Cooperl : ur c’hoant kreskiñ diwar goust an desaverien

11/21/2023
Ivan Logvenoff, Kristen Falc'hon
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 16 mn lenn
En tu all d’an daou di salezonoù bet serret, bilañsoù diwezhañ kontoù ar C’hooperl ha meur a lizher diabarzh a ziskouez splann diaesterioù ekonomikel meur oberour pennañ ar sevel moc’h er Frañs. Hervez an desaverien hag an arbennigourien ez eo disoc’h ugent vloaz postadurioù arc’hant e-barzh obererezhioù pelloc’h-pellañ diouzh ar produioù labour-douar. En ur framm a ro da welet un identelezh kevelouri, abaoe 40 vloaz n’eus ken met ur familh zo bet e penn ar jeu evit e gas d’ur vent bras-meurbet.
  • Embannet eo bet e oa koll war an disoc’hoù rik, hag e vefe serret daou di salezonoù : diaesterioù ekonomikel gant ar C’hooperl.
  • Erru ezhommoù arc’hantaouiñ ar strollad Cooperl en tu all d’ar pezh eo gouest sevel : goulenn a ra a renerezh digant ar saverien moc’h ma vefe kompezet ar bilañsoù.
  • Postadurioù arc’hant pelloc’h-pell diouzh an desevel moc’h.

N’eus ket moaien tremen hep ober gant produioù charkuterezh ar C’hooperl pa ‘z eer d’ober e brenadennoù er stalioù bras, p’emañ ar gevelouri o fardañ kig-moch evit ar merkoù Brocéliande, Madrange, met ivez re ar merkoù dasparzherien evel Carrefour, Casino, pe Lidl. N’eo ket stank koulskoude ar vevezerien a oar e oa bet savet ar gevelouri-se, aroueziet gant ul logo a gaver damguzhet war ar pakadurioù, ken abred ha 1964 gant 25 desaver moc’h, evit tizhout dindan hanter-kant vloaz ment ur strollad feuriet er CAC 40.

Gant tro 4,7 milion pemoc’h a vez lazhet evel-se bep bloaz er Frañs, hag ur sifr aferioù o tizhout 2,7 miliard a euroioù ha gant tost da 8.000 implijad, emañ ar C’hooperl o ren tamm-pe-damm 83 kevredad. En estrenvro e kaver un dek bennak anezho, eus Sina d’ar Stadoù-Unanet, en ur dremen dre Rusia, ar Viet-Nam, Aod-an-Olifant, an Izelvroioù, ar Suis pe ar C’hanada.

Abaoe ar bloavezhioù 1980 o doa kaset postadurioù arc’hant zo bet niverusoc’h-niverus abaoe ar bloavezhioù 2000, ha deuet a-benn ar gevelouri da vestroniañ penn-da-benn ar chadenn broduiñ moc’h, hag evit-se lakaat e pleustr ur strategiezh gounid tachenn, met diwar skouer ar c’hengreizañ a-blom. Gant lod eus o is-kevredadoù e vez lazhet ar moc’h, lod all a fard ar c’hig, lod all a sav magadur evit ar moc’h, lod all c’hoazh a werzh louzoù evit al loened pe danvezioù sevel tiez zoken.

Pell-mat eo lod eus is-kevredadoù-se diouzh ar sevel loened. Deuet eo Lambaol, kavell ar gevelouri, da vezañ rakstal al liesseurtat p’eo bet degemeret eno ur metanaer divent bet igoret e 2019, ha gant ul labouradeg produiñ louzoù evit ar yec’hed (heparin, un enep-kaouledus prim ensinklus), ul labouradeg digor abaoe 2022.

An is-kevredadoù all, bet prenet pe savet abaoe 2020, evel Aqua Eco Culture, Rolland Environnement pe c’hoazh CFMA a sav bezhin, robotoù evit tretiñ distaolioù ar sevel moc’h, pe gwerzhañ stummadurioù e bed ar gounez-vouederezh. Kement a seurtoù liesseurtat ha ne c’hounezont ket o boued dre ma vez koll arc’hant ganto hervez an disoc’hoù bet embannet hini hag hini : 1,7 M€, 1,2 M€ ha 330 K€ evit ar bloaz 2022.

An treuzfurmiñ lakaet diaes

Moaien zo displegañ ul lodenn eus diaesterioù ekonomikel ar C’hooperl hiriv an deiz gant ar postadurioù arc’hant-se. Gant an obererezhioù treuzfurmadur dreist-holl. E dibenn miz Gwengolo 2023, eo bet embannet gant ar gevelouri e vefe kaset da benn un « adframmadur » evit al labouradegoù salezon. Ha n’eo ket lâret ne vo ket serret re an Erge vras, e-tal Kemper, (Lampaulaise de Salaisons) kement hag hini Goussainville er Val d’Oise (Paul Prédault) e 2024.  « Abaoe an diskaramzer dremenet [2022, NGAS] e rank ar C’hooperl talañ ouzh kudennoù kresk uhel ar prizioù ha n’eo ket bet gouest da zisteurel penn-da-benn, abalamour da redioù ekonomikel ar galloud prenañ e-touez traoù all », eme renerezh strollad Aodoù -an-Arvor evit en em justifiañ e-barzh ur pennad d’ar gazetennerien.

War ar renk evit bezañ klozet emañ div uzin salezon ar C'hooperl en Erge-Vras (Lampaulaise de Salaisons) hag e Goussainville e Val-d’Oise (Paul Prédault).

E 2017 e oa bet prenet an daou lec’h, da geñver adprenañ gant ar C’hooperl eus meur a gevread eus ar strollad Turenne-Lafayette, pa oa hennezh dindan freuz-stal barnerezhel. Met n’eo ket aet stad arc’hant an uzinoù-se war wellaat abaoe m’int bet prenet. Hervez un implijad eno : « mankout a ra war-dro un drederenn ampled e pep labouradeg evit ma trofent da vat : dre chañs n’eo kouezhet an adframmadur ken met war an daou lec’h-se evit poent », eme ur micherour ha fell dezhañ chom dizanv.  «Ur bloavezh met-tre eo bet 2023 evit an desaverien moc’h, met n’eo ket ken mat evit ar C’hooperl », eme diouzh e du Bruno Hamon, desaver moc’h ha merour kevelouri Lambaol. Hag eñ da ouzhpennañ : « Bloavezhioù zo a vez diaes. Met pa serrer lec’hioù bet lakaet diaes e reer evel ma rafe pep tad a familh », ha dre e gomzoù e ro e asant ouzh strategiezh ar C’hooperl.

Diwar dielfennañ ar sifroù kaset da benn ganeomp e vefe en holl d’an holl tro 50 M€ a goll war ar gounidoù etre 2019 ha 2022 evit ar pevar c’hevredad bet adprenet digant ar strollad Tuernne-Lafayette. Brocéliande, merk istorel morzhed-hoc’h ar C’hooperl, ne ‘z a ket kalz gwelloc’h kennebeut, gant tro 12 M€ a goll war disoc’hoù an hevelep prantad amzer. Ha ne seblant ket gwall lañsus postadurioù arc’hant zo bet graet en estrenvro : daou is-gevredad eus ar C’hooperl e Sina (NHL Cooperl JV ha Cooperl Beijing Trading) a gas o-daou da 11,6 M€ a goll war ar gounidoù evit ar bloaz 2022 hepken, p’emañ ar c’hevredad genetek en Thailand (Thaifood Nucleus Genetics) o vont war ur c’holl a 650 K€.

Ha lakaet e vefe ar strollad en arvar gant kement a goll ? Poan zo gant an izili desaverien moc’h koulz ha gant ar sindikalourien kaout respontoù d’o goulennoù. «Goulennet ez eus bet ma vefe prizachet ar c’hontoù met diaes eo bet d’ar prizacher kaout an titouroù ar muiañ a-bouez », hervez displegadennoù ur sindikalour. Heñvel ar goulennoù savet gant ar CGT-Cooperl war Facebook eo bet embannet e miz Gwengolo 2023. Pa verzh ez eo erru izel goproù ar vicherourien ha digresket gounidoù an desaverien moc’h e soñj d’ar sindikad emañ « gopridi kouz ha desaverien deuet da vout an « argemmenn reizhañ » (variable d’ajustement e galleg) evit politikerezh arc’hant an embregerez».

Doareoù prientiñ arc’hantaouiñ diaes da lonkañ

Abaoe dibenn ar bloavezhioù 1980 eo bet postadurioù arc’hant ar renerezh e-liamm gant ur bromesa : dre un emouestlañ e hollad an hentenn – adalek ar produiñ boued chatal evit ar moch betek ar gwerzhañ merzhed-hoc’h – e vefe uheloc’h gounidoù an desaverien moc’h. « Alies-mat e lârer penaos, er Frañs, seul vui ma c’hellit reoliañ en ardraoñ d’ar marc’had, seul vui ma c’hellit pakañ gounid. Ur c’hempouez a ranker kaout koulskoude etre koust ar frammoù hag ar pakañ talvoudegezh. », eme Maryline Filippi, ekonomourez arbennikaet war ar c’hevelourioù labour-douar. Hag an desaverien moc’h o-unan da sevel goulennoù ivez war ar c’hempouez-se a ranker kaout. « Aozet ez eus bet ur sistem evidomp da bakañ gounidoù. Met an holl c’hounidoù bet dastumet gant an hentenn en dialaez zo bet tapet gant ar mekanik a oa sañset profitañ deomp-ni. », eme gant keuz an desaver moc’h Jacques Bohardy er gelaouenn Porcmag e 2009.

E pep lec'h eus ar produiñ kig moc'h emañ ar C'hooperl : eus ar boued a vez roet d'al loened betek ar c'hig moc'h a vez gwerzhet.

Er C’hooperl, etre an tiez lazhañ moc’h, ar produiñ boued chatal hag al labouradegoù charkuterezh « abaoe tri rummad tud e vez goulennet diganeomp peurbaeañ koust ar binviji industriel evit ar rummadoù da zont. Met n’omp ket kreizennet war hor micher ken, ha diskrog omp diouzh ar marc’had ivez », eme Yann*, ezel ar C’hooperl, dipit en e vouezh. Meur a hini, desaverien moch eveltañ, ne gomprenont ket ken peseurt talvoudegezh zo gant an diorren-se, na pelec’h eo erru tachenn ar gevelouri hiriv an deiz.

Hervez ar redioù lezennel e rank pep adprenañ pe krouidigezh kevredad bezañ bet asantet gant ar c’huzul merañ, ha goude-se votet e-doug an emvod-meur.

«E-doug emvodoù zo e vezomp kelaouet, met ken luziet eo erru ar prientiñ arc’hantaouiñ ma n’hell kazi den en em gavout en-dro, ha pa vefed kontouer»

— Mael*, un desaver moc’h laouen memestra dre ma c’hell kaout fred evit ar moch bet savet gantañ.  ,

Tapet berrek an desaverien moc’h

Gant ar C’hooperl eo bet lakaet klaoustre war hec’h izili desaverien moc’h evit talañ ouzh an diaesterioù, evel m’eo bet kadarnaet e-barzh daou lizher he deus bet kaset dezho. E miz Ebrel 2023 eo bet kemennet en ul lizher kentañ e vefe digresket priz prenañ ar moc’h e-skoaz hini marc’had ar moc’h e Breizh (MPB). E 1972 e Plerin (Aodoù-an-Arvor) e oa bet savet ar marc’had diouzh ar c’hresk gant skoazell ar C’hooperl, a oa sañset bezañ un dave evit ar brenerien koulz hag evit ar werzherien.

Hag en tu all eus ur priz aet war zigresk e oa bet kemennet gant ar renerezh el lizher-se e vefe meur a vuzul o vont enep an desaverien moc’h : ampellet an termen paeañ, eus 6 da 10 devezh, ha broudet an desaverien da leuskel produ o gwerzh war ur « gont-red kevelet ». E berr gomzoù : dav eo d’ar gounidoù e-liamm gant gwerzh o loened bezañ lakaet da greskiñ kapital ar gevelouri, evit talañ ouzh an ezhomm bras a bostadurioù arc’hant.

Ha setu ar stignad-se, bet diazezet war izili a-youl vat, deuet da vezañ ur redi e miz Gwengolo 2023. En un eil lizher eo laouen ar renerezh da embann eo bet «tridoublet abaoe pemzek vloaz» ar c’hapitalioù engouestlet. Da lâret eo abaoe m’eo bet anvet Emmanuel Commault da rener . Met e gwirionez : « Lodenn relativel ar c’hapital sokial dindan dalc’h an izili o-unan […] zo digresket » e-tal kresk an holding Cooperl, gant ar riskl da « wanaat ar ren war » ar gevelouri.

El lizher ez eo displeget ivez e vo digresket c’hoazh priz prenañ ar moc’h. Met al lodenn a vanko d’an desaverien a yelo da voueta « lodennoù sokial espern ». Da lâret eo e yelo da greskiñ kapital sokial ar gevelouri.

Frealziñ ar bosterien arc’hant a-raok frealziñ an desaverien moc’h

Evit gwir, kevala (pe kapital) sokial ur gevelouri a zo e dalc’h hec’h izili a zegas ur sammad a-live gant pezh a broduont d’ar mare ma teuont e-barzh. Gant an ekonomour Olivier Frey eo degaset ar bennaenn-se da soñj deomp : « Ur gevelouri n’hell ket bout prenet dre ma n’heller ket gwerzhañ lodennoù sokial an izili. » Evel m’eo meneget el lezenn, ar postourien arc’hant diavaez n’ hellont nemet dont e-barzh kevala an is-kevredadoù. Dibosupl eta e vefe tennet da vat digant an desaverien ar gallout kontroliñ o c’hevelouri.

E 2019 eo bet savet ur metanizer e Lambal (Lambaol), lec'h m’az eo bet ganet ar gevelouri.

Pezh zo bet kemennet nevez zo a c’hellfe neuze bezañ un doare da brientiñ an dud da glevet ez eus disoc’hoù negativel da c’hortoz, pe e rankfe an tiez-bank kaout gwarantoù ouzhpenn. « An tu mat p’eo ken bras ar c’hevala, eo e c’heller gwarantiñ kaout un amprest pa c’houlenner unan, ha da ziskouez ur bilañs frealzus evit an arc’hantourien », eme c’hoazh Patrice Drillet, a oa e penn ar C’hooperl betek miz Even 2023.

Raktres an diazezerien lakaet e kaoz

Fuloriñ a ra Laurent Dartois, mab unan eus prezidanted kozh ar re anavezetañ ar C’hooperl, hag aet da zesaver moc’h en ur gevelouri all : « Ur soñj kaer eo bet en em vodañ etre peizanted evit gellet ober kenwerzh asambles. Met dre m’eo kresket ar gevelouri e oa peadra da zaelañ. Postadurioù arc’hant e-leizh, er Frañs koulz hag en estrenvro ha n’int ket spletus, ha desaverien moc’h ar vro n’int ket paeet da briz ar marc’had e Breizh !»

Gant diazezerien ar C’hooperl e oa bet damwelet ar c’hudennoù a oa da zont gant seurt postadurioù arc’hant, evel m’eo meneget el levr bet embannet gant ar gevelouri hec’h-unan da geñver he 50 vloaz. Pa oa bet krouet e oa bet gwarantet gant ar strollad ur « frankiz a bourvezadur » ha distaolet e veze ganto ar soñj « enframmañ (pe intégration e galleg) evit broudañ ar gevezerez pourveziñ, servijoù hag hini an tiez-lazhañ chatal ». Difennet groñs e veze en atantoù distagañ ar ger « enframmañ », rak se a dalveze e vefe sinet ur gevrat etre un desaver moc’h hag ar gevelouri, ha neuze e veze engouestlet an desaver loened plegañ dirak reolennoù mont en-dro an desevel moc’h, met ivez ar pourveziñ boued chatal ha louzoù, kement hag ar gwerzhañ al loened..

Adalek ar bloavezhioù 1970,hag e-tal an diaesterioù ekonomikel e oa bet ar gevelouri oc’h en em silañ tamm-ha-tamm en hent-se koulskoude, dre ginnig ambroug an desaverien moc’h evit al louzaouiñ loened pe evit ar sevel savadurioù. Met pa oa bet adprenet daou di lazhañ loened e 1978, e Moñforzh e-tal Roazhon hag e Lambaol, aze e oa krog ar C’hooperl da «voulc’hañ an troc’h kentañ », hervez komzoù kentañ prezidant ar C’hooperl, Sébastien Coupé.

Jean-Claude Commault a chomo skeudenn an hini en deus roet ul lañs nevez hag un diorren a-vras d’ar gevelouri. Anvet e oa bet da bennrener ar C’hooperl e 1982, goude bezañ bet e-karg eus ar genetek ha goude-se rener ar strollad.  Gantañ eo ma vo adprenet al labouradegoù fardañ boued chatal Logeais e Gwitreg. N’o doa ket bet aon an izili da gas da soñj en-dro d’ar renerezh pennaennoù diazez ar gevelouri koulskoude, « hag entanet e oa bet an tabutoù er c’huzul merañ ».

« Fellout a rae dezhañ staliañ un uzin fardañ boued chatal bep 100 km, hag un ti lazhañ bep 150 km »

— Gilles*, bet saver moc’h ha kuitaet gantañ ar gevelouri er bloavezhioù 2000 abalamour d’an dizemglev don gant ar rener kozh. ,

En desped d’ar pismigoù-se ec’h anzav memestra an desaver moc’h ez eo Jean-Claude Commault un den barrek war e vicher ha tost ouzh an desaverien loened. Meuleudi ha ne glever gwech ebet lâret, estreget gant un den eus ar melestradur, nag en uzinoù, nag en atantoù, diwar-benn e vab, Emmanuel Commault. Rak hennezh eo koulskoude en deus bet adtapet penn ar renerezh e 2007, hag en doa liesseurtaet an obererezhioù mioc’h c’hoazh, hag o staliañ ren ur familh hepken e penn ar strollad evit un daou-ugent vloaz bennak. P’hon eus bet klasket mont e darempred gant Emmanuel Commault dre bellgomz evit kaout sklerijenn diwar-benn stad ar C’hooperl en doa respontet deomp « Mat ar jeu ganin, aet on da redek ar mintin-mañ », ha divarc’het ar pellgomz gantañ…

Dindan veli

« Un den debret gant ar c’hoant galloud, ha ne anzav gwech ebet bezañ graet ur fazi bennak », eme Laurent Dartois, mab ur prezidant bet, keuz en e vouezh. Kadarnaat a ra evel-se pezh a embann ar sindikalourien ha desaverien moc’h zo. Dindan renerezh Emmanuel Commault ez eus bet adprenet Brocéliande e 2010, pezh a verke e oa erru ar gevelouri war un dachenn ha ne oa bet ergerzhet gant kevelouri saverien moc’h ebet betek-henn. Hag ur bazenn ouzhpenn p’eo bet prenet ivez un embregerezh fardañ morzhed-hoc’h, o tiskouez e oa ar C’hooperl war hent an enframmañ a-blom : goude an didammañ kig, ar salezonoù. « Ar strollad nemetañ a zo perc’henn war un embregerezh didammañ kig eo ar C’hooperl », a gendalc’h Thomas Guégan, prezidant rann saverien moc’h an FRSEA Breizh.

Plañs ul lodenn eus un uzin eus ar C'hooperl e Lambal (Lambaol).

An hevelep hentenn diorren zo bet lakaet da dalvezout gant ar C’hooperl p’eo bet embannet war an ton bras e miz Ebrel 2021 eo bet adprenet an ti lazhañ Gad e Lambaol Gwimilio (29). En un emvod kelaouiñ bet aozet ganto o-daou eo bet embannet gant Emmanuel Commault ha Loïc Chesnais-Girard, prezidant Rannvro Breizh e oa bet krouet « 500 post labour » war al lec’h a oa bet serret e 2013, padal n’ez eus bet krouet hini ebet abaoe. Olivier Le Bras, brudet mat evit bezañ bet sindikalour en ti lazhañ ha dilennad e tu ar muiañ-niver er C’huzul Rannvro a ro deomp da c’houzout : «Pa vez embannet an traoù evel-se e roer spi d’un toullad mat a vicherourien, hag an istor-se a chom poanius evit kalz a dud amañ. Aze hon eus paket ur flac’had evit un eil gwech. » Savet hon eus goulennoù d’ar renerien diwar-benn ar sujed-se met n’o deus ket bet c’hoant respont deomp.

Emmanuel Commault eo ivez en deus lakaet tamm-ha-tamm ar C’hooperl da vont er-maez eus hollad frammoù a-stroll bed ar sevel moc’h. « Pellaet omp diouzh peurrest an hentenn », eme Ewen*. Goude ar reuz a oa bet pa oa bet kuitaet Marc’had Breizh ar moc’h e 2016 gant an embregerezh Bigard, eo aet ar C’hooperl kuit eus ar framm etremicherel Inaporc hag eus an hentenn kig (Culture viande) e 2020, heg eus Kevredad Frañs an embregerezhioù charkuterezh ha tinellerezh (Fict) e 2021. E-touez an abegoù bet kaset war-raok evit jusifiañ ma’z afent kuit, « un diouer a dreuzwelusted » a-fet arc’hant, hag « un diefedusted war danvezioù zo ». Dres pezh o deus da rebech an desaverien moc’h hiriv an deiz ouzh ar gevelouri. « Pa vez traoù ha ne blij ket deoc’h ken e rankit kemer divizoù ha mont kuit », a zispleg Patrice Drillet, prezidant ar gevelouri etre 2013 ha 2023.

Koll arc’hant e is-embregerezhioù zo, strategiezhoù diorren luziet evit an izili, ur renerezh lakaet an arigrap warni gant ur familh hepken : estreget er C’hooperl eo e vez kavet seurt kudennoù e bed ar c’hevelourioù all al labour-douar. E rann ar saverien sukr ez eus bet reuz ivez er strollad Tereos e 2018, gant un enkadenn renerezh heñvel a-walc’h liammet gant un enkadenn ekonomikel. Tri merour zo bet lakaet er-maez dre ma enebent ouzh strategiezh ar renerezh zo aet dirak ar justis, gounezet eo bet ganto ha laket eo bet ar rener kozh er-maez d’e dro… En o roadennoù dave diwar-benn doareoù merañ ar c’hevelourioù e tiskler splann an enklaskerien Bertrand Valiorgue ha Xavier Hollandts e reont gant ar gerioù « emveliezh ar renerien » eus doareoù ober ar c’hevelourioù-se, pezh a vir ouzh pep hini da gaout « un doare ensell seder ha kempouez war mont en-dro ar gevelouri ».

* Pa weler ar sin-se e talv eo bet cheñchet an anv.

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →