A-drugarez d’ho arc’hant eo bet kaset da benn 4 enklask, mui an hini a oa bet embannet en 2021. Sed aze un tamm sel war-gil.
Kelou mat ! Ul labourer-douar war e leve en deus roet da Splann ! Ur chekenn gant 5 000 €. Nac’het en deus sistem an agro-industriezh. Ezhomm en doa ober un dra bennak evit lakaat da cheñch ur sistem hag a zistruj ar bioliesseurted. C’hoant en doa reiñ un donezon a vefe kreñv ha pouezus. Ar soñj oa dezhañ da reiñ arc’hant evit ma kendalc’h enklaskoù Splann ! d’ober trouz, cheñch an traoù hag a sav goulennoù war mod an agro-boued hag e efedoù war an dud hag an endro, da skouer.
Ha keloù mat all a zo, evel donezon 500 € ur gwenanerez. Evit he 50 bloaz he deus goulennet gant he holl mignoned kemer perzh en ur pod arc’hant evit Splann !.
Bep miz e resevomp donezonoù : donezon evit ur miz, ar bloaz, etre 5, 10 pe 20 E hag a zo ken pouezus evidomp. En holl ar bloaz-mañ hon eus resevet 50.000 € gant donezonoù an dud. A-drugarez d’an don-se e oa moaien deomp sevel pemp enklask abaoe oa lañset da vat Splann !. AN enklaskoù-se zo digoust. A-drugarez d’an dud a zo o souten ac’hanomp hon eus ar c’hoant da stourm ha reiñ hon amzer evit sevel ul labour kazetenniñ bev ha dizalc’h e Breizh.
5 enklask da lenn
Daoust hag-eñ ho peus bet tro da lenn hon enklaskoù bet embannet war hon lec’hien hag hini ar mediaoù a genlabour ganeomp (Radio Breizh, Ya, Dispak, Pobl Vreizh, France 3…) ? Setu ur sell :
« Breizh : c’hwezh an amoniak er maez ». Gwisket e ruz eo Breizh. Breizh ar vro an hini pennañ o tilaoskañ amoniak e Frañs gant kement a atantoù da sevel loened. Gant ar c’has-se vez krouet rannigoù-munud en aer, ha lazhet eo an dud bep bloaz a-gaoz d’ar c’has-se.
« Iberdrola. Pa vez louz ar jeu gant an energiezh « naet » ». 62 rod-avel a vo plantet e foñs mor Bae Sant-Brieg, e Breizh, savet gant an embregerezh Iberdrola, dre he hantad e Breizh anvet Ailes Marines. Met eus an tu all eus Meurvor Atlantezl ez eus tud a sav enep an embregerezh a lak en arvar ar pobloù hag an endro.
« Demokratelezh an endro : Moc’h fall ». Moien vefe d’unan eus ar savennoù porc’hell brasañ e Bro-C’hall mont pelloc’h war an aotre da ledanaet. Met ur gudenn a zo… Goude seizh vloaz gant aferioù justis eo lakaet war wel n’int ket gwall sklaer an divizioù kemeret gant ar pennoù bras.
« Metan : bec’h d’an atant ». 186 a vetanerezioù zo e Breizh bremañ. Ha kant ouzhpenn a vo a-benn ur bloaz. Treuzfurmet ‘vez gante an danvez organek e gaz, hag evit-se emaint e-kreiz strategiezh c’hall war kreskiñ ar produiñ energiezh padus. Padal e vez alies eus gwall-zarvoudoù ha mankout a ra kontrol war ar vetanerezioù. Pezh a lak d’en em soñjal war mod an industriezh-se.
« Essure : drouk mouget e korf ar merc’hed ». Miliadoù a vaouezed a lak war wel kudennoù spontus savet gant an ensteudoù (implants e galleg) Essure. N’eus kudenn ebet gant an ensteudoù-se hervez an embregrezh a sav anezho, Bayer. Padal oa embannet un destenn gant pennoù ar yec’hed met ne oa ket biskoazh embannet d’an holl. Hervez an destenn-se ez eus ur gudenn gant Essure, ur riskl bras. Stourm a ra ur bern maouezed evit e vefe anavezet ar gudenn yec’hedel-se.
Pouez 'neus hoc'h arc'hant
Splann ! ‘zo ur gevredigezh lezenn 1901 bet krouet gant kazetennerien. A-drugarez d’ar pezh ‘vez roet ganeoc’h e c’hallomp kas a-benn enklaskoù dizalc’h, hep bruderezh, nag arc’hant embregerezhioù bras.
Tennañ ar pezh ‘vez roet eus an talioù. Ma ‘vez paeet talioù ganeoc’h e c’haller tennañ 66 % eus ar pezh ‘zo bet roet da Splann ! Da skouer, ma vez roet 100 € e ‘vo paeet 33 € hepken.