Gwened Tolpad kêrioù : nullet ar Brastres evit kenstagded an tiriad (SCoT)
Jérémie Szpirglas and Splann ! - 04/24/2025
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Nullet eo bet penn-da-benn Brastres evit kenstagded (SCoT e galleg) Mor-Bihan Gwened Tolpad gant lez-engalv velestradurel Naoned d’an 18 a viz Meurzh 2025 da heul galv ar gevredigezh « Mignoned ar wenodenn aod » a zo he fal gwareziñ aodoù ar Mor-bihan. Ar steuñv-se, hag a oa bet votet e miz C’hwevrer 2020, a heñch an doare ma vo aozet ar c’hêriekaat hag ar gwareziñ e 34 kumun eus departamant ar Mor-Bihan e-pad an 20 vloaz da zont.
Met abalamour da betra eo bet nullet ar steuñv ? « Ne zouje ket d’ar melladoù L 121-3 ha L 121 – 21 eus kod ar c’hêriekaat, eme al lez-varn. Rankout a ra ar SCoT resisaat penaos e vez lakaet e pleustr lezenn an Aodoù ha jediñ an niver a dud a c’hall bezañ degemeret er vro. Da lâret eo, ar wask uhelañ a c’hell bezañ lakaet gant an obererezhioù hag an dud hep na vefe an endro hag ar vro en arvar. » Raktreset e oa gant ar SCoT kreskiñ niver an annezidi er vro eus 160.000 da 200.000 a-benn 2035. Padal he deus divizet al lez-varn ne veze ket displeget penaos e c’heller tizhout ar boblañs raktreset e kumunioù an arvor.
Hervez «kevredigezh ar wenodenn aod» en dije ranket an tolpad-kêrioù « displegañ penaos e oa o soñj ober e keñver ar pourvezañ dour, e-keñver an tretiñ dourioù lous, pe c’hoazh evit pezh a sell ouzh an heñchoù, plas ar beloioù hag an dud war droad… »
Posupl eo c’hoazh d’an tolpad-kêrioù kas an afer dirak ar C’huzul Stad evit ma vefe nullet diviz lez-engalv Naoned. Met da c’hortoz e chom ur goulenn bras hep respont avat: petra a c’hoarvezo gant ar steuñvoù lec’hel kêriekaat (PLU e galleg) bet lakaet da dalvezout goude votadeg ar SCoT ? Abaoe 2020 eo bet cheñchet PLUioù Aradon, Arzhon-Rewiz, Gwened, Teiz-Noaloù, Hezoù, Lokentaz ha Sarzhav. Evit poent n’eo ket bet taget steuñvoù ar c’humunioù-se, met a-drugarez da ziviz lez-engalv Naoned e c’hallfe ar c’hevredigezhioù a stourm evit an endro lakaat anezho da vezañ nullet gant ar justis aes a-walc’h. Ma ne rafent ket, dre ma vez votet ur PLU evit 10 pe 15 vloaz bennak, zo riskl bras e vefe kêriekaet er c’humunioù-se evel ma oa raktreset er SCoT a zo bet nullet evit an abeg-se just a-walc’h.
E-lec’h all e arvor an departamant zo bet kaset SCoToù dirak ar justis ivez. Da skouer, hini Bro an Alre, taget gant c’hwec’h kevredigezh, en o zouez an AALLPA, ur gevredigezh a stourm evit ma vefe doujet da lezenn an aod e Bro an Alre. Dipitet eo Anicette Jacopin, ar brezidantez, o welet emañ ar gannaded o klask doareoù da vont hebioù d’al lezenn. « E miz Gouere 2022 eo bet cheñchet SCoT Bro an Alre hep ma vefe kemeret e kont hon evezhiadennoù. War Enez ar Gêrveur zo pevar bourk 5.000 annezad enno en holl a-hed ar bloaz. Padal o deus kavet ar gannaded un doare da renabliñ un ugent ‘‘ kêriadenn’’ pe ‘‘tolpad’’ bennak. Deuet eo da vezañ «kêriadenn» tolpadoù tiez re dost da ribl ar mor. »
« Hervez al lezenn n’eo ket aes tamm ebet renabliñ a-nevez ul lec’h evel «kêriekaet dija», a lâre Laurent Le Clech, un den barrek war lezenn an aodoù, en hon enklask. Aesoc’h eo lakaat un nebeud tiez d’ober ur gêriadenn. Gwelet e vez emañ diouzh ar c’hiz an doare-se d’ober pa seller ouzh ar PLUioù : muioc’h-mui a gêriadennoù zo, ha dreist-holl e lec’hioù kalz re dost d’ar mor e-lec’h ma vez difennet kêriekaat ! »
« Hervez cheñchamant ar SCoT eo bet savet PLUioù Lokmaria ha Sarzhav, a gendalc’h Anicette Jacopin. Evezhiadennoù hon eus graet war ar steuñvoù-se met n’int ket bet kemeret e kont. Just abalamour ma oa sur ar gannaded e vefe taget ar SCoT ganeomp, ar pezh a lakfe en arvar ar PLUioù. Met, da c’hortoz e vefe un diviz justis, e c’hallont kenderc’hel da sevel tiez. »
Hag ur wech savet, n’eus ket moaien mont war-gil, ne vern petra vo lâret gant ar justis.