Tost an hanter eus ar pemoc’h disavet ezdouar e Bro-Frañs zo e Penn-ar-Bed. Bet eo bet da enklaskiñ « Splann ! » diwar-benn rouaned an industriezh-se ha war arzoù demokratelezh an endro.
E Landunvez, Avel Vor, unan eus atantoù brasañ Frañs zo kresket c’hoazh betek produiñ 26.000 penn-moc’h bep bloaz. Sañset eo bet nac’het astenn an ti-feurm gant ar justis div wech abalamour ma oa re fall evit an endro. Met aotreet eo bet memes tra gant prefed an departamant, Philippe Mahé, a-drugarez d’un diell enklask foran gant ur bern titouroù faos eno.
Nepell, e Plouvorn eoerru marn ar stêr Horn. Pesk ebet ken da besketañ, riskloù da chom hep kaout dour da evañ, difennet mont da gouronkañ el lenn… 17 atant moc’h bras divent zo er gumun, da lâret eo 80.000 pemoc’h evit 2.900 annezad. Sur-mat ez eus bet efedoù war an endro. Hag evel e Landunvez, santet e vez pouez ekonomiezh ar moc’h war an ti-kêr.
Pennad kentañ an enklask war Landunvez a oa bet embannet e miz Gouere 2022 war hol lec’hienn hag hini meur a vedia a genlabour ganeomp. Un eil pennad a oa bet embannet gant Mediapart e miz Du 2022, skrivet gant hor c’hazetennerien Inès Léraud ha Kristen Falc’hon. Embannet e vez ganeomp digoust. An trede pennad diwar-benn Plouvorn zo bet kenbroduet gant Splann ! ha Mediapart.