Kempenn ar c’hleuzioù, ur garg bounner evit al labourerien-douar

02/27/2024
Nolwenn Weiler, Yann-Malo Kerbrat
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 12 mn lenn
Ur benveg a-bouez-bras evit talañ ouzh direizhamant an hin eo ar c’hleuzioù. Met n’eo ket ken niverus ken al labourerien-douar war ar maezioù, ha n’int ket gwall skoazellet evit gellet merañ anezho o-unan. Meur a c’harzh, deuet da vezañ skoilhoù evit labourat an douar, zo bet dilezet, pe freuzet.
  • Pouezus eo ar garzaoueg evit an holl met n’int ket sikouret a-walc’h al labourerien-douar evit ober war-dro ar c’hleuzioù ha girzhier.
  • Luziet-tre eo ar reolennoù hag an normoù tro-dro d’ar girzhier.
  • Seul vrasoc’h e vo an tiez-feurm hag ar mekanikoù, seul nebeutoc’h a c’hirzhier a vo.
  • Gwashoc’h-gwashañ e vo ar jeu rak ez aio kuit meur a labourer-douar war o leve er bloavezhioù da zont.

« Ma rankfed adsevel girzhier, trugarez deoc’h d’ober an dra-se pelloc’h. Trawalc’h hon eus bet amañ », eme un den e karg eus an FDSEA e Kreiz-Breizh, da geñver al luskad sokial bras zo bet o lakaat reuz er vro e miz Genver ha C’hwevrer 2024. Sklaer eo ar pozioù bet embannet e kelaouennoù ar vro, ha reiñ a ra ton d’un emzalc’h a gaver stank a-walc’h e-touez al labourerien-douar : diaes int lakaet gant ar girzhier n’int ket ur chañs evito. N’eo ket simpl neuze teurel evezh war al lodenn-se eus ar glad, padal eo un dra vad evit ar gevredigezh en he fezh koulskoude. Un diverr-amzer kalet a-wechoù, dreist-holl en atantoù lec’h ma n’eo ket stank al labourerien. Resisoc’h c’hoazh un danevell savet gant Kuzul Jeneral ar Boued, al Labour-douar hag ar Maezioù (CGAAER) « Talvoudus eo ar girzhier evit ar boblañs, ha daoust da-se al labourerien-douar a chom en o-unan evit talañ ouzh ar frejoù ret evit merañ anezho ».


« Diaesoc’h eo kas ar mekanikoù bras lec’h ma vez gizhier, a zispleg deomp Gilles Ravard, bet e-pad pell labourer-douar el Liger-Atlantel. Ma chomomp speg en ur skourr e kollomp amzer, neuze e kollomp arc’hant ! Ne ya ket… Soc’h an erer a c’hell chom luget e gwrizioù ur wezenn ivez… » Rebechoù all a vez graet ouzh ar girzhier ivez : reiñ a reont bod d’al laboused ha d’al loened gouez all a freuz an eostoù, ha disheol a daolont ouzh war an trevadoù.

Pa verkont an harzoù etre div dachenn e teu ar girzhier da vout skoilhoù evit al labour er parkeier pa ranker brasaat an atant. Padal eo pezh a c’hoarvez e Breizh, koulskoude, hag abaoe an 10 vloaz diwezhañ eo kresket an atantoù eus 28 devezh-arat (14 hektar) dre vras [Lennit hon enklask «Brezel er parkeier»]. Ha digresket kement-all niver al labourerien-douar. «Bras eo ar mekanikoù, o-unan emañ ar baotred, n’eus ket amzer ganto» eme diouzh e du Thierry Guéhenneuc, prezidant ar gevredigezh Douar ha Girzhier (Terre et bocage), a vod labourerien-douar ha planterien girzhier. « Ne droc’hont ket dre ret ar girzhier, rak gouzout a reont ez eo difennet, met tamm-ha-tamm a ya ar girzhier da get, freuzet gant ar mekanikoù, eme Thierry Guéhennec c’hoazh. Ne c’hall ket al labourerien-douar ober pep tra o-unan. Hag ouzhpenn-se ez eo ar C’hUMA (Kevelourioù implij ar mekanikoù labour-douar) hag an ETA (embregerezhioù labourioù labour-douar) hag a ra an darn vras eus al labour). » Evit an embregerezhioù-se a bae o implijidi diouzh an eur, diaes eo koll amzer pa vez graet tro ar girzhier. « Re vihan eo ar parkeier da geñver ment ar mekanikoù », eme kambr al labour-douar e Breizh en ur ouzhpennañ « mankout a ra tud evit labourat ivez ».

Diaesterioù ar c’hempenn

« Ar bloaz kentañ ma oan war va atant ‘moa lakaet da zont paotr un embregerezh evit strewiñ an teil, met n’en deus ket gellet dont e-barzh ur park abalamour ma oa re strizh an hentoù evit mont betek ar park, ha re a gammdroioù a oa, ha re a wez a bep tu», eme Clémence, desaverez er C’hreiz-Breizh. « Ne blij ket ar gwez d’am c’heneiled legumajerien, eme c’hoazh Gilles Ravard. Lâret a reont e tegas loustoni en o zrevadoù. Delioù an derv da skouer, pa gouezhont war ar gwilerig, a c’hell degas ar foma (un doare kebell-touseg), pezh a c’hell desachañ kudennoù da vare an eostiñ, rak «lous» eo an trevadoù ma vez kavet delioù en o c’hreiz». Hag alies-mat e nac’h embregerezhioù an agro-boued prenañ ar seurt trevadoù. Ur gudenn ne gaver ket ken aliez e rouedadoù berr ar werzh war-eeun.

Ma vez labourerien-douar zo, niverus a-walc’h, o riotal abalamour d’ar girzhier, ez eo ivez abalamour m’eo kalet kempenn anezho, ha ne zegas kazi tra ebet dezho. Pa zeu ar goañv hag ar mare d’ober un tamm krenn d’ar girzhier eo yen ha gleb an amzer. Dañjerus e c’hell bezañ ouzhpenn, dre ma ranker reiñ tro da vinviji lemm, pa vezer pignet un nebeud metradoù diouzh an douar, pe barzh saverezioù «graet er gêr» ha n’int ket bepred diouzh ar reolennoù surentez. « Kempenn ar girzhier, pa veze c’hoazh diouto, aze e oa 90 % eus “amzer vak“ ar beizanted er goañv, evel ma tispleg an enklasker Philippe Merot. Dañjerus-hardi e oa an diskoultrañ, ha pennkaoz e oa d’an niver brasañ a wallzarvoudoù war an atantoù. » Pa oa erru an adlodennañ, ar boutailhoù Butagaz evit keginañ, hag an dommerezh dredan en tier, eo aet war zigresk an amzer tremenet evit kempenn ar girzhier. Met digresk niver al labourerien-douar en 20 vloaz diwezhañ ivez en deus lakaet da greskiñ niver ar c’hilometradoù girzhier a chom dindan evezh pep hini anezho. Etre 1996 ha 2008 eo aet hirder dre vras ar girzhier dre atant eus da 3,2 à 4,9 km, da lâret eo ur c’hresk a 50 %.

Ur c’houst ha n’eo ket dister

« Tro pemzektez labour a rankomp tremen er goañv evit gellet kempenn hon 8 kilometrad girzhier », a zispleg deomp Sylvie, desaverez saout laezh en Il-ha-Gwilen, aet war he leve nevez zo. Rouez eo neuze al labourerien-douar a ra war-dro o holl c’hirzhier, un hanocherez etre o daouarn, evit gellet ober troc’hoù krenn ha splann, pezh a vez o lonkañ kalzig amzer hag e c’houlenn ur chemed, doareoù ober aet da get alies a-walc’h. Kalzig a dud a c’halv neuze embregerezhioù labour-douar (ETA) a zeu gant o diskoultrerez, ha war o lerc’h e chom skirioù e-leizh, alese gwez gwanoc’h, taget gant kleñvedoù ha kebell-touseg. « Gwir eo n’eo ket brav an troc’hoù, met d’an nebeutañ ez eo troc’het ar girzhier memestra ha kreñvaat a ra kalon ar girzhier », a anzav c’hoazh Sylvie, souezhet atav gant an nerzh a vez gant ar gwez o kreskiñ en-dro memestra.

Sylvie n’he deus ket graet ar gont eus koust kempenn he girzhier. « Ul lodenn eus al labour eo ha mat pell zo », emezi. Met anat eo e pouez al labour-se war gontoù an atantoù. « Pa ranker dibab etre meur a chanter, n’eo ket hennezh a vez graet da gentañ, rak ne zegas ket a c’hounidegezh, zoken ma pakez ar c’hoad evit tommañ da di », emezi c’hoazh. Hervez danevell ar CGAER, tro 450 € ar c’hilometr bep bloaz a vefe koust kempenn ur c’harzh. Ma reomp ar gont eus an 8 kilometrad girzhier zo war dachenn Sylvie e teu ar c’houst da 3.500 € ar bloaz. Ur sammad dister evit un atant a dro mat, met start da lakaat er-maez evit ar re a rank sec’hiñ an eil dorn gant egile (ha niverus a-walc’h int).

Grand champs, petit talus

E framm ar politikerezh labour-douar boutin (PAC) 2023-2027 eo bet divizet gant ar Frañs lakaat e pleustr ur «bonuz girzhier» kement ha… 7 € dre hektar evit pep labourer-douar. Met ret eo dezho bezañ gouest justifiañ kaout 6 % a c’hirzhier d’an nebeutañ, ha bezañ engouestlet en ur steuñv merañ padus ar girzhier testeniet (Plan de Gestion Durable des Haies, PGDH), e doare « label Haies ». Etre 1.500 ha 2.000€ eo koust sevel ar steuñv, ha 350€ skodenn vloaziek ouzhpenn. Dav eo bezañ entanet-mat dija evit kregiñ ganti. « N’eo ket talvoudekaet labour al labourerien-douar gant ur sammad a 7€ dre hektar, pa reont gant un doare merañ padus o girzhier, met ne ro ket tro dar re all merañ en doare padus », a zisplege an AFAC, kevredigezh brudañ ar girzhier e miz Genver 2023. Ha da c’houlenn e vefe talvoudekaet gant 25€/ha.

Skoazelloù all zo bet kinniget : ar Maec, muzulioù agro-endro hag hin « Bev-liested – kempenn padus ar frammoù agro-ekologel » a ya betek 800€/ha girzhier. Evit gellet pakañ anezho, dav eo sevel ur PGDH hag heuliañ ur stummadur. Padal n’eo arc’hantaouet hini ebet eus ar redioù-se.

Luziet-kenañ a-fed melestradurel

Abaoe 2015 ez eus ivez skoazelloù dre zevezh-arat a ra gant gorread ar c’hleuzioù, met n’eo ket aes kompren o vont en-dro dre ma komzer aze eus « gorreadoù a c’hell degemer skoazelloù », p’emañ ar girzhier e-touez ar « gorreadoù e-maez labour-douar (SNA) » ! Evit gellet pakañ anezho e rank al labourerien-douar treiñ hirder o girzhier e « gorreadoù interest ekologel (SIE) ». « Kement-mañ-kement a metradoù karrez SIE e ra pep gwezenn hec’h-unan, a zisplege deomp Serge, ur peizant staliet war un atant lies-gounezerezh ha desevel saout-laezh ha deñved e bio e 2015, aterset gant enklaskerezh Blandine Mesnel. Met penaos e fell deoc’h kontañ se ? Metradoù karrez SIE evit ar gwez? Gwez e-leizh em eus, ha girzhier e pep lec’h… N’ouzon ket peseurt mod e raimp ? »

Met ar c’hudennoù hag ar reolennoù tro-dro d’ar girzhier a ya pelloc’h eget framm ar PAC, Ret eo ivez d’al labourerien-douar ober gant ar brastresoù rannvroel kempoell ekologel (schémas régionaux de cohérence écologique pe SRCE), deuet diwar Grenelle an endro bet adtapet goude-se e brastresoù rannvroel an aveadur, diorren hag ingalded an tiriadoù (Sraddet), hep kontañ ar steuñv lec’hel ar c’hêraozañ PLU ha PLUI, a vez marc’hataet e live pep kumun pe kumuniezh kumunioù, pa vez renablet lod eus ar girzhier ganto. Hep disoñjal kod an endro a dalvez da wareziñ ar girzhier, ha pelloc’h, annez al laboused gwarezet. «  Ha gwelet teus ar sturiad Annezioù (directive habitat) ? Kerzh da glask lenn anezhañ ! N’on ket tremenet dre skol-veur ar Gwir, memestra !», eme Benoit Alain, desaver loened e Ploubêr (Treger), dipit en e vouezh.

Reolennoù, sturiadoù ha paperachoù bern-war-vern, diboell eo erru an traoù pa ouzer n’eus dañjer ebet bezañ kastizet evit ar re ha ne sentfe ket ouzh ar reolennoù-se [Lennit hol lodenn 3]. Met al labourerien-douar en em sant dindan wask an evezhierien koulskoude. Pezh a zo un diaester ouzhpenn evit implijidi an OFB, (Ofis Frañs ar Vev-liesseurted) ha pa n’int ket gwall niverus evit ensellet ar girzhier.

« Kement-se a lak enebiezh etre labour-douar hag ekologiezh, n’eo ket gant se ez aimp war-raok ! N’heller ket kaout diouzh un tu al labour-douar a zegas boued, ha diouzh an tu all politikerezh an endro a vez o staliañ digolloù. »

— Thierry Guéhennec, prezidant ar gevredigezh Douar ha Girzhier ,

Cheñch an traoù evit ma vefe simploc’h ar velestradurezh tro-dro d’ar girzhier, setu ar pezh a vez goulennet gant labourerien-douar zo a oa o vanifestiñ e-pad ar goañv, hag ivez gant kevredigezhioù a stourm evit ar c’hleuzioù, evel an Afac. Kemenet eo bet gant ar gouarnamant e vefe skarzhet normoù met evit poent e chom dispis a-walc’h an traoù. Aon o deus ar c’hevredigezhioù a zifenn an natur e teufe da vezañ aesoc’h distrujañ ar c’hleuzioù.

« Ur politikerezh a vroudfe d’ar staliañ girzhier n’eus riskl ebet da zont a-benn, eme ouzhpenn ar sokiologourez Catherine Darrot he doa kaset un enklask a-benn diwar-benn Breizh Bocage 1 ha Breizh Bocage 2, programmoù saveteiñ ar girzhier bet roet lañs dezho gant rannvro Breizh. Dav eo mont adalek an eienenn, da lâret eo e live ar PAC ha politikerez labour-douar ar Rannvro : peseurt patrom a vezont o skoazellañ, da biv ‘ta e vez roet ar gwir kaout ar font ? ». Enklaskoù bet kaset en-dro gant ar sokiologourez e kompagnunezh Marie Toussaint hag a ziskouez « ez eo sujet amzer da zont ar girzhier ouzh an doareoù sevel chatal war ar peuriñ, pezh a vez alies dindan al label labour-douar biologel ». Padal e weler ez eer war-zu kresk an douaroù dindan edoù e Breizh, ha digresk niver an desaverien loened [Lennit hon enklask « Brezel er parkeier »].

« Mirout kement desaverien loened ha ma c’heller, sed aze hor youl bolitikel, a gadarna Carole Le Béchec, e karg eus ar «steuñv gwez» er rannvro. Met ur gwir gudenn hon eus evit degas tud nevez war ar vicher. Prederiet-mat omp gant se. O klask sevel traoù el liseoù emaomp met n’omp ket mistri war ar programmoù», eme an dilennadez ouzhpenn. Gant ar ministrerezh al labour-douar e vezont savet, Ha tanav ar spi diouzh an tu-se… « Labour-douar stank-ha-stank eo an doare pennañ, ha n’eus youl ebet eus tu ar ministrerezh da cheñch tu, eme Domique Blivet, kelenner en ul lise labour-douar ha kannad ar sindikad Sud rural. N’eus ket a c’hoant gwirion da vont war-zu an treuzkemm. »

Gant kelennerien zo e vez kaset en-dro programmoù youlek-mat tro-dro d’ar pezh a vez degaset a-vad gant ar girzhier evit talañ ouzh dañjerioù tommadur an hin, ar gwallamzer, an dourioù-beuz ha digenvezded ar maezioù. Met dister e chom o c’homzoù e-tal ar vuhez gwirion. «Poent bennak ‘zo em boa kelennet e Tiez Familhoù war ar Maez (FMR, lec’h ma vez stummet lod eus al labourerien-douar), eme Gilles Ravard, labourer-douar eñ ivez. Komz a rae eus ar girzhier, ha plantet e veze war lod eus an atantoù. Met pa zistroe ar re yaouank d’ar gêr e veze lâret dezho gant o zud : petra ‘n diaoul ‘zo bet kontet dit aze ? Forzh petra eo !»

and
Skeudennoù gant Yann Le Sacher

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →