Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh
Splann ! a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.

Paeron Splann ! zo Disclose, anavezet rak eo bet diskoachet ganto aferioù gwerzañ armoù gant Bro-C’hall. Inès Léraud, kazetennerez ‘neus skrivet ar vandenn-treset « Bezhin glas, an istor difennet » zo ivez hon maeronez ha ‘neus kemeret perzh e krouidigezh Splann !. Ur media hag a zifenn frankiz ar c’helaouiñ omp : bodet hon eus kazetennerien eus mediaoù disheñvel-kenañ a-benn ’bout kreñvoc’h.
Gant « Splann ! » ‘vez enklasket a-benn ma vefe aesoc’h buhez e Breizh
Saotradur an aer gant amoniak, distruj an ospitalioù publik, riskloù ar metanaat hag an agro-boued, feulsterioù e skolioù katolik, gwask eus lobby ar moc’h…Gant ar pezh ‘vez diskoachet ganeomp, ‘vez lakaet an tabut foran da grenañ. Hon fennadoù ‘zo bet implijet zoken el lez-varn.
Krediñ a reomp o ‘deus ezhomm ar geodedourien eus enklaskoù don ha sirius a-benn ober o soñj dezho war ar bed. Un doare da reiñ ostilhoù a-benn kompren enkadenn sokial, an endro hag an demokratelezh.
Gwriziet mat eo Splann ! e Breizh. Anat eo e ‘vez soutenet ar brezhoneg a zegas pinvidikaez hag ur sell disheñvel en hol labour. An holl enklaskoù ‘vez embannet en div yezh d’an nebeutañ.
Tro-dro da 32.000 € zo ezhomm evit un enklask
-
Gopr ha skodennoù sokial evit ar gazetennerien (45 %) -
Gopr ha skodennoù sokial evit ar penn-kazetennerezed (40 %) -
Gopr ha skodennoù sokial evit an droidigezh (5 %) -
Alvokad (4 %) -
Skeudennoù (4 %) -
Fredoù hent (2 %)
Mediaoù all-a-benn tizhout ar muiañ a dud
En ur bed mediaoù kontrollet dreist-holl gant un dornad miliarderien, e kenlabouromp gant mediaoù all, lec’hel pe broademediaoù evit skignañ titouroù a c’hellfe trubuilhañ ar re c’halloudus. Ze zo kaoz ‘vez embannet ha brudet hon fennadoù en doare digoust gant ar rouedad Radio Breizh, Radio BOA, Frañs 3 Breizh, Mediapart, Reporterre, Basta!.
Tu zo kavout ac’hanomp ivez e emgavioù publik a-benn kinnig hon labour. Alies mat e vezomp pedet gant kevredigezhioù, skolioù pe festivalioù. An holl emgavioù a c’haller kavout bep miz en hon lizher-kelaouiñ.
Setu hon doare d’ober : kelaouiñ ar muiañ a dud posubl war ar pezh ‘vez diskoachet ganeomp a-benn ma cheñchfe an traoù.

Ur media dizalc'h, dugoust adrugarez d'ho harp
Splann ! ‘zo ur gevredigezh lezenn 190, a zo lec’hiet e sez e Gwengamp, en Aodoù-an-Arvor. Dilenn a ra ar vodadeg vras ur burev evit ur prantad daou vloaz.
Tregont ezel, al load vrasañ anezho o deus ur gartenn kazetenner, a skoazell a-youl vat labour hon skipailh embann micherel. Pemp kazetennerez a zo er skipailh, hag ivez ur merer melestradurel. Pa vez graet an enklask, e vez zavet koubladoù gant kazetennerien arbennik, paeet « à la pige ».

Gant al lennerien 'vez soutenet ar raktres
Ur c’homite evezh a ra war-dro eus pelec’h e teu an arc’hant a-benn ne yafe ket a-enep karta embann Splann !. Ne c’hall ket ar gevredigezh ’bout arc’hantaouet ouzhpenn 10% eus he buget gant ur memes den, a-benn chom dizalc’h.
Anavezet eo Splann! evel ur servij kelaouiñ enlinenn. Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66%. Resev a reot ur skrid-taos e penn-kentañ ar bloaz war-lerc’h ho donezon, a-raok an amzer da ginnig taosoù.
Gall a reoc’h reiñ el linenn, dre chekenn pe an ti-post, ha dibab da reiñ un tammig bep miz. Ze ‘ ro tro deomp da rakwelet evit an amzer da zont. Ma tibabit ar mod-se e c’houlennomp diganeoc’h lakaat al lamadenn SEPA da gentañ.

N'ez a ket en dro ar bajenn da reiñ arc'hant ?
Gall a reoc’h mont war-eeun war pajenn Donorbox evit reiñ un tamm souten deomp.
Ma ne dreiñ ket pajenn Donorbox e c’hallit reiñ arc’hant ivez dre HelloAsso war ar bajenn-mañ.
Evel-just ma vez diaes ar jeu e c’hallit dont en darempred ganeomp evit kavout un diskoulm asambles.
Gwelloc'h eo deoc'h reiñ dre cheken pe gant arc'hant gwir ?
Kasit anezhi a Splann !,
« Da Splann ! » Ti ar vro, 3 plasenn Maez ar Roue, 22200 Gwengamp






