Videoioù

Cooperl : penaos hon eus enklasket war un embregerezh pemoc’h ramzel

Cooperl : enklask war un embregerezh pemoc'h ramzel
Retrouver toute l'enquête >> Retrouver toute l'enquête >>

Labouret o deus e-pad meur a viz Kristen Falc’hon hag Ivan Lovgenoff evit diskoachañ titouroù diwar-benn ar C’hooperl, kevelouri kig moc’h brasañ e Frañs. Embannet eo bet an enklask-mañ en diskar-amzer 2023 hag e teue ar menoz eus un enklask all graet ganeomp anvet « moc’h fall ». Goude bezañ bet da welet al labourerien-douar o deus bet c’hoant hon c’hazetennerien mont da welet pelloc’h evit klask kompren penaos e ya en-dro sistem ar c’hevelourioù.

Rak n’eo ket ken un doare da labourat an holl asambles evit ma vefe aesoc’h al labour. Met kentoc’h un doare da lakaat gwask war an desaverien loened.