Peseurt raktresoù ‘zo tro-war-dro e Breizh e miz Ebrell 2025 ?
Splann ! - 04/28/2025
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail.
• Combou (35). Fell a ra da sindikad dour diazad al Linon kempenn metoù dour an diazad. Digor eo an enklask foran betek an 16 a viz Mae.
• Redon (bro) (35). Adaozet e vo an tachennoù labour-douar hag ar c’hoadoù war dakad puñsañ-dour Bas-Sancé ha war dakad dizourañ bro Cogolais evit ma vefe gwarezet ar metoù dour war gumunioù Le Châtelier, Saint-Jermain, Maen-Roch, Romagnë ha Saint-Saoveur. Digor eo an enklask foran betek an 28 a viz Mae.
• Acignë (35). Fellout a ra d’ar gumun reiñ tachennoù evit ma vefe savet takad terkañ kendivizet (ZAC e galleg) Judith d’Acigné. Digor eo an enklask foran betek ar 5 a viz Mae.
• Etrelle (35). C’hoant he deus an embregerezh Legendre Développement krouiñ ur savadur nevez evit mirout dafar ha kaout burevioù ouzhpenn en takad terkañ Piquet. Ur savadur 5.900 m² anezhi e vefe. Roit hoc’h ali betek ar 26 a viz Mae.
• Douarnenez (29). Labourioù zo raktreset war dreuzell an Treiz evit ma c’hallfe treuziñ an dud dalc’het en o c’herzhed eus ar porzh Rhu betek Treboul. Doujus ouzh dremmwel an arvor a ranko bezañ ar raktres. An enklask foran a zo digor betek an 26 a viz Mae.
• Berteuil (35). Daoust hag-eñ eo mat krouiñ un takad terkañ kendivizet (ZAC) e Trémillé da geñver steuñv kêriekaat (PLU) Breteuil ? Ha daoust hag-eñ eo a laz hollek ar raktres ? Roit hoc’h ali betek an 2 a viz Even.
• Teiz-Noaloù (56). Raktreset eo cheñch steuñv kêriekaat (PLU) ar gumun. Ar pal eo resisaat ar reolennoù grafik evit gwareziñ ha lakaat da vezañ gouez en-dro ul lec’h naturel hag ur wern. Resisaet e vo ivez ar reolennoù grafik ha skrivet evit ma vefe moaien sevel raktresoù nevez e straed ar Sportoù. An enklask foran a zo digor betek ar 16 a viz Mae.
• La Celle (35). Goulenn a ra an embregerezh Rallu Transports krouiñ ur savenn kas-degas marc’hadourez. Gallout a reer reiñ e ali betek ar 24 a viz Mae.
• Goulien (29). Fellout a ra d’an EARL des Hortensias brasaat hec’h atant sevel moc’h hag adnevesaat he steuñv skuilhañ hañvouez. Roit hoc’h ali betek an 20 a viz Mae.
• Plougernevel (22). Raktreset e vez sevel ur greizenn panelloù heol war an douar e Kerauffret, gant an embregerezh CPV SUN 40. Enklask foran betek an 23 a viz Mae.
• Ghipri-Messa (35). Adnevesaet e vo ar studiadenn endro da geñver cheñchamantoù raktreset war ur park tourioù avel e kumunioù Nôe-Bllanche ha Ghipri-Messa. Tremen a rafe an tourioù-avel eus 150 da 180 metrad uhelder, ar pezh zo bet aotreet gant ar prefed d’an 9 a viz 2019 met goulenn a ra lez-varn velestradurel galv Naoned e vefe adstudiet raktres Parcs Éoliens de l’Ouest (bet Parc Éolien de la Saussinais). Dastumet vo alioù an dud betek an 3 a viz Mae.
• Kumuniezh ar Roue Morvan (56). Ur steuñv tiriadel hin hag energiezh (PCAET e galleg) zo bet raktreset gant ar gumuniezh kumunioù a benn digreskiñ al lonkañ energiezh ha kas war-raok an energiezhioù padus war he zachenn. Betek ar 25 a viz mae e c’hell pep hini reiñ e ali.