Titouroù Splann !. Benn ar fin en deus torret Dinan Tolpad-kêrioù an emglev da brogrammiñ an abadenn-BD « Bezhin glas » e Plancoué (Plankoed), raktreset evit miz genver 2024. O c’houzout eo prezidant an tolpad-kêrioù-se is-prezidant Rannvro Breizh al labour-douar, e tiskler ar strollad Mnemotechnic a gustum aozañ an abadenn-se diwar vandenn dreset Inès Léraud ha Pierre Van Hove, ez eus danvez « kontrollerezh politikel » en diviz-se.
D’ar 27 a viz Even eo bet sabatuet an aozer-abadennoù François Levalet o klevet e oa bet nullet e penn kentañ miz Mae unan eus abadennoù ar strollad rock noise Mnemotechnic a labour gantañ.
E penn-kentañ 2023 e oa deuet servij sevenadurel Dinan Tolpad-kêrioù e darempred gantañ, hag e oa bet un emglev dre gomz evit aozañ un abadenn d’ar 26 a viz genver 2024 er sal SolenVal e Plancoué (Plankoed). Enskrivet oa bet gantañ neuze war implij amzer ar strollad, dre ma ranke bezañ sinet ar gevrad dre skrid da heul, Met an taol-mañ en deus cheñchet ali an tolpad-kêrioù oc’h embann e oa un abeg arc’hant d’an dislavar, Padal eo anad evit François Levalet eo kentoc’h un abeg politikel a zo kaoz d’an dibrogrammadur. « N’eus ket bet tu da dabutal. Ne vanke nemet sinadur ar prezidant, sklaer eo ez eus bet lakaet gouarzh gant unan bennak war ar gevrad-mañ. »
An aozer abadennoù en doa bet tro da santout « emgontrollerezh » a-berzh programmerien ‘zo, o tiskleriañ « ne dalveze ket ar boan klask » rak anat evito « ne z’afe ket da benn ». « Met ar wech kentañ eo » hervezañ « e vez nac’het groñs gant unan bennak er mod-se ».
Ret eo ansav e ra François Levalet war dro un droiad en dije digalonekaet meur a hini all. Brestiz ar strollad Mnemotechnic hag an aozer ha musikaner François Joncour o deus roet son ha ton d’ar vandenn dreset « Bezhin glas, an istor difennet » savet gant Ines Leraud ha Pierre Van Hove, hag a gont penaos e lakaer da devel. Ac’halese un oberenn evel un taol-kurun. Unan eus an tonioù a vez c’hoariet o lakaat da zibunañ, a-dreñv d’ar vusisianed, poltriji ar bolitikourien, prefeded, barnerien pe prezidanted kambreier al labour douar o deus graet o lod da zisteraat ar saotrerezh marvel-se.
Diaezamant en tolpad-kêrioù
« Kizidik eo an afer evit toare », eme Eil-Prezidant Dinan tolpad-kêrioù, e-karg eus ar Sevenadur, pa vez goulennet digantañ perak an dibrogrammiñ-se. « An holl doareoù rekis n’edont ket a-unan evit gellout aozañ kement-se, hag evit ma tremenfe mat war an tiriad », eme Jeremy Dauphin, maer a-gleiz Langdiâ (Languédias), hag a ansav bezañ bet e darempred gant Arnaud Lecuyer, Prezidant Dinan Tolpad-kêrioù : « Hor Prezidant a zo ivez Eil-Prezidant ar C’Huzul-Rannvro e-karg eus al labour douar. Lavaret ‘meus dezhañ : Ret eo e vije douget kement-se gant endalc’hedoù, gant doareoù da esteurel ar pezh a reomp, gant ur c’hendiviz. Hanterouriezh a ranker da gaout war an afer-se ha muioc’h c’hoazh war honnezh evit war an holl re all. »
« Ar pezh a gont evidon, eo na vije ket lopet warnon »
Hervez Jeremy Dauphin e chom damzigor an nor war un adprogrammiñ evit an abadenn-se e 2025, gant ma vo eus « un hanterouriezh sevenadurel kenetre aktourien an tiriad, an dilennidi hag ar c’hevredigezhioù ». Un hanterouriezh gwall livet a gehenterezh eta. « Ar pezh a gont evidon, eo na vije ket lopet warnon a daolioù bezhin glas war va ziriad, eme an dilennad. Ar pezh a gont eo lavared ar pezh a reomp-ni. Ma ne reer ket se e z’in a-enep, rak milionoù a euroioù a lakaomp evit herzel ouzh ar bezhin glas. »
Un emellerezh sammet gantañ da vat eta, daoust dezhañ bezañ bet koulskoude ur perzh bihan er film « Bezhin Glas » savet ivez diwar an hevelep bandenn dreset. « D’an dilennidi eo, alato, c’hoazh da zivizout eus o frogrammadur » a c’hrozmol an dilennad. « Dinan Tolpad-kêrioù a lak ur milion euro war he c’houlzad sevenadurel. Ne ‘zeus ket kalz oc’h ober kement all. Ar gwir hon eus memes tra eta da labourat a-gevred war ar programmadur ! »
N’en deus ket fellet da Arnaud Lecuyer, prezidant (PS) Dinan Tolpad-kêrioù, respont d’hor goulennoù padal en dije bet, deomp da c’houzout, gouezet edo bet nullet an abadenn. E Kuzul Rannvro Breizh, e-lec’h m’emañ-eñ e karg eus an doser berv-se, hag ar muiañ niver gantañ, eo bet nac’het ar goulenn savet d’an 12 a viz Even da skignañ film Pierre Jolivet. Strollad an Ekologourien en doa fiziañs da c’hellout aozañ un tolpad er C’Huzul-se, evel ma vo graet er Breujoù pe er Senad pe e Parlamant Europa.
Diouzh o zu, ar vuzisianed eta a ziskul groñs un « emellerezh bolitikel ». « O virviñ emaomp » emezo. « N’hellomp ket chom mud ha degemer c’hoari politikourien a glask minellañ an teodoù. » Klokaat a ra Arnaud Kermarrec-Tortorici, e penn Mnemotechnic : « Ken aonig eo ar re a gustum programmiñ ar salioù arvest ma ne gemeront ket kalz a riskloù. Anat eo din n’eo ket dinoaz programmiñ hon abadenn-BD ha saludiñ a ran ar re o deus kalon d’hen ober. » Unnek deizad nevez a zo dalc’het adal an 30 a viz Gwengolo, eus Brest betek war al Larzag, o tremen dre Roazhon pe dre Nancy.
Lennit hon enklask « Moc’h fall»
Lennit hon enklask « Moc’h fall»
- Article précédent: Gant Yara, alanit an amoniak e Liger-Atlantel
- Article suivant: An notenn o tiskuliañ penaos e vez taget kelaouennerien Vreizh gant an agrobusiness