Lizher-kelaouiñ : temptadur ar betoñs en arvor #16
Bep miz e vez graet an dro ganeomp eus lizher-kelaouiñ « Splann ! ». C’hoant ’peus gouzout petra zo bet nevez e Breizh hag er bed e-pad ar miz tremenet ? Un abadenn gant Juliette Cabaço Roger (« Splann ! ») hag Enora Molac (Radio Boa).
Fokus
- Dremmoù disheñvel Alain Glon, penn bras al lobioù ekonomikel ha sevenadurel e Breizh ;
- Temptadur ar betoñs en arvor – un enklask nevez da zizoleiñ ;
- Atersadenn ar medisin Pierre Philippe, sacher evezh war ar bezhin-glas.
Dastumet evidoc’h
- Tammoù plastek war an traezennoù ;
- Klemm a ra an FNSEA àr ar c’hontrolliñ o atantoù, met 9/10 n’int ket bet kontrolet ;
- Kudennoù war-dro an agrivoltaïsme ;
- Taget ar c’helaouiñ gant an tu dehoù-pellañ.
Da adkavout ivez er podkast-mañ : « Tro-dro deoc’h » ha « Deiziataer Splann ». Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all.






