Lakaet int bet da hogozik 200.000 maouez e Frañs etre 2002 ha 2017. An embregerezh amerikan Conceptus a oa bet o werzhañ anezho da gentañ. Da c’houde e oa bet adprenet en 2013 gant ar ramz alaman Bayer. En holl ec’h embann Bayer bezañ bet gwerzhet ur milion a ensteudoù dre ar bed, 240.000 e Frañs, al lec’h ma oa bet gwerzhet ar muiañ diouzh sellet ouzh an niver a annezidi.
En ur baeañ stummadurioù d’ar vedisined eo deuet a-benn Bayer da lakaat an ensteudoù-se da vout an teknik muiañ implijet e Frañs adalek 2009. Restaolet ‘vije penn-da-benn an arc’hant d’ar merc’hed o implijour anezhe adalek 2012.
Met buan-tre e sav mouezhioù maouezed da ziskuilhañ efedoù-all. Skuizhder, bezañ breviet betek ma n’heller ket bale ken, poan benn, poanioù liesseurt, diwadennoù, kudennoù neurologel… Hir eo al listenn ha start ober al liamm gant Essure. Hiziv eo bet tennet o uterus pe korzennoù an uterus d’un 30 000 maouez bennak e Frañs, pa ‘z eo an doare nemetañ da dennañ an ensteudad kuit.
Traoù nevez ‘zo gant an afer-mañ : gant Splann ! eo bet kavet un dokumant nevez eus diabarzh an ANSM. Gall a reoc’h lenn e vije skrivet dija en 2017 e vefe riskloù braz gant an ensteudoù-se. Ha zoken n’he deus ket lâret mann ajañs ar yec’hed, chomet eo kuzh an dokumant.
Chom a ra ur bern merc’hed c’hoant gant an ensteudoù ‘barzh o c’horf. Met n’int ket bet morse titouret gant ar stad e c’hallfent bezañ dañjerus evit o yec’hed. Ha d’ar maouezed da glask e vefe anavezet ar pezh ‘zo bet bevet ganto.
Setu niver a verc’hed gant ensteudoù Essure o ‘deus dibabet lemel kuit anezhe en ur dennañ o uterus pe korzennoù an uterus.