Iberdrola. Pa vez louz ar jeu gant an energiezh « naet »

Itzel Marie Diaz, Lena Lopes - 03/29/2022

Pennadoù an enklask
220311 - Splann ! Dessin Belo Monte Yann Le Sacher~1

Digoradur

62 rod-avel a vo plantet e foñs mor Bae Sant-Brieg, e Breizh, war un takad braz a 75km². Embregerezh spagnol Iberdrola an hini eo a zo e penn ar chanter-se, dre e is embregerezh breizhad Ailes Marines. War ar renk emañ ivez er galv da ginnigoù un eil parkad tourioù-avel er mor, nepell eus Enez Groe. Pal Iberdrola, eme-eñ, eo « sevel ur raktres kiriekha padus ». An embregerezh spagnol eo an hini pouezusañ er bed da geñver energiezh an avel, hag e embann splann eo « kizidig ouzh gwareziñ an endro ».

Met peta ‘zo kuzhet a-drek d’ar c’homzoù-se ? Sed aze ar pezh eo bet o klask kazetennerezed Splann !, dre un enklask dokumantel braz e 4 yezh disheñvel. Bet lakaet o frioù e raktresoù all «energiezh c’hlas» Iberdrola, e kevandirioù all. Kar pell a-raok dont da sevel peulioù e Breizh e oa bet Iberdrola o staliañ bern reoù all e Amerika. Ha kalz traoù a zo da ziskoachañ : lazhet kementadoù braz a laboused, marvet tonennoù a besked, gwallet gwirioù Bugel-Den memes hervez kalzig a vammennoù, ha zoken, nepell eus tourioù-avel an embregerezh, drouklazhet stourmerien amerindian…

Tro-war-dro raktresoù Iberdrola, poanioù ‘zo n’int ket prest da vout pareet.

Boest du

N’eo ket bet respontet d’hon c’houlennoù na gant Iberdrola, na gant Iberdrola Meksiko.

  • Resontoù Néoenergie diwar-benn Teles Pires

  • Respontoù Norte Energia SA

  • Respontoù Néoenergia diwar-benn Baixo Iguaçu

Mont pelloc'h

Petra eo hon youl ?.

Falloc’h-fallañ ar jeu gant an endro er bed. Hag e soñj deomp eo ar c’hazetenniñ un ostilh da cheñch an traoù. Da dud ar vro da implij an titouroù embannet ganeomp a-benn bountañ war dilennidi ha kannaded

Arc’hantaouiñ

Paeet eo bet al labour-mañ 100 % gant tud voutin, dre chekenn pe dre al lec’hien Donorbox. Enklaskoù nevez ‘vo tu lañsan gant ar pezh ‘vo roet ganeoc’h. Tu zo tennañ 66 % eus an arc’hant roet diwar an talioù. Evit un donezon 100 € e vo paeet e gwirionez 34 € hepken ganeoc’h.

Ganeomp ne vo ket degemeret muioc’h a 10 % eus hon arc’hant digant ar memes kevredigezh pe aozadur : sed aze un doare da chom dieub ar muiañ posupl. Yalc’hadoù ivez na vezont ket digemeret ganeomp.

Enklask kaset da benn gant ar gazetennerien :
Itzel Marie Diaz
Lena Lopes
skoazellet gant :
Caroline Trouillet
Sylvain Ernault
Juliette Cabaço Roger
Faustine Sternberg
Gwenvaël Delanoë
Mersi bras da :

Troet eo bet pep tra gant Tudual Karluer. Gant Yann Lesacher (Yal) eo bet graet an tresadennoù. Pierre Corbin ‘neus sikouret evit ar gartenn. An enklask-mañ zo bet embannet digoust a-drugarez d’ar mediaoù a genlabour ganeomp : France 3 Breizh, Pobl Vreizh ha rouedad Radio Breizh.

Hor c'hevelerien