- Article précédent: Mersi deoc'h 396 gwech !
- Article suivant: Frankiz evit ar c'hazetenner Mortaza Behboudi
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Pell mat eo Cooperl hiriv an deiz diouzh ar strolladig 25 saver moc’h en deus savet anezhi. Deuet eo da vezañ ur gompagnunezh etrevroadel.
Unan eus metanizerien savet gant Evalor en Aodoù-an-Arvor n’eo ket bet graet hervez ar reolennoù… Labourioù a zo ret ober war ar savadur evit ma vo hervez lezenn. Ar pezh a zo eo Evalor ar stal a zo bet fiziet enni ar garg da briziañ al labourioù dresañ zo bet kaset ! Biskoazh kemend all… En daou du emañ Evalor neuze !
Sachet e oa bet evezh gant ar prefeti war ar gudenn e 2021 ouzh metanizer SARL CH4 Energie, e Pleneventer (22), abalamour da « gudennoù braz a lake en dañjer surentez an dud hag an endro ». E miz Here 2022 ‘oa bet klevet kaoz c’hoazh eus ar metanizer-mañ e Kuzul an departamant war riskloù evit an endro, ar yec’hed hag an deknologiezh (Coderst).
Hervez ar C’huzul e teu ar c’hudennoù-mañ eus an doare m’eo bet soñjet ar metanizer (traoù torret pe n’ez a ket mat en-dro). Peadra da lak diaes al labourer-douar ‘zo perc’henn war ar savadur. Padal eo fier-ruz Evalor, an hini ‘neus savet ar metanizer, da embann eo-eñ « embregerezh gentañ a sav metanezerioù e Breizh ».
Ha piv eo prezidant nevez an embregerezh-mañ abaoe miz Even 2022 ? Philippe Bizien an hini eo, ‘zo bet ivez prezidant Komite rannvroel ar moc’h, ha war an dro prezidant an embregerezh Evel Up, ‘zo eil kevelouri moc’h (kooperativ) e Bro Frañs. Perc’hennet eo Evalor da 70 % gant Evel Up. Hag ivez, evel-just, Philippe Bizien eo perc’henn atant moc’h braz divent Avel vor, e Landunvez (29), a oa bet lakaet war wel gant enklask Splann !.
« Paeet eo ganin al labourioù zo bet lañset a-benn reizhañ an traoù », eme perc’henn ar metanizer dirak ar c’h/Coderst. Evalor eo an hini a raio ur sell war al labourioù ! Douetañs en deus ar C’huzul e vo gouest steuñv ekonomikel ar metanizer en dazont, met memes tra eo bet divizet ganto leuskel ar metanizer da vont en-dro, an nebeutañ posubl, da c’hortoz e vefe reizh. Ha piv ‘zo e karg da wiriaat e vo ar metanizer diouzh ar reoladoù ur wech echu al labourioù ? Evalor, evel-just !
Savet hon eus un nebeud goulennoù da Evalor. « Ganeomp-ni eo bet graet hon eus war-dro an traoù teknik ar metanizer, met n’eo ket bet ijinet penn-da-benn ganeomp. » Hervez Isabelle Robin, a zo penn karg an embregerezh, n’eo ket dre faot dezho ‘zo kudennoù gant ar metanizer, estreget hini an alarm surentez.
An niver a vetanizerioù a zo savet pe da vezañ savet gant Evalor. Ar bras anezho a zo hag a vo e Breizh.
« Gwelloc’h ‘vefe bet kaout un embregerezh dizalc’h da heuliañ an teuliad, rak ar mod eo bet savet ar metanizer gant Evalor a c’hallfe bout kaoz ar c’hudennoù teknik. »
Lennit hon enklask war ar metanaat
Lennit hon enklask war ar metanaat