Gant mengleuz Imerys ez eo kontammet mirva naturel Groñvel

11/22/2024
Célia Izoard
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 19 mn lenn
Ur c’hard eus andalouzit ar bed a vez produet ha puraet e Groñvel gant an embregerezh etrevroadel Imerys. Ha p’emañ ar Stad o paouez reiñ aotre d’an embregerezh da genderc’hel da vengleuziañ betek 2044, ha da doullañ ur poull eztennañ nevez, setu m’eo dezrevellet disoc’hoù dielfennadurioù bet goulennet gant Splann !. Kontammet eo endro brasañ mengleuz digor er Frañs gant metaloù pistrius a bep seurt.
  • Gant hon dielfennadurioù ez eus bet diskoachet ez eo tolpet ar metaloù pounner e gwele ar stêrioù en ardraoñ da vengleuz Groñvel a oa etre 20 ha 60 gwech washoc’h eget ar feur uhelañ aotreet.
  • Kontammet eo bet betek mirva naturel rannvroel Magor Penwern.
  • N’eo ket bet kelaouet tud ar vro e vefe eus arsenik ha kadmiom, danvezioù kankreiat, mutagenek ha pistrius evit ar gouennañ.

Ur gwir kastell-dour e Kreiz-Breizh eo kumun Groñvel, gant he zachenn a 80 km². Hec’h eienennoù, he gwazhioù-dour hag he geunioù a vag diazadoù doureier stêrioù an Ele hag ar Blavezh. Eno e kaver ivez annezioù naturel arouezius ar vro, lanneier, geunioù ha pradeier gleb. Evit gwareziñ ar pinvidigezhioù-se e oa bet savet Mirva natur rannvroel lanneier ha geunioù Groñvel, met ivez div lec’hienn Natura 2000 ha meur a Dakad Natur a Laz Ekologel evit al Loened hag ar Plant (TNLTELP).

Pennbouzellet e vezer pa soñjer ez eo ivez e Groñvel brasañ mengleuz digor en he charre er Frañs : betek 1,5 milion a donennoù mein a vez tennet ha puret gant an embregerezh etrevroadel, pezh a ya d’ober ur c’hard eus an andalouzit a vez produet er bed.

Pell zo eo chomet hep bezañ gwelet gant kalz a dud an « Damrec », evel ma vez lâret amañ, diwar anv kozh Imerys. Piv a oar, evit bremañ, petra eo an andalouzit, ar maeneg-se a zalc’h ouzh an temperadurioù uhel-kenañ ? Kavet e vez e doare danvez ouzhpenn er betoñs pe er livaj, er bloc’hoù-keflusker pe en holl fornioù an industriezh, er vetalouriezh pe en nukleel. Met ma implijer alies-mat an andalouzit en industriezhioù evit he ferzhioù dibober (a zalc’h ouzh an tommder), n’eo ket un danvez a implijer war-eeun.

Diouzh un tu all, chomet eo didrouz lec’hienn Groñvel dre ma n’eo nemet ur vengleuz evit ar velestradurezh : gellet a reer empentiñ un dachennig war vord un hent didud, un nebeud kirri-samm. War-bouez…

War-bouez emaomp e gwirionez dirak ur vengleuz gant kraterioù divent, uzinoù, poulloù-dilaviñ leun a drenkenn ha menezioù lastez oc’h aloubiñ an dremmvro, en ur lonkañ parkeier, atantoù hag hentoù. Peadra da lakaat nec’het un nebeud mat a dud er vro, pa welont niver ar re baket gant ar c’hrign-bev, ha p’en em c’houlennont petra a chomo eus an takadoù gleb, eus an eienennoù, eus an añchañ en amzer da zont, pa ne vo tra ebet priziusoc’h eget an dour.

Fellout a ra da Imerys mont betek penn ar vengleuz koulskoude. War-lerc’h un enklask publik o virviñ ha tabutoù entanet, setu m’emañ ar Stad o reiñ an aotre da genderc’hel gant ar mengleuziañ betek 2044 en ur doullañ ur pevare poull eztennañ : un toull ken bras ha 15 tachenn melldroad ha ken don ha pemp savadur parizian bern-war-vern.

Mirva naturel rannvro kontammet gant metaloù pistrius : dielfennadurioù « Splann ! »

War lec’hienn internet Imerys Groñvel e c’heller lenn« unan eus prioriezhioù al lec’hienn eo merañ an distaolioù dourioù […] er stêrioù, en takadoù gleb, ar gweleadoù dour danzouar tro-war-dro ». A-bouez-bras eo an dalc’h, p’en em gav mirva naturel rannvro Magor Penwern en ardraoñ d’ar vengleuz. Ha goude-se, ur 6 km bennak eus al lec’hienn industriel e kaver kentañ añchadur dur mat er stêr Ele hag a zegas dour da 6.000 annezad er c’humunioù war-dro.

Bep bloaz e vez Imerys o tisteurel war-dro 1,5 milion a vetradoù kub a zourioù lous er Gergroaz, ur wazhig-dour a vez o kildroenniñ er strouezh. Tretet e vez an dourioù-se, ha redioù ar prefeti o deus kaset an embregerezh da bostañ nevez zo en un unvez a zo he fal digreskiñ lodenn ar manganez hag houarn en distaolioù. Pezh zo, zoken war-lerc’h bezañ tretet e chom en dour kementadoù uhel a zanvezioù kontammus : prefeti Aodoù-an-Arvor en deus roet aotre d’an embregerezh da zisteurel betek 9 kg a hidrokarbidennoù hag, e-touez traoù all, betek 11 kg kobalt ha nikel bemdez, metaloù kankreiat, mutagenek ha pistrius evit ar gouennañ.


« Efed ebet war an dour », eme koulskoude Imerys, he deus arc’hantaouet ur studi he doa padet pemp bloaz diwar-benn stad ekologel lennad ar Grazuz, ma red ar Gergroaz enni. Ur studi bet paeet gant an embregerezh hag a ro da c’houzout emañ ar wazh-dour « e stad vat » evit pezh a sell parametroù zo, met pezh zo heverk eo ne seblant ket vefe bet klasket er wazh-dour ar metaloù pistriusañ a vez taolet gant ar vengleuz.

Perak ‘ta e vefent bet dedennet da glask ma oa eus houarn, aluminiom pa n’o deus ket klasket danvezioù kalz pistriusoc’h evel an arsenik, ar c’hadmiom, ar c’hobalt pe an nikel a gaver a-hent all e lastez ar vengleuz ? Respont ebet hon eus bet digant Imerys. Neuze evit gouzout hiroc’h eo bet divizet gant skipailh Splann ! lakaat gouelezennoù ar Grazus da vezañ dielfennet.

E miz Gouere hag e miz Gwengolo eo aet tud skipailh Splann ! da dennañ meur a standilhon gouelezennoù e gwele ar wazh-dour, da gentañ-penn en argrec’h da lec’h disteurel dour ar vengleuz, evit gellet kaout ur standilhon «test»; goude-se omp bet lec’h ma vez distaolet dourioù lous Imerys, hag erfin 2gm en ardraoñ eus an hevelep gwazh-dour, er mirva naturel rannvroel. Dielfennet eo bet ar gouelezennoù gant un arnodva kretaet gant Cofrac.

Displeget eo bet disoc’hoù an dielfennadurioù-se gant skoazell Frédéric Gimbert, arbennigour war ar saotradurioù mengleuzioù hag enklasker en eko-pistrioniezh e CNRS Besançon.


Tra ma ne gaver roud ebet eus saotradur e gouelezennoù ar skouerenn test bet tapet en argrec’h d’ar wazh-dour, lec’h m’emañ Imerys o tisteurel dour e kaver ur c’hementad nikel a ya da 60 gwech uheloc’h eget an dalvoudegezh skouer evit un dour dous e stad ekologel dereat, ha kementadoù kobalt a ya betek 20 gwech uheloc’h eget an dalvoudegezh-se. Diskoachet ez eus bet ivez metaloù pistrius n’eo ket sañset Imerys disteurel en dour : tro peder gwech a arsenik an dalvoudegezh reizh a arsenik hag ur c’hementad uhel e kadmiom, an daou o vezañ kankreiat, mutagenek ha pistrius evit ar gouennañ.

« Kementadoù uhel a zanvezioù pistrius a zegas un dañjer da vat hag ur riskl posupl evit an endro. Ret e vefe ivez klask an danvezioù pistrius-se en douar lec’h ma kouezh ar boultrenn diwar ar mengleuziañ, ha mat e vefe kas ur studi ledanoc’h evit priziañ a r riskloù an endro hag ar yec’hed publik. »

— Frédéric Gimbert, arbennigour war ar saotradurioù mengleuzioù hag enklasker en eko-pistrioniezh e CNRS Besançon. ,

Gant hon dielfennadurioù ez eo bet diskoachet ivez ez ar c’hontammadur en tu all da drowardroioù tost ar vengleuz. Daou gilometr en ardraoñ d’ar vengleuz, e kalon mirva naturel rannvroel Magor Penwern, e kaver kementadoù nikel ha kobalt 10 gwech uheloc’h eget an talvoudegezhioù skouer evit ur wazh-dour e stad ekologel a-zoare.

Añchañ dour mat da evañ en ardraoñ d’ar vengleuz

E peseurt stad emañ an traoù 6 km en ardraoñ, er stêr Ele lec’h ma vez tennet dour a vo tretet evit bezañ dasparzhet er c’humunioù tro-dro gant Dour ar Mor-Bihan ? Evit gouzout hiroc’h eo aet izili skipailh Splann ! betek Toull Treñk, lec’h m’emañ ar greizenn glanaat dour e-kreiz labourioù just a-walc’h. Un unvez tretiñ a vezer o sevel evit ur c’houst a 6 milion a euroioù arc’hant publik.

« Saotradur an dour gant ar vengleuz ? Aes eo ! N’eus tra ebet da lâret aze. N’eus kudenn ebet », eme raktal Dominique Riguidel, rener Dour ar Mor-Bihan, deuet e-unan da lâret deomp pa ’n em welomp. Digoret ez eus bet añchadurioù dour danzouar nevez a c’hello « liesaat an danvez, ha digreskiñ ar c’hementadoù a vez lamet digant an Ele », e tispleg deomp. Da lâret eo, evit bezañ resis, bevenniñ revit ma zepantfe nebeutoc’h diouzh añchadurioù Pont Sant Erwan war an Ele, en ardraoñ d’ar vengleuz.


Padal e lâr deomp rener Dour ar Mor-Bihan deomp krenn-ha-krak : netra da welet gant ar fed e vefe Imerys o tisteurel bep bloaz 1,5 milion a vetradoù kub a zourioù leuna sulfat, hidrokarbidennoù ha metaloù pounner en argrec’h eus an añchadur. « Gant an unvez nevez e vo moaien tretiñ gwelloc’h pestisidoù ha louzoù », emezañ evit kendrec’hiñ ac’hanomp.

Nec’het e chom un ijinour war ar gimiezh hag arbennikour war ar c’hontammiñ evit aozadurioù yec’hed publik : « Poan ‘meus krediñ ne vefe liamm ebet etre an holl labourioù-se hag astenn ar vengleuz. Pa weler pegement e koust reneveziñ ur staliadur evel-se, n’eo ket seurt traoù a reer hep kaout un abeg resis. Ha n’eo ket kustum kaout seurt doare tretiñ dour e penn an diazad doureier, lec’h ma n’eo ket sañset bezañ ken saotret an dour ».

Evit anavezout kalite an dour war an Ele, en ardraoñ d’ar vengleuz, ken aes all eo mont da c’houlenn digant ajañs rannvroel ar yec’hed (ARS), a vez oc’h evezhiañ an añchadurioù. Goulennet hon eus diganto kaout an dielfennadurioù dour bet tapet en ardraoñ da C’hroñvel.

« N’eus tamm kontrol yec’hed war al lec’h pourveziñ dour e Pont Sant-Erwan nemetken », setu pezh zo bet respontet deomp gant an ARS. Neuze ne vefe ket evezhiet an añchañ dour ar muiañ en arvar da saotradurioù ar vengleuz : ne vez kontrolet an dour gant an ajañs publik nemet ur wech m’eo bet mesket gant dour ar greizenn glanaat dour. Ur wech tanavaet en dourioù bet tapet e lec’h all ne c’heller ket diskoachañ ken danvezioù pistrius ar vengleuz. Pezh a lak tud zo a vez o chom en trowardroioù da ziverrañ stad an traoù, ha dipitet int : « Gant Imerys e vez implijet mirva naturel rannvroel da greizenn glanaat dour» evit gellet tretiñ an dourioù distaolet leun a vetaloù pistrius. « Met ma kendalc’h da greskiñ kementad an danvezioù kontammus da greskiñ ez eus ur riskl ne vo ket posupl ken implijout an dout añchañ evit ober dour mat da evañ », a zispleg deomp an ijinour war ar gimiezh.

Gant lastez ar vengleuz ez eo kontammet an dourioù danzouar

« Un devezh tomm en hañv, pa oan krennardez e plije din klask al lennoù-dour en trowardroioù gant ar fotoioù dre satelit. Evel-se em eus diskoachet ul lagon glas e Groñvel, ha goulennet ‘moa digant ma mamm : ‘Perak n’omp ket aet da gouronkañ du-se gwech ebet ?’ ». Ha setu penaos eo bet diskoachet mengleuz Groñvel gant Camille : gant ar spi mont da gouronkañ. En aner : al lenn-se, 24 devezh-arat enni, bet ur poull eztennañ, ne ra nemet dastum dourioù trenk ha fank diwar an tretiñ dour en uzinoù ar vengleuz.

Soñj he deus ivez ur C’hroñveladez all : « E-doug an emvod-se e 2022 em oa bet goulennet petra a oa er foz a veze graet «foz 2» outi. Respontet e oa bet din gant tud Imerys ‘Mika hag oksidenn houarn. » Netra da vezañ nec’het gantañ, neuze… Moaien e vefe bet da gCamille kouronkañ enni. Padal, en un daolenn kollet -touez an 3 000 pajennad eus teul an enklask publik, setu ma lenner ez eus er fank-se kementadoù uhel a gadmiom, krom, kobalt, nikel ha plom : metaloù « pounner » evel ma vez graet outo, kankreiat, neuropistrius, ha pistrius evit ar gouennañ.


Danvezioù kimiek all a vez implijet er vengleuz a gaver ivez e fank ar foz-se. E-doug un emvod publik e oa bet gwarantet gant mouezh aotreet an embregerezh e oa « ne veze ket implijet danvezioù kimiek da geñver an eztennañ mein ». Teulioù an enklask publik a zispleg koulskoude e vez implijet 75 toen a zanvezioù pistrius evit an endro hag ar yec’hed bep bloaz gant mengleuz Groñvel.

Metil-izobutil karbinol da skouer, a zo un dileizher dañjerus evit ar gweleadoù dour dindan douar, met ivez an akrilamid, a zo kankreiat, mutagenek ha pistrius evit ar gouennañ, ar sulfonat natrium hag an amylksantat, daou zanvez pistrius evit ar vuhez en dourioù.

Un tregont bennak a dodennoù eus an danvezioù-se a vez bannet el « lenn kaer » bep bloaz. N’eus netra evit mirout ouzh ar fank trenk-se d’en em silañ en dourioù danzouar adalek deun ar foz. Ha memestra evit takadoù all al lec’hienn m’eo miret fank enno : ar « poull n°1 » (2 vilion a m³) hag ar « chaoser kozh » (900 000 m³).

Ha krog eo an devezioù kontammiñ al lastez pistrius-se da vont war-zu an dourioù danzouar : setu pezh a ziskouez elfennoù zo bet diskleriet gant Imerys da servijoù ar velestradurezh. Gant unan eus binviji an embregerezh ez eus bet muzuliet e oa aet war-gresk spontus feur an danvezioù pistrius etre 2012 ha 2021.

E-barzh danvezioù lastez ar vengleuz e kaver da skouer e-leizh a nikel, pa ouzer e teu kleñvedoù kalon ha gwazhied, ha krign-bev ar skevent hag ar sinuzioù diwarnañ. Betek 40 gwech ar feur nikel uhelañ aotreet en dour mat da evañ e kaver koulskoude en dourioù danzouar. Ha c’hoazh ne vez ket muzuliet darn vras an danvezioù pistrius all (kobalt, kadmiom, arsenik, ha danvezioù kimiek all…) p’eo posupl e vefent bet o tizhout ar gwelead dour koulskoude.

E miz Even 2024 e oa bet servijoù ar Stad o hiraat eus 20 vloaz an aotre mengleuziañ, pezh a gaso da greskiñ ar bern lastez eus 12 milion a m³ ouzhpenn, kement a zanvezioù a vo berniet war al lec’h pa n’int ket sañset mont war-zu an dourioù danzouar evit ar c’hantvedoù da zont. Padal n’eo ket deuet a-benn Imerys da virout outo da gontammiñ an dourioù danzouar betek-henn.

Ha piv a vo aze evit tretiñ an dourioù trenk er bloaz 2150 ?

Sañset e vo echu e 2044 an eztennañ andalouzit hag erru e vo poent « adlakaat e stad vat », evel ma vez lâret. Met un dra zo gant ar mein a vez eztennet e Groñvel koulskoude : pirit a gaver ennañ, da lâret eo sulfur. Ha diwar-se, pa vez ar glav o kouezhañ war ar reier lakaet en noaz dre an eztennañ, pe war ar bernioù divent a lastez diwar ar vengleuz, aze e teu an dour da vout trenkenn sulfurek, ha kas a ra gantañ d’an ardraoñ danvezioù pistrius all a gaver er reier. Se eo pezh a reer « dizourañ trenk ar mengleuzioù », unan eus an doareoù spontusañ da saotrañ a weler pa douller mengleuzioù.

Evit poent e vez dastumet ha tretet gant Imerys an holl zourioù a ruilh war al lec’hienn, ha tennet o zrenkennegezh. Met piv a raio kement all a-benn ur c’hantved, evit mirout ouzh ul lanv drenk da gontammiñ gwelead an Ele ? Hervez teul an enklask foran ec’h embann Imerys « ne c’hello ket an dour glav trenkaat » ur wech ma vo lakaet al lec’h e stad vat en-dro. Ha lakaet « didreuzus » e vo ar bernioù lastez pistrius gant ur gwiskad restachoù mengleuz moan-tre goloet gant un nebeud santimetradoù douar war-c’horre. E-pad an dek vloaz goude bezañ lakaet un termen d’ar produiñ e raio an embregerezh war-dro heuliañ al lec’hienn.

Quand le vent souffle, les poussières du Sabès, cette montagne de résidus, forment un panache qui saupoudre la campagne.

Gouzout a reer ervat koulskoude n’eus termen ebet d’an dizourañ mengleuz trenk, evel m’eo degaset da soñj kevredigezh geologourien mengleuz SystExt. E Chessy-les-Mines, e departamant ar Ron, ez eus bet tennet gounid eus ur gwelead pirit abaoe ar Grennamzer. Serret e oa bet ar vengleuz goude ma vefe bet fontet an doullenn bennañ er bloaz 1877. Hervez un danevell chomet kuzh bet savet gant ar BRGM (Burev an Enklaskoù Geologel ha Mengleuzioù) e 2019 bet lennet gant skipailh Splann ! ez eo diskrivet penaos e vez tretet an dourioù trenk e Chessy.

Merzhet ez eus bet gant ar Stad e oa « re saotrus » an dourioù, daoust ma oant bet tretet « abaoe 130 vloaz », a dre-se en deus bet ranket ar Stad lakaat sevel lec’hioù tretañ doureier e 2005. 150 vloaz en deus padet an dizourañ mengleuz trenk e Chessy hep na vefe bet digresket tamm trenkted an dour na feur uhel ar metaloù en dour abaoe keit all, hervez an danevell.

Ar gudenn zo ledet war 40 devezh arat e Chessy a vefe war 530 devezh arat e Groñvel. Krouiñ ur poull nevez ha bernioù lastez ouzhpenn ne raio nemet kreskiñ kementad an dourioù trenk a vo ret plediñ ganto evit ar 6 pe 7 rummad da zont.

« Kudennoù bras divent zo bet degaset deomp gant saotradur mengleuzioù gwechall, ha n’eo ket dianav d’ar Stad pa rank merañ anezho well-wazh. Met ober a ra an Hevelep fazioù, ha betek 10 gwech gwashoc’h zoken. Gant servijoù ar prefeti eo bet roet an aotre hep muzuliañ pegen bras ar saotradur. »

— Dominique Williams, ezel eus Dour ha Stêrioù Breizh. ,

Kelaouet e oa bet prefeti Aodoù-an-Arvor ha renerez rannvroel an endro diwar-benn ar saotradur gnt metaloù pounner bet diskoachet gant hon enklask, ha diwar-benn ar c’hudennoù bet savet gant an dizourañ treñk a-vras a vefe pa vo serret al lec’hienn. Gant Rannro Breizh ivez « ez eus bet kaset an titouroù-se d’ar Stad evit ma c’hellfe respont ouzh an nec’hamant bet diskouezet gant an dud » e-keit ma lavare da Splann ! e oa « war evezh war ar galv bet embannet » diwar-benn ar saotradur er mirva naturel rannvroel.

Ha koulskoude, daoust m’hon doa savet goulennoù, n’eus ket fellet d’ar Stad respont ouzhomp. An embregerezh Imerys, diouzh he zu n’eus ket fellet respont ouzh hor goulennoù, padal hon oa roet digarez dezho da zont en-dro war ar fed m’o doa diskleriet ne oa ket eus metaloù pounner nag efedoù war an dour. Met evit bremañ ez eo bet kaset dirak al lez-varn an tabut diwar-benn astenn ar vengleuz. E dibenn miz Here ez eus bet lakaet dirak lez-varn velestradurel Roazhon gant ar gevredigezh Dour ha Sterioù Breizh ur rikour en enep da zigeriñ ur foz nevez.

Kaoz eus poultrenn gant Imerys

« Ha gwelet ‘peus ar poultrenn aze ? Evet e vez gant al loened hag analet gant hor bugale », eme ur C’hroñveladez, gwreg ul labourer-douar, nec’het anezhi. Mantret eo Emilie o tiskouez deomp ar san-dour war doenn he zi. Goloet eo gant ur gwiskad du ur meudad a devder outañ. « Naetaet eo bet ganin, met deuet eo en-dro dindan un nebeud mizioù hepken », emezi c’hoazh.

En tu all d’an teir labouradeg a gaver war al lec’hienn, pezh a zegas ar boultrenn-se zo ar «Sabès» un duchenn vras a lastez en tu all da dregont metrad a uhelder, war un dachenn ken bras hag 50 tachenn melldroad. Pa c’hwezh an avel e sav ur blumachenn a strew poultrenn war ar vro.

Gant kement a glemmoù bet douget he deus ranket ar Stad goulenn digant Imerys lakaat er c’hêrioù tro-war-dro jaojoù « Owen », seurt endalc’herioù plastek sichet war ur peul. Hervez an embregerezh « eo bet diskouezet n’ez a ket en tu all d’ar reolennadurioù ar feurioù bet muzuliet nepell eus al lec’hienn ». Pezh ne fell ket dezho lâret ez eo n’eo ket trawalc’h muzuliañ kementadoù poultrenn, o zañjerusted eo. War ar poent-se eo bet lâret gant Imerys d’an annezidi e oa « aluminiom dre vras e poultrenn ar vengleuz ».

En un danevell bet embannet gant an embregerezh e c’heller lenn ivez ez eo« traezh moan prop a vez berniet war ar Sabès, n’eus danvez kimiek ebet enno ». En tu bennak e-mesk 3.000 pajennad an enklask foran e kaver roll gwirion an danvezioù a gaver er boultrenn a ya d’ober lastez ar vengleuz : an hevelep aridennad metaloù kankreiat a gaver ivez er goueledennoù bet dielfennet gant Splann ! : krom, arsenik, nikel, plom…

Evit lod eus an annezidi ez eo lastez ar vengleuz, hag ar boultrenn dreist-holl, gant kleñved-red ar c’hrign-bev bet diskoachet e trowardroioù al lec’hienn. Soñj en deus Jean-Yves Jego, desaver loened en ur gêriadenn nepell ha kuzulier-kêr an tu-enep e Groñvel eus pezh a oa bet lâret dezhañ gant implijad an MSA p’en doa loc’het gant an desevel givri er bloaz 2011 : « Hanter dre farserezh en doa goulennet diganin : «Ha sur oc’h e fell deoc’h en em staliañ amañ ? Tri faotr yaouank zo bet falc’het gant ar c’hrign-bev nepell amañ ! »

Un dachenn c’hleb n’eo ket ur blantenn en ur ranndi

Ar poull n°3 a vezer o toullañ evit poent a oa bet toullet war un dachenn c’hleb ha war un takad gwarezet gwazhioù dour. Hag evit gellet labourat eno e oa bet Imerys o vangounellat dibaouez an dour danzouar, ha dizouret alese ul lodenn gaer eus an tachennoù gleb tro-war-dro. « Evel-se e oa bet distrujet da vat an eienennoù war ribl dehou ar wazh pemp bloaz zo, pa oa bet brasaet ar poull », hervez Christelle, labourerez-douar hag ezel Refrac’terres, ur gevredigezh a vod tud ar c’hornad koulz hag arbennigourien, gant ar pal enebiñ ouzh digor ur pevare poull.

Touet eo bet gant Imerys koulskoude «ne vo distrujet tamm tachenn c’hleb ebet» gant ar poull niverenn 4. Ezhomm e vo bangounellat dibaouez an dourioù danzouar koulskoude, pezh a c’hellfe disec’hiñ an tachennoù gleb tro-dro. Evit miret ma vefent distrujet eo bet kinniget gant an embregerezh d’ar velestradurezh ur wikefre eus ar re speredekañ : ur « savell dourañ sprinklerioù warni » evit dourañ e-doug darn ar bloaz tachenn c’hleb Kerroue tost alese. Goulennet hon eus digant Bernard Clément, kelenner war ekologiezh ar plant e Roazhon hag arbennigour al lanneier hag ar geunioù pezh a soñje eus an dibab-se : « Digaset eo dour an tachennoù gleb diwar ar mammennoù dour peuz-don : bouetaet gant ar c’hondon, ha n’eo ket gant an dour a-ziwar gorre. » Un dachenn c’hleb n’eo ket ur blantenn ti. Gant prefeti Aodoù-an-Arvor eo bet asantet e vefe eus an dourañ geunioù, met anvet eo bet « sikour d’ar morizeloù», kuit na vefe graet goap.


Skeudennoù gant Aurélie Calmet

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →