E Sant-Nikolaz-ar-Roz (56) en doa ar Gaec des Friches savet un dispakataerez war e atant e 2020. An aveadur industriel-mañ a zispak 30.000 tonenn lastez ar bloaz : brikennoù laezh n’int ket bet gwerzhet, pizzaioù gant etiketennoù fall, yaourtoù tremenet an deiziadoù warno… E-kreiz al lec’h emañ an hangar bras bras, nevez-flamm ha pa vez gwelet eus an oabl e tenn muioc’h d’ur greizenn agrogreantel evit na denn d’un atant, gant 300 buoc’h laezh, ur metanizer betek 935 kilowatt gantañ hag an tiez-gwer war-dost da dri hektar hag e-tro un dregont bennak a dud o labourat eno.
Mone-doneoù ar c’hirri-samm o tiskargañ al lastez zo dibaouez. Darn a ya kuit en-dro gant ar « soubenn » boued dispaket, anvet ivez « bouedenn ». Peadra evit ar metanizerien o devez ezhomm danvez organek da broduiñ biogaz.
« Dibabet hon eus da chom hep kaout trevadoù a-ratozh evit ar « meta », n’eus bet biskoazh nemet lastez », eme merour ar Gaec klaodus anezhañ en ur video brudañ filmet war e atant. E raktres da zont : « Un atant amprevaned ha , ma c’hellfe bezañ maget gant ar soubenn [lastez] warc’hoazh, e vefe graet an taol da vat ».
Un nemedennik a chom «da gempenn », emezañ en ur resisaat er video, jenet anezhañ un nebeudig : dalc’h ar plastik.
A-benn produiñ « ur vouedenn » an naetañ ma c’haller, eme Dominique Monneraye da zisplegañ da Splann ! e rank bezañ lakaet staliañ ur mekanik nevez hag a vez, diouzh ar pezh a lavar, o silañ ar « soubenn » en-dro adarre da dennañ an tammoù plastik 2 pe 3 mm.
« Evit ar re dindan 0.5 mm eo arabat livañ gevier, gallout a ra un darn anezho tremen » ac’h anzav deomp, ha eñ ha reiñ skouer breskder golo ar yaourt.
Ar mikroplastikoù, lodenn skoachet an dispakataerezoù

Ur goulenn a n’eo ket dister tamm ebet evit Ajañs an Endro hag Treuzkemm Ekologel (Ademe) p’en doa roet an urzh da ober ur studiadenn adalek 2021 war barregezhioù ar mekanikoù da zidoueziañ mat al lastez diouzh ar pakata plastik.
An ajañs en deus galvet d’an evezh en un danevell bet embannet e miz Here 2024, rak bras eo bezañs ar plastik, ha tammoù dindan 5 mm a gaver er « bouedennoù ». Ar c’hompost deuet diwar an dispakataerezoù a vez etre 4 ha 6 gwech muioc’h a vikroplastik ennañ evit en ur c’hompost all. Ha muioc’h c’hoazh en dijestad, rebutailhoù ar metanaat implijet da ober temz. Pa vezont maget gant « bouedennoù » lastez e vez endalc’het, dre geidenn, etre 29 ha 37 gwech muioc’h a vikroplastik enno evit un dijestad all.
« Seul vihanoc’h ar restajoù plastik, seul bistriusoc’h e vezont. Aze emañ an dalc’h », eme Jean-Pierre Le Lan da sachañ an evezh, ha eñ den dave al lastez e ti France nature environnement. « Ha dreist-holl ez eo an tammoù plastik bihanañ a vez lonket gant al loened hag ar plant, eme ar mikrobiologour Patrick Dabert diouzh an tu-se ivez. Dre vras e vez genou ur vuzhugenn e-tro 3 mm. Hag ar mikroplastikoù-mañ zo anavezet evit bezañ kezeg Troia. Ur wech en endro, e chom saotruzennoù all ha metaloù pounner stag outo. »
En tu kontrol d’an implij a vez graet anezho, eme an enklaskler arbennik en emzispennadur ar plastikoù er metanizerien just a-walc’h, hag aliañ a ra da chom hep kas « bouedennoù » deuet diwar an dispakataerezoù enno.
N’eus riskl ebet koulskoude e virfe ar mikroplastikoù da skuilhañ an dijestadoù-se. An tammoù plastik bihanoc’h evit 2 mm ne vez ket dalc’het kont outo gant ar reolennoù evit ar staliadurioù rummet arvarus evit an endro (SRAEE pe ICPE e galleg) hag ar re-se a ziviz al liveoù uhelañ lastezennoù aotreet en temz skuilhet war an douar.

Tri c’hard an douaroù e Frañs kontamnet gant ar mikroplastik
Ha koulskoude ez eo saotradur an endro gant ar mikroplastikoù unan eus ar prederioù pouezusañ.
Ur studiadenn kaset da-benn e 2023 gant an Inrae a ziskouez ez eo kontamnet tri c’hard an douaroù e Frañs gant ar mikroplastik ha 70 % anezho zo bihanoc’h evit 2 mm. Hag unan eus orinoù ar saotradur d’ar mikroplastikoù zo just a-walc’h degas danvez organek da demzañ. Un dalc’h yec’hed foran eo ivez. Pa vezont kavet en douaroù e vezont kavet ivez e fin ar gont en hon asiedoù hag en dour evet ganeomp.
Hervez Ofis ar Parlamant evit priziañ an dibaboù skiantel ha teknologel, p’en doa aozet ur selaouadenn foran diwar-benn efedoù ar plastikoù war yec’hed an dud e 2024, « ar mikroplastikoù a gaver en holl organoù ar c’horf ha berniañ a reont enno ». An danevell a lak war wel « ez eo liammet bezañs ar plastik gant distruj organoù‘zo d’un doare nec’hus, betek gwelet kleñvedoù gant an dud o tont war ken buan all ».
Sachañ a ra an evezh e-mesk traoù all war ar riskl e vije brasoc’h an niver an dud tapet gant krign-bev ar stomog, distruj mont en-dro ar skevent ha kresk ar riskl infarktus kigenn ar galon hag an efedoù dre vras war an danijenn tro-dro d’ar benvegadoù koazhañ.
Ha n’eo ket echu. Daoust m’emañ an deknologiezh-mañ oc’h ober he zoull e Breizh ez eus bet embannet ur studiadenn all gant an Ademe e miz Here 2025 , ha diskouez a ra n’eo ket barrek a-walc’h ar mekanikoù a-vremañ da broduiñ « soubenn » en ur zoujañ eus ar reolenn.
Diwar seizh lec’h bet studiet gante, n’eus nemet unan a deu a-benn da zoujañ d’ar c’hementadoù uhelañ aotreet gant an tammoù gwer, ar metal hag ar plastik er restajoù organek. Hag a-benn tizhout ar pal-se en deus lakaet ar staliadur-se meur a aveadur ouzhpenn, evel mirout an danvez da c’houelezenniñ ha sistemoù dreistsilañ.
Aveadurioù a n’int ket ret met a vez staliet diwar volontez vat ar verourien.
Un deknologiezh war ziorren
Abaoe al lezenn enep ar foranerezh evit un ekonomiezh-kelc’h e 2020 e tle ar biolastez bezañ didoueziet war al lec’h a-benn gallout bezañ roet talvoudegezh dezho e stumm kompost pe dre vetanaat.
E Breizh, diwar an 385.000 tonenn lastez boued a vez produet gant an agro-industriezh ez eo 65% a vez adimplijet. A-drugarez d’an dispakataerezoù ez eo deuet ar « biolastez »-se da vezañ spletus. Gant ar riskl da lakaat ar stourm a-enep d’ar foranerezh boued da eil renk.
E skeul Frañs ez eo 41 kreizenn zo staliet ha mont a reont en-dro. E Breizh, e lec’h ma’z eo niverus mat ar metanizerien ez eus c’hwec’h lec’h endeo ha c’hwec’h all a vo savet prestik.
Evel e Plabenneg (29) e lec’h m ’emañ war ar stern ur raktres gant an SAS des Gaziers du bout du monde, savet gant nav labourer-douar, ha metanizerien gant pep hini anezho, ha setu ur raktres a c’hallje lonkañ betek 10.000 tonenn lastez ar bloaz, adalek deroù 2027.
« Ur raktres ekonomiezh-kelc’h eo, eme Nicolas Abiven da zisplegañ da Splann !, ha eñ unan eus al labourerien-douar er jeu, hag e penn an embregerezh o tougen ar raktres ivez, anvet eo homañ Breizh Biodéchets. Kentoc’h evit kas al lastez betek Belgia, emaomp o vont da reiñ talvoudegezh dezho da grouiñ energiezh c’hlas ha temz da skuilhañ war hon douaroù. »
Ar raktres-se zo harpet gant Ajañs an treuzkemm ekologel (Ademe), evel tri raktres all e Breizh, da heul ur galv d’ar raktresoù embannet e 2022. Diouzh lenn un diell diabarzh d’an Ajañs-mañ e vefe resevet 1,6 milion a euroioù skoaziadoù publik gant Breizh Biodéchets diwar ur c’houst hollek a 4 milion a euroioù. Memes tra gant daou raktres all skoazellet gant fontoù publik e kumunioù Logunec’h (56) ha Kever (22).
Sellet e vo a-dost outo gant an Ademe, p’en doa lakaet un harz an ajañs d’ar sikourioù d’an dispakataerezioù abaoe 2024 « en abeg da gudennoù kontamnadur an danvez organek ». An ehan-se zo a chom « da c’hortoz gwellaennoù en teknologiezhioù hag er prosezadur dispakata. », eme an ajañs da zisplegañ, dreist-holl p’emañ o kas labourioù priziañ hag heuliañ nevez er mare-mañ.
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.






