Kantadoù a enklaskoù foran a vez aozet bep ‘loaz e Breizh. Met re nebeut a dud a oar ez eus doc’houte. Gant
Splann ! e vez renablet bep miz un darn eus ar raktresoù a-bouez a zo war an tiriad, da lak an dud da gemer perzh en tabut foran.
📬 Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail.
Atantoù ha kreginerez
- Lanniliz (29). C’hoant en deus ar Gaec Treguer reizhat un atant desevel saout. Un enklask foran a zo digor betek an 2 a viz Eost.
- An Drinded-Karnag (56). C’hoant en deus Jean-Pierre Pevedic sevel ur poull da naetaat an dour evit an istri kenkaz e vefe saotred an dour gant Novovirus hag Escherichia Coli el lec’h La Pierre-Jaune. Un enklask foran a zo betek ar 16 a viz Eost.
Industriezhioù nevez
- Lotei (29). Savet e vo ul lec’h da stokañ koad ha daou vurev gant an embregerezh Copab e takad labourerezh Ty Hemon. Un enklask foran a zo betek an 19 a viz Eost.
Kêriekaat
- Kaodan (56). C’hoant en deus an Oriant Tolpad-kêrioù krouiñ un takad terkañ kendivizet eus 76 devezh-arat eus an daou du eus an RN 165 war tachennoù labour-douar. « Lec’h ar raktres a c’hall bezañ fall evit ar bevliesseurted rak torret e vo un hent ekologel », eme Aotrouniezh an endro en hec’h ali eus an 18 a viz Even. Un enklask foran a zo digor betek an 8 a viz Eost.
- Saint-Thuriao (35). Savet e vo un dachenn VITT-trial gant Breselien Kumuniezh. Bez e vo ur savadur degemer, daou hent er maez hag ur parklec’h. Gant aotrouniezh an endro eo bet goulennet pet den ouzhpenn e teufe war al lec’h. Un enklask foran war internet a zo digor betek an 19 a viz Eost.
- Si (35). Gant Redon Kêrioù e vo treuzfurmet div dachenn naturel e div dachenn da sevel tiez. Un enklask foran a zo digor betek an 2 a viz Eost.
- Sant-Nazer (44). C’hoant o deus an embregerezhioù Sonadev Territoires Publics hag Actisun sevel ur parklec’h uhel gant panelloù heol warno. Un enklask foran a zo eus ar 1añ a viz Eost betek ar 15 a viz Gwengolo.
- Pleheneg (29). Un emgav boutin a vo d’an 12 a viz Gwengolo, da 7eur, e sal Chez Jeanne, evit lakaat ar gaoz diwar-benn plañs kêriekaat ar gumun (plan local d’urbanisme e galleg).
Puraat an dour
- Pleuveur-Bodoù ha Trebeurden (22). C’hoant he deus Lannuon Treger Kumuniezh sevel un uzin nevez da buraat an dour evit ma vefe e-barzh al lezenn ar rouedad dourioù lous. Evit enober eo daou vont e biv eus lezenn an aod. An enklask foran a zo digor betek an 22 a viz Eost.
Lastez
- Noal-Pondi (56). C’hoant he deus Pondi Kumuniezh adnevesaat lastezerezh Kerponner. Degemeret e vez danvez dañjerus ha reoù ha n’int ket. Renket eo ar savadur-se a ze « da ziwall evit an endro ». Un enklask foran a zo betek an 20 a viz Eost.
Sachit hon evezh !
Gouezet ho peus e kinnig ur raktres-terkañ ober an noaz d’an endro ? Skrivit deomp : contact+alerte [@] splann.org
Doareoù all da zont e darempred ganeomp.