoc’h aliesañ. Tost da 1 400 lec’h kontamniñ a zo bet kavet ha 16 million a yer lazhet etre miz Du 2021 ha miz Mae 2022.  An takadoù da evezhiañ berrbad dibabet gant ar prefeded da derriñ red ar viruz a oa bet ledanaet tamm-ha-tamm e-pad an hañv, ken m’eo goloet Breizh gant an takadoù-se bremañ. Er memes koulz eo distroet bosenn ar moc’h, e Bro Italia evit poent. N’eus ken nemet un diskoulm a-benn preven evit poent : lazhañ. E miz Mezheven 2022 e oa bet lazhet ur million a benn-moc’h.

Hag ar c’hleñvedoù da bourmen muioc’h muiañ

Skuilhañ an dijesta a c’hellfe bezañ an elfenn o strewiñ kleñvedoù evel an derzhienn Q, azoniad (syndrome) treuzgenel skevent moc’h, met ivez kleñved botul. Ar c’hleñved marvel-se ne vez ket kavet e kalz lec’hioù, met chalet bras e vez an dud rak ur c’hresk e miz Mae 2020, dreist-holl e Breizh gant c’hwec’h chatalerezh kontamnet. Kleñved botul, pe ar votulegezh a bourmen dre teil ar yer dreist-holl. « Trawalc’h eo d’ur yar marv tremen hep gouzout d’an dud gant ar votulegezh ha setu kontamnet un tropellad saout a-bezh », a zispleg deomp Alban Charrette. Un dakenn dour e laneier ul lazhti hag ur vetanerez.

Ma vez eus ar c’hleñvedoù-se e toull-nor ar vetanerez e c’hellfe a-walc’h chom c’hoazh ur wech er-maez. « Goulakaat a reer e chom ar derzhienn Q daoust d’ar metanaat, studiadennoù a zo kaset da benn c’hoazh war ar c’hleñved-se, met ivez war torzhellegezh (tuberculose) ar saout, eme medisin al loened da resisaat. Kuit da gaout kleñvedoù o strewiñ en atantoù e vez diwall bras gant ar velestradurezh war an danvez. Evit poent bepred, n’eus ket bet lakaet war wel treuzkas ar c’hleñved dre skuilhañ an dijesta goude metanaat. »

190601 - Splann ! Aile Etude sur les enjeux sanitaires liés à la méthanisation des effluents d'élevage et à l'épandage de digestats vieilli

Ur vevenn ’zo lakaaet sklaer gant ar reolennadurioù. Da gas kuit ar c’hlañvuzennoù e tle an danvez kaoc’haj, an hañvouez hag an teil bezañ yec’hedusaet, da lâret eo tommet da 70°C e-pad un eurvezh. Met lod a chom bepred. Hag aotreoù liesseurt a gaver. Aotreoù liesseurt. Yec’hedusaat n’eo nemet pa vez ouzhpenn 30 000 tonennad lastez, eus al loened pe ar plant, bevezet gant ur vetanerez, pe c’hoazh ma vez ouzhpenn dek ti-feurm o pourveziñ al lastez. Padal, tost d’an holl staliadurioù e Breizh a zo dindan ar vevenn-se, kuit da gaout da baeañ mirout ar meskaj e-pad un eurvezh da 70°C. Ajañs lec’hel an energiezh, pe Aile (Agence locale de l’énergie e galleg), a vez oc’h heuliañ un toullad mat ar raktresoù er vro a embann en ur studiadenn en 2019 : « Ar yec’hedusaat […] n’hall ket bezañ graet ez-armerzhel». Da lâret eo e vo ret dibab ma vo talvoudus da c’hounez arc’hant pe surentez a vefe.

Diorren an harzusted d’an antibiotikoù

« Ar metanaat n’eo ket un diskoulm yec’hedel, n’eo ket bet soñjet gant ar pal-se », a dalc’h deomp da soñj Anne-Marie Pourcher, enklaskerez en Inrae e Roazhon. An arbennigourez war ar c’hlañvuzennoù er metanaat a zispleg ne sikour ket an deknologiezh-se stad yec’hedel al labour-douar hirie an deiz, ha n’a ket war washaat gant se e-keit ma vez doujet d’ar bevennoù. Met evel m’eo bet gwelet ganeomp abretoc’h, n’eus redi ebet d’ar yec’hedusaat peurliesañ, ha gant se ne vez ket graet.

Ouzhpenn da-se e teu war wel ankenioù en danevell skiantel. Ur studiadenn bet kaset da benn e Norvegia a ziskouez e kaver microsaotrerien en dijestaoù skuilhet hag hervezi e c’hell « a-wechoù, diorren saotrerien e-pad ar prantad metanaat ». En ur c’hinnig tezenn en 2017 e skriv an Irstea – deuet da vezañ an Inrae abaoe – : « Distro an dijesta d’an douar war ar parkeier, war ar praderier a c’hell degas ur strewiadur elfennoù klañvus en endro labour-douar ha kontamniñ al loened desavet pe an dud ». An diell a venneg « ar rol holl-bouezus c’hoariet [gant klañvuzennoù ‘zo] « e strewiadur ar vevastalharzusted» ha barregezh bakteriennoù ‘zo da herzel ouzh ar bevastalerioù / louzeier antibiotek. Lorine Derongs he deus kaset da benn an dezenn-se a oa bet echuet e 2020. Diskouez a ra, diwar 14 jen harzus d’ar bevastalerioù a-raok mont e-barzh ar vetanerez, e chom 8 goude, er-maez d’ar staliadur.

« An harzusted d’an antibiotikoù (antibiorésistance e galleg) a zo ur gudenn grevus yec’hed publik bedel, a gresk buan buan, ha buanoc’h c’hoazh abaoe ar bloavezhioù 2000, a skrive e miz Meurzh ar bloaz-mañ ministrerezh ar Yec’hed. An harzusted d’ar bevastalerioù a lak hon doareoù da vevañ en arvar, ha lakaat a ra en arvar an holl araokadennoù bet graet gant ar vedisinerezh en 70 vloaz diwezhañ. Ma ne baouezer ket gant ar boazioù da zreist-beveziñ bevastalerioù e c’hellfe dont da vezañ unan eus abegoù pennañ marvelezh ar Bed. » An disoc’hoù kavet gant Lorine Derongs a ziskouez ne steuz ket kuit ar jenoù harzusted gant temperadur ar metanaat. Harpañ a ra zoken ar strewiadur.

Ur berniad eus tout al lastez gant riskloù nebeut anavezet c’hoazh

Klañvuzennoù, jenoù harzusted, n’eo ket echu al listennad c’hoazh. Pri ar staliadurioù puraat an dour, implijet er metanerezioù, a vez strewet war ar parkeier. Restaj tretamant hon dourioù lous en devez metaloù pounner, dilerc’hioù louzeier, strafuilherien endokrinel, ibuprofen, louzeier a-enep an diwaskadenn ha antibiotikioù ivez. Skeudenn hon c’hevredigezh, bevezerez bras louzeier.

Lastez ar gegin pe ar c’hantinennoù a c’hell degas o lod a gleñvedoù ivez, dreist-holl lastez ar moc’h a c’hell degas terzhienn ar chatal, ur c’hleñved kontamnus-tre.

Meskañ tout an elfennoù-se en ur pennton bras e-pad meur a zevezh ha skuilhañ an dijesta goude war ar parkeier na seblant ket gwall fur pa seller a-bell. Dominique Patureau, enklaskerez diwar-benn ar mikrosaotrerioù e Inrae Narbonne a lavar hi derc’hel soñj eus peseurt skeul a vez labouret ganti hag he c’henlabourerien. « Dav derc’hel soñj eus ar feurioù mikrosaotrerioù stadet. Labourat a reer e skeul an nanogramm, un tamm sukr en ur poull-neuial olimpek, ar pezh a zo kementadoù bihan bihan. N’eo ket peogwir e vo kavet roudoù un elfenn bennak e talvez ar boan pennfolliñ. Hirie, n’eus sinad ebet a lavar deomp eo ret paouez gant ar skuilhañ dijesta. »

Sin bras ebet arvar, met sinoù bihan, adalek dielfenadennoù labourvaoù. Disoc’hoù tezenn Lorine Derongs a oa bet kavet adalek ur meskaj lastez resis : hañvouez moc’h ha boued kezeg. N’eo ket skeudenn ar pezh a gaver war an dachenn, e lec’h n’eo ket daou met un dek bennak a aozennoù disheñvel a vez mesket dindan toenn ront er metanerezioù. Aozennoù gant orinoù lieseurt. Peseurt disoc’h a vez gant ar meskaj aozennoù gant orinoù ha kaliteoù disheñvel ? « Ar goulenn-se en deus gwir dilerc’hioù, met re a faktorioù ‘z eus da gemer en kont evit gallout reiñ ur respont sklaer bremañ. », eme Anne-Marie Pourcher, enklaskerez en Inrae.

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →