Splann ! en deus klasket kompren. Deskrivet e vo perzhioù dibar un eskopti lec’h ma kaver tud a gav gwelloc’h talvoudegezhioù Renad kozh ar roueed eget reoù un Aviel republikan a vodfe an holl
Rouesoc’h-rouesañ ar parrezioù. Rouesoc’h-rouesañ ar veleien. Rouesoc’h-rouesañ ar frered hag ar seurezed. Met muioc’h a dud eus ar vro a lavar int gwriziennet er feiz eget ma oa n’eus ket pell ‘zo. Dislavar eskopti Gwened a vez lennet er sifroù. Mont a ra niver e veleien war zigreskiñ, ha niver e barrezioù buanoc’h c’hoazh.
Gant tud hon eus kejet outo evit an enklask-mañez eus anv eus ur « relijion o vrañsellat » a zo un difi evit an Iliz pa ya da dostaat ouzh ar c’hlozañ war hec’h identelezh ha n’eo ket mui ouzh an araokaat bet digoret gant sened Vatikan II e 1965.
Ar « brañsellat » a zo bet termenet gant Olivier Roy, prederour hag arbennik war ar politikerezh. Diouzh an doare nevez-se e teu c’hoant da lod adkavout o « gwrizioù », ar pezh a vez taolennet gant an istorour Denis Pelletier alies. Eus eskopti Gwened e teufe lusk nevez ar momeder e Breizh.
Ar "brañsellat"
Evel e Santez-Anna-Wened. Nav bloaz ‘zo e ya Feiz e Breizh kuit eus ar barrez-se. Ur birc’hirinded evit ar familhoù a oa anezhi da gentañ. Deuet eo bremañ da vezañ ul lec’h ma vez bodet meur a strolladig politikel eus tu dehoù pellañ Frañs.
Pe en Oriant, c’hoazh, lec’h m’en deus servijet ti an aluzenerezh da lec’h emvodoù evit un dornad tud eus luskad an identelezh, troet da arvellat ha da zornañ tud a-wechoù memes.
Pennoù an eskopti a respont « e ranker sellet eus an eskopti en e bezh evit kaout ur sell klokoc’h ha tostoc’h ouzh ar wirionez : bras ha lies eo ar Mor-Bihan. Kristenien a bep seurt a gemer perzh e buhez an eskopti ha komz a ra ouzh an holl dud a vez gronnet gant karantez difin an Aotrou Doue ».
Eus an dra-se e vo kaoz en enklask-mañ savet gant Pierre-Yves Bulteau ha Julien Meffre, ha treset gant Placide. Klask a raimp kompren ha degemeret eo bet ar gristenien-se evit « adunaniñ ar strolladoùigoù » pe daoust ha « dibaseet » a-youl vat eo bet an Aotrou ‘n eskob Centène gant tud a yae pelloc’h egetañ war an tu dehoù.
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.






