- Article précédent: Rannvro Breizh war-nes reiñ 20 000 € a arc'hant publik d'ul lobi evit ar c'hig
- Article suivant: Inès Léraud : « Spontus pegen don eo ar c’hleizennoù a chom c’hoazh hiriv an deiz e memor an dud a gaoz d’an adlodennañ.»
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Pell mat eo Cooperl hiriv an deiz diouzh ar strolladig 25 saver moc’h en deus savet anezhi. Deuet eo da vezañ ur gompagnunezh etrevroadel.
Just-awalc’h e oa an 20 000 euro sañset bezañ implijet gant lobi ar c’hig evit kas ar c’hehentiñ war-raok. Emañ strollad an ekolojisted o vont d’ober ur goulenn ouzh Loïg Chesnais-Girard er c’hengor pad, dilun a zeu.
Digredus a-walc’h ar pezh a zo c’hoarvezet ! Ha diskredig eo chomet strollad an ekolojisted dimeurzh da noz o lenn war lec’hiennoù ar c’hazetennoù Ouest-France hag an Telegramme ne oa ket mui eus ar goulenn yalc’had 20 000 euro a-berzh ar gevredigezh « Les Z’homnivores », pa oa eus ar goulenn-se c’hoazh war veziant diabarzh dilennidi ar Rannvro ! Betek dimerc’her unnek eur ha kart eo chomet amsklaer an traoù.
Tennet e c’houlenn yalc’had gant al lobi neuze, met sklaer eo n’eo ket echu an afer evit kement-se, rak peadra zo d’en em soñjal war mont en-dro ar c’huzul rannvro. Anzav a ra Delphine Alexandre ez eo bet « diskuliet an afer gant dilennidi diavaez ar strollad muiañ niver ». Met hervez is-prezidantez ar Rannvro, « ez eo an darvoud-mañ just a-walc’h, ur brouenn hag a ziskouez eo yac’h ha demokratel mont en-dro ar c’huzul ».
Ha pa c’houlenner outi hag en ez eo « yac’h ha demokratel » gwelout ul lobi kreñv darbet dezhañ kaout arc’hant publik ken aes ha tra, e respont n’eo ket ken galloudus a-se ar gevredigezh « dre m’he deus komprenet e oa gwelloc’h tennañ he goulenn evit ma vefe sederoc’h an divizoù er c’hengor pad ». Dres ar pezh en deus diskleriet Rémi Cristoforetti, prezidant « Les Z’homnivores » d’an Telegramme, pa embann ez eo « o diviz dezho o-unan ».
Sebezet an ekolojisted : « deskiñ an afer-se dre ar c’hazetennoù n’eo ket reizh dija, hag ouzhpenn-se klevout ez eo intrudu ar gevredigezh ar fed dilezel e goulenn yalc’had, se zo ur mod da leuskel al lobi d’en em dennañ brav eus an afer. Ne c’heller ket chom diseblant goude-se ha tremen da draoù all »
« E miz mae e oa bet roet ur yalc’had da Spotentiel hag a labour evit lobi ar c’hig ivez, ha den ebet n’en doa klemmet diwar-se » eme ur c’huzulier rannvro. An taol-man eo bet tennet o goulenn gant « Les Z’homnivores » kerkent hag ez eus bet trouz er mediaoù. Ret eo gouzout e oa bet taget gant ar gevredigezh-se ar gazetennerien enklask, en o zouez Nicolas Legendre hag en deus resevet ar priz Albert Londres 2023 evit e levr « Silence dans les champs » hag Ines Leraud, savet ganti ar vandenn dreset « Ar bezhin glas, an istor difennet ». Tagadennoù, « n’en deus ket keuz » Remi Cristoforetti diwarno. « Estreget ar fed n’eo ket bet skrivet gwall vrav an traoù a-wechoù » a anzav prezidant Les Z’homnivores d’an Telegramme. Eus he zu e lavar Delphine Alexandre « ne oa ket moien da zegemer an tagadennoù-se e-kenver Nicolas Legendre hag e labour. Doujan ouzh ar c’helaouennerezh enklask a c’heller ober, hep bezañ a-du penn da benn gant tout ar pezh a vez embannet».
An ekolojisted a zo en sell lakaat ar gaoz war an afer-se er c’hengor pad, dilun 2 a viz kerzu. A-benn kompren penaos o deus divizet « Les Z’hominivores » dilezel o goulenn yalc’had ha goulenn ouzh Loïg Chesnais-Girard doujañ d’e bromesa graet e miz mae 2020 da lâret eo « chom hep sikour an aozadurioù ekonomikel ha na zoujont ket ouzh prinsipoù an demokratelezh, en o zouez ar frankiz kelaouiñ ».
Hag ur goulenn ouzhpenn eus o ferzh : « petra vije c’hoarvezet ma ne vije ket bet tennet o goulenn gant Les Z’homnivores o-unan ? Pouezet en dije ar Prezidant evit ma vefe votet ar yalc’had ? »