E Plouvorn e vez saotret ar stêr gant 80.000 pemoc’h

06/01/2023
Kristen Falc'hon, Floriane Louison
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 14 mn lenn

Ken paot eo ar c’hrevier-moc’h divent eno, ma ‘z eo kumun Plouvorn e Bro-Leon un arouez askoridikaat an desaverezh ha dilerc’hioù war-e-lerc’h. Deomp da heul un enklask en ul lec’h e Breizh ma n’hell mann ebet tremen hebiou d’ar moc’h. Nag an ti-kêr, nag ar c’hleub melldroad, nag an dour, na c’hoazh an aer.

  • Plouvorn, e Bro-Leon, Penn-ar-Bed zo kêrbenn ar moc’h industriel e Frañs. 80 % an desaverezh eno zo staliadurioù rummet evit an endro (SREE), da lâret eo e vezont gant ouzhpenn 2.000 loen pep hini.
  • Ar gumun zo an hini saotret ar muiañ gant an amoniak e Breizh, ur gaz a ra sevel partikulennoù moan, pere a vez pennabeg d’un niver bras a dud mervel bep bloaz e Frañs. Kalite an dour n’eo ket gwelloc’h ; an Horn a vez ken saotret ma eo serret al lec’h pakañ dour abaoe 2007.
  • En o vuhez pemdez e sant an annezidi pouez an desaverezh moc’h : difennet dezho kouronkañ, gwask war an dilennidi, « un omerta » a vez ingal… ar moc’h en em sil e pep lec’h, eus banniel harperien ar skipailh melldroad lec’hel, betek an ti-kêr.

Plouvorn n’ eus ket bet sachet ar gaoz warni c’hoazh. Ha koulskoude, « kêriadenn ar 100.000 pemoc’h », a ya maout an desaverezh askoridik ganti. E-kreiz maezioù Bro-Leon, e-barzh an hentoù-don a gas d’ar bourg, a-hed ar parkadoù adlodennet enno kaol-fleur, avaloù-douar, e kas kirri-samm kantadoù a voc’h bemdez d’al lazhti.

Er gumun vihan 2.900 a annezidi, ez eus tost da 80.000 porc’hell a-drenv mogerioù teñval ar 17 atant desevel ezdouar. 28 gwech muioc’h a voc’h eget a annezidi, pa ‘z eus e Breizh 5 porc’hell evit un annezad dre geidenn. Eus Penn-ar-Bed emañ o tont tost d’an hanter eus ar moc’h savet gant doareoù an industriezh e Frañs. Betek-re eo kaset ar mont en-dro se e Plouvorn. « Amañ, e vez savet moc’h buan ha marc’hadmat ha goude e vezont lakaet war ar c’hae », a zipleg deomp e berrgomzoù Alain*, un desaver eus ar vro.

Diwar an 20 kraou-moc’h brasañ e Frañs ez eus tri e Plouvorn, hervez roadennnoù ministrerezh an treuzkemm ekologel embannet gant Greenpeace e miz Mae. Un danevell a c’houlenn e vefe goursez war ar sevel atantoù renket risklus evit an endro – da lâret eo atantoù ouzhpenn 2.000 penn-moc’h evit sektor ar moc’h. E Plouvorn emañ, 80 % an atantoù gant sifroù eus ar re brasañ. Ha kenderc’hel a ra gant ar bec’h da vezañ ar brasañ meurbet.

13 poull-neuial olimpek dilaoskadennoù loened

Bep bloaz, pe dost e vez kaset goulennoù astenn an tiez-feurm da servijoù ar Stad. 1.742 plas ouzhpenn a c’houlenn an eil e 2016 , 3.040 a c’’houlenn egile ar bloaz da heul. Ar raktres diwezhañ a oa bet kaset e 2020 gant ar gevredigezh Calarnou. Kraou-moc’h François Palut, maer bet Plouvorn, gwerzhet d’unan eus e implijidi pa oa aet war e leve e 2015. Miret en doa lodennoù en embregerezh. Ar pal : kaout 14.000 plas nevez evit lakaat moc’h da lartaat.

Projet d'extension de Calarnou
An ensav war an endro en deus roet un ali a-enep evit ar raktres astenn Calarnou pa n’eus ket « oberezhioù azas na trawalc’h anezho evit bezañ sur e vo mestroni an dilerc’hioù war an endro ». Poltred : Kristen Falc’hon

Ma vefe eus ar raktres-mañ, e teufe da vezañ eil brasañ kraoù-moc’h Frañs gant 20.000 « loen kevatal » hag ur produiñ 45.600 pemoc’h kig ar bloaz. Nebeut goude an SA Kerjean, eus kumun Taole, tost alese.

Un ali embannet gant Kefridiezh Rannvro Pennadurezh an Endro (KRPE pe MRAE) e miz Kerzu 2020 a zeskriv n’eus ket muzul gant ar raktres. 33.000 m³ hañvouez a vefe produet bep bloaz, pe 13 poull-neuial olimpek leun gant dilaoskadennoù bep bloaz. An desaver a bromet treuzfeurmiñ 98 % anezho e Koñpost evit o c’has « er-maez eus Breizh » gant ar gevelouri Evel’Up. Chom a rafe c’hoazh 1.800 litr hañvouez da skuilhañ war douaroù ar c’horn-bro. Ouzhpenn ar gont a azot ez eus enno koulskoude.

Betek bremañ n’eus ket bet aotre ebet c’hoazh eme prefeti Penn-ar-Bed. An teuliad- studiet gant Pennadurezh an Endro- a oa bet lakaet a-gostez, met un eil emeur o sevel eme unan er prefeti. Ur goulenn aotre sevel evit an astenn-se a oa bet lezet en ti-kaer en diskar-amzer 2021. Nac’het e voe gant Gilbert Miossec, maer Plouvorn, e oa bet savet ar goulenn aotre-se en desped d’ar posteloù bet eskemmet ha bet gwelet gant Mediapart et Splann !. An desaver n’en deus ket respontet d’hin goulennoù.

Ar pezh a goust an desaverezh askoridik d’an endro

Plouvorn zo kampionadez ar moc’h industriel e Frañs, met diouzh an tu all ez eo un drouziwezh evit an endro. An darn vrasañ eus ar merkoù evit an endro zo fall-put. An amoniak en o zouez. Ar gaz-se a vez dilaosket gant ar moc’h a sav partikulennoù moan en aer, ha se zo an eil abeg marvañs a c’hellfed tremen hebiou er vro. (Lennit hon enklask diwar-benn an amoniak.)

Mont a ra ar plas kentañ gant Plouvorn er renabl savet gant ar c’henstroll Breizh a-enep an atantoù-uzin, ma kaver ar c’humunioù o tileuskel ar muiañ ar gaz-se gant 178 tonenn ar bloaz, hervez roadennoù Arsellva kalite an aer, Air Breizh. En takad 20 km tro-dro e kaver peder c’humun eus an 10 ma vez an uhelañ an dilaoskadennoù amoniak.

L’Argens est un affluent de l’Horn, rivière qui traverse la commune de Plouvorn et longe de nombreuses terres d’épandage.
« Brav e oa ar stêr e Plouvorn ha distrujet eo bet penn-da-benn », eme ur pesketour eus eno, hep reiñ e anv, gellet en doa tennañ poltredoù eus an darvoudoù. Poltred : Kristen Falc’hon

Ne seblant ket maer ar gumun bezañ nec’het gant ar roadennoù-se. Gilbert Miossec, implijad bet en ur gevelouri-moc’h. « Ret eo paouez lavaret mont a-enep, kalz strivoù zo bet war an teknikoù, gwalc’hiñ an aer a ro an dro da zigreskiñ un dregantad bras a amoniak. N’eo ket ar gudenn vrasañ», emezañ.

Ur riskl diouer dour evadur

Met marteze eo an dour ar gudenn vrasañ ? Abaoe 2007 eo serret añchañ dour ar stêr Horn er gumun abalamour m’eo saotret. Koulskoude eo an dour un danvez holl-ret. Abaoe m’eo serret al lec’h añchañ e vez sachet dour en ur wazh, gwazh Koatoulzac’h ha d’ober en devez da bourvez dour rak re izel eo an dour. « Ezhomm e vo muioc’h mui ouzh an Horn. Gant ar sec’hor ingaloc’h, ez eo un danvez ret », a c’heller lenn e renta-kont diwezhañ emvod-meur sindikad kemmesk an Horn.

Enquête Lobby porcin: Les cyanobactéries donnent une couleur verte à l’eau.
« N’eus den ebet ken a besketa. A-raok e oa dreist, eoged a oa, dluzhed a oa, sili… Hiziv n’eus ket ken koulz lavaret. Santout a reer eo erru fin », eme ar pesketour. Poltred : Kristen Falc’hon

Hervez roadennoù Arsellva an endro e Breizh, ez eus er stêr – ouzhpenn ar c’hementadoù uhel diastuzerien ha fosfor – kementadoù nitrat re uhel c’hoazh. Gant e-tro 60 mg dre litr, n’eo ket mat da evañ. Nitrat deuet diwae ar skuilhadegoù hañvouez diwar ar moc’h, ha kavout a c’heller ober en natur war-eeun pa vez skuilhet dre wallzarvoud.

« An obererezhioù lakaet e pleustr war an tiriad o deus kaset un digresk bras eus an nitrat en dour », eme sindikad kemmesk an Horn, merour an dour evadus war an tiriad. Ha just a-walc’h, war dourioù gorre an Horn n’eo ket pell da vezañ daouhanteret ar c’hementad nitrat. Met gallout a rafe bezañ pell gwelloc’h c’hoazh. E fin ar bloavezhioù 1990, e oa ouzhpenn 100mg dre litr, an uhelañ eus an diazadoù doureier bezhin glas..

Gant ar pal pal kaout dour evadus e Plouvorn en deus an aozadur lakaet e pleustr meur a brogram evit lakaat al labour-douar da emdreiñ, evel nevez ‘zo, gant ar Paemant evit Servijout an Endro a vez roet d’al labourerien-douar a ra evel zo dleet. 39 diwar an 70 atant en diazad doureier-se o deus kemeret perzh, – ar pezh a zo 40 % eus an douaroù.

Guy Pennec, prezidant bodad lec’hel dour SAGE Léon-Trégor zo e-kreiz an teuliad. Pouezañ a ra « un intrudu kreñv gant lusk da vat » evit cheñch doareoù da ober takadoù labour-douar zo e-giz gant al legumaj pe gant ar saout met evit an desaverezh ezdouar « ez eo luzhietoc’h. N’hon eus seurt, dibourvez omp e-tal d’an agro-busisness .»

Difennet eo kouronkañ

Enquête Lobby Porcin: Guy Pennec
Guy Pennec zo maer Plourin-Montroulez ivez, e-unan e lavar bezañ un « den diplomat, rak ar goulennoù a denn d’an dour a c’hell kas bec’h ». Poltred : Kristen Falc’hon

Pesketaerezh, dour evadus… ha kouronkañ. Dilerc’hioù an desaverezh askoridik a vez eeunoc’h gwelet anezho. Kavet e vezont war dachenn-dour Lannorgant, e-lec’h ma ‘z a tud Plouvorn da gouronkañ ha da bourmen. An dachenn dour a vez kaset dour dezhañ gant an Argant, ur wazh o vont d’an Horn da c’houde. Hedal a ra an douaroù a vez skuilhet teilh hag hañvouez gant meur a atant, en o zouez hini Kalarnou. « Al lec’h-se zo brudet evit bezañ ul lec’h m’en em adkav an dud , an annezidi a gav eo “laouenek”, “plijus”, “degemerus” ha “brav meurbet” al lec’h. An takad naturel publik nemetañ eo e Plouvorn », a zisleg deomp an enklaskerez Mallorie Boderiou en he c’hounskrid embannet war an danvez e 2017.

Serret e oa bet an dachenn-dour e-pad 46 devezh warlene abalamour ma oa ur sianobakterienn oc’h en em strewiñ enni, ha dañjerus e oa evit ar yec’hed. Glas e oa liv an dour. Difennet e oa bet d’an dud neuial ar bloavezhioù a-raok, rak unan al lec’hioù saotret ar muiañ gant sianobakteri e Breizh e oa hervez roadennoù an ARS.

Ul liesadur liammet dre vras da dri faktor : dour sac’h, an tommder ha bezañs boued – e-giz an nitratoù pe ar fosfatoù. «Sianobakteri a gaver en holl dachennoù-dour, n’eo ket liammet dre ret gant al labour-douar, un hollad eo », eme maer Plouvorn en ur bouezañ. Met en dour-se e kaver ivez roudoù-all desaverezh, en o-zouez « streptokok kaoc’haj » pe reoù « escherichia coli » – sinoù eo bet saotret gant kaoc’h – ha kementadoù nec’hus e mareoù ‘zo ar bloaz.

Sañset e vo boulc’het ur studiadenn evit kavout diskoulmoù-all evel lakaat un takad skurzer etre an Horn hag ar poull dour kuit n’en em strewfe ar saotradur re en takad kouronkañ.

Ledan al levezon

Evit ul lodenn eus an dud o chom er gumun, ez eo pounner an aergelc’h « omerta zo, evel ma c’hell bezañ e lec’h all war ar maez e Breizh». Kontañ a ra Claude* o chom e Plouvorn abaoe ur 20 vloaz bennak :« Amañ ez eo iskis an doare da ober an demokratelezh. Pa gaoze unan e vez aon da c’houde, daoust ha petra vo. Burutellat eo bet diskaret ur c’hleuz pe tabutal un diviz gant ar c’huzul ti-kêr a vez graet gant aon bras ».

E bed ar politikerezh e seblant bezañ un anadenn levezon hentad ar moc’h. Ar maer a-vremañ, Gilbert Miossec, zo un implijad bet da Prestor (deuet da vezañ Evel Up goude). Kemeret en doa lec’h François Palut e 2020, merour bet deseverien Kalarnou, ar c’hraou-moc’h divent hon eus komzet anezhañ a-raok er pennad, prezidant Kevredigezh evit derc’hel an desaverezh e Breizh, prezidant bet ar gevelouri moc’h LT, (fontet evit dont da vezañ Evel Up) ha pennlusker emsav ar bonedoù ruz e 2013. Savet e oa bet goulennoù outañ gant Splann !, e pouez an desaver war e leve war an ezhomm atantoù bras « evit ma vo kletoc’h evit an desaver hag ivez peogwir eo ret mat bouetañ ar bed »

Araozañ e oa Jacques de Menou e penn an ti-kêr ha se e-pad 42 vloaz. Ur politikour brudet eus an tu-dehou (RPR) e Penn-ar-Bed, senedour bet ha prezidant un embregerezh yêr, keneil e oa gant Alexis Gourvennec. Ar marc’h-blein sindikad labour-douar breton, tapet brud gantañ dre e oberioù feulz hag e doare frankizour da welet al labour-douar.

Goude an hent produadurour tapet e fin ar bloavezhioù 1960 hag e-kreiz ar bloavezhioù 1970, e oa cheñchet an dremmwel penn-da-benn. Poltred : Kristen Falc’hon

Aet eo war digreskiñ niver a dud a labour e sektor ar moc’h er gumun eus 27 da 17 % e-tre 2008 ha 2019. Met chom a ra ur skeudenn bouezus ar pemoc’h. Da skwer, war an dachenn melldroad. Gant harperien skipailh Plouvorn (Avant Garde de Plouvorn) e vez diskouezet ur banniel gant ur penn-pemoc’h uhel, kerkent gant ur sigar en e veg, pe gant ur re lunedoù heol war beg e fri. Bodet e Kevredigezh Desaverien Moc’h Plouvorn, Apporc1, kemer a reont perzh an desaverien e meur a dachenn eus buhez ar gumun. « Sikour a reont ar c’hevredigezhioù lec’hel, profet e vez mailhurennoù d’ar vugale pe pemoc’h rostet, hag e vez kinniget gwelladenn an tiez-feurm. Simpa eo met setu ivez un doare da vezañ sur e vefe asantet al labour kaset da benn ganto », eme un den o chom e Plouvorn. Ur priz kehentiñ zo bet roet e 2012 d’an Apporc.

Diaes cheñch penn d’ar vazh

Darbet e oa kaout reuz e-barzh red buhez politikel Plouvorn e 2020. Evit ar wech kentañ e oa un eil listenn oc’h en em ginnig evit an dilennadoù ti-kêr. Kaset gant Philippe Bras, prezidant ar gevredigezh pesketa lec’hel, a stroum a-enep d’ar saotradurioù deuet diwar al labour-douar. Aet e oa 44 % ar mouezioù eztaolet gante. Berzh o deus graet en desped d’an aergelc’h tenn. Seizh gwech eo bet douget klemm d’an nebeutañ gant dilennidi an tu enep en tri bloaz tremenet, abalamour d’al lizhiri dizanv ha d’ar goudrouzioù marv. Lod eus ar c’hlemmoù zo bet klozet, enklask ez eus c’hoazh evit ul lod all. « War evezh e vezan dalc’hmat », a lavar deomp unan eus ar re o deus douget klemm. Taget int bet dilennidi zo eus an tu-enep gant posteloù kaset d’ho tiez. Setu ar pezh eo bet diskoachet e-pad emvod kuzul-kêr 2021.

L’Avant-Garde de Plouvorn, skipailh melldroad ar gumun zo un elfenn a-bouez eus liammoù sokial ar gumun. Poltred : Facebook Avant Garde de Plouvorn

Met n’eo ket echu an afer gant an istor-se. Taget eo bet dilennidi all hag ur plac’h sacherez-evezh e 2022 ha 2023. E miz Du eo bet skrivet ganti ur postel d’ar prokulor en ul lâr en doa « aon bemdez ». E-touez ar c’hlemmoù bet douget gant an dud ha lennet gant Splann ! ha Mediapart e c’haller lenn ez eus bet cheu gant ur penn bras eus an FDSEA Penn-ar-Bed, ha zoken gourdrouzoù da lazhañ unan bennak bet lâret gant ul labourer-douar war e-levezh e lec’hioù publik.

Kavout abeg er patrom labour-douar a chom luzhiet. Evit an dilennidi kenkoulz hag evit ar gazetennerien. D’ar 24 a viz Mae, Unaniezh ar c’henstrolloù produerien kig e Breizh, aozadur galloudus ma’z eo, a gas ul lizher galv da ziwall d’e izili. « Goude bezañ komzet gant Michel Bloc’h ha Jacques Crolais [prezidant ha rener an aozadur], e fell deomp reiñ deoc’h da c’houzout emañ kazetennerien-stourmer oc’h esae mont e darempred gant un toullad eus pennoù an hentad evit an deizioù ha gant desaverien gant ar soñj sevel pennadoù a-enep ar vicher eme an hini e penn ar c’hehentiñ. Pediñ a ran ac’hanoc’h da gelaouiñ tud ar c’huzul-merañ, desaverien-all kuit na vefent paket berr » da glozañ. Gant gerioù-all : tevel er parkeier.

* Cheñchet eo bet an anv

Boest du

Skrivet eo bet an enklask-mañ gant Splann ! ha Mediapart.

Aterset hon eus 21 den evit kas da benn al labour. Goulennet eo bet chom hep lakaat hoc’h anv evit darn vrasañ, div all o deus cheñchet o ali ha zo chomet hep kaozeal ouzhomp rak o doa aon.

Aet omp en darempred gant tri disaver loened Plouvorn met n’o deus ket respontet d’hon c’houlennoù. Evel hon eus displeget er pennad, goulennet zo bet gant Unaniezh ar c’henstrolloù produerien kig e Breizh (l’Union des groupements de producteurs de viande de Bretagne – UGPVB e galleg) chom hep respont deomp. An unaniezh ivez zo chomet hep respont deomp. Memes tra eus tu Kevredigezh evit ma vevo an disaverezhioù e Breizh (l’Association pour le Maintien de l’Élevage en Bretagne), hag a zo staliet e memes lec’h. Bodadeg produerien Evel Up n’he deus ket respontet kennebeut. Pellgargit amañ an holl goulennoù chomet direspont.

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →