Divent e seblant bezañ kement tra a weler ouzh ar skeudennoù – rouez – bet graet war vord chaluter donvor brasañ ar bed. Er bloavezhioù 2000 e oant bet tennet, pa veze anvet Atlantic Dawn (« Gouloù-deiz an Atlantel ») c’hoazh. Pesketa sardinig a rae er-maez da aodoù Afrika. Ken uhel eo flojennoù ar roued-stlej hag ar besketaerien a labour ganto. Neuñviñ a ra ar chalu a-dreñv d’al lestr, hirañ ma weler. Savet e vez. Mont a ra an tonennoù a besked a vez paket bemdez da dremen difin dre vrec’hioù mekanikel, betek un uzin war vourzh. Bernet e vezont neuze war tapisoù-ruilh ha dornataet. E-barzh kartoñsoù klozet ha peget e teuont maez. Adanvet eo bet ar ramz a 145 metrad hirder : an Annelies Ilena eo deuet da vezañ, hag e roued-stlej a 600 metrad hirder (div wech uhelder an Tour Eiffel) a c’hell pakañ 400 tonenn a besked bemdez. Korvoet eo gant Compagnie des Pêches Sant-Maloù (CDP).

An embregerezh familh a oa bet krouet e porzh Sant-Maloù e penn-kentañ ar c’hantved paseet. Deuet eo da vezañ un embregerezh liesvroadel, meur a benn dezhañ, hag estren e gapital. Istor ar bedelaat eo e istor dezhañ. Gantañ e komprenimp penaos eo deuet ken divent ul lestr e pesketaerezh Frañs.
Pesketaerien Sant-Maloù e bed ar finañs
Er bloavezhioù 1930 e oa Victor Pleven ur pesketaer yaouank eus Sant-Maloù. Fellout a rae dezhañ mont d’an Douar-Nevez da vorueta ha krouiñ a reas neuze an embregerezh a zeuio da vezañ CDP. Goude ar brezel e oa kresk en ekonomiezh : meur a chaluter-uzin a lakaas sevel e Polonia. En o zouez e oa ul lestr mil-vrudet, ar Joseph Roty, bet savet er bloavezhioù 1970. Ar chaluter ramzel a 90 metr a zeuas da vezañ al lestr-uzin kentañ ma veze fardet war e vourzh toaz pesked d’ober surimi. E 2011 e voe digresket ar c’hotaioù merlanked glas da vat, ha ganto e voe diskaret embregerezh ha palioù Victor Pleven. Ha setu m’en em gavas un embregerezh nevez e porzh Sant-Maloù, desachet gant an aferioù mat d’ober, sur a-walc’h : « UK Fisheries » a oa e anv. E berc’henned a oa an Izelvroiz Parleviet & Van der Plas (P&P) hag an Islandiz Shamherji. Ha ganto ez afe Compagnie des Pêches e-barzh bed ar finañs.
A-benn ar fin, er porzh breton emañ ar c’hapital, sez an embregerezh hag an uzin ma vez fardet ar surimi.
Dre UK Fisheries e oa deuet an Annelies IIena e-barzh porzh Sant-Maloù, evit gwir. Goude hanter-kant vloaz war vor e oa echu mare-labour ar Joseph Roty. Soñjet o doa tud Compagnie des Pêches lakaat sevel ul lestr all en e blas, met a-benn ar fin ne voe ket graet. Divizet o doa kentoc’h postañ arc’hant en Atlantic Dawn, ul lestr a oa e berc’henn P&P (unan eus kevranneien UK Fisheries) abaoe 2007. 15 milion a euroioù a voe lakaet gant Compagnie des Pêches evit sevel un uzin surimi war unan eus pontoù al lestr, ha cheñchet e voe e anv da Annelies Ilena. Daou bont a vefe ennañ, hervez hon titourerien. War egile e kendalc’hfe ar c’hevranneg P&P gant e labour : pesketa merlanked glas evit o gwerzhañ, en Afrika peurgetket.
P&P, ur c'hevredad izelvroat oc'h ober e doull e Breizh
Ur meskaj diaes da grediñ, evel pep tra a denn d’al lestr-se. Re vras eo evit mont e-barzh porzh Sant-Maloù. E porzh Ijmuiden, en Izelvroioù, e vez diskarget ar pesked paket gantañ, neuze. 800 kilometr a reont e kamionoù goude da vezañ adkaset da Vreizh. A-enep da vellad 17 Politikerezh boutin ar pesketaerezh ez a an doare-se d’ober : diferañ a ra ar mellad e ranker dalc’hen kont eus efedoù ekonomikel ha sokial ar pesketaerezh pa roer ar c’hotaioù. A-benn ar fin, er porzh breton emañ ar c’hapital, sez an embregerezh hag an uzin ma vez fardet ar surimi, enni 150 den o labourat. Met al lestr ne vez ket gwelet james. N’eus post-labour ameeun ebet eno, neuze, evit dresañ pe kempenn anezhañ da skouer.

Ur ment etrebroadel en deus P&P da vat bremañ, ha kavet e vez e pep lec’h er pesketaerezh e Frañs. Perc’hennañ a ra an hanter eus UK Fisheries. Ar familh islandat Shamherji a zo perc’henn diouzh an hanterenn all. Ha perc’henn eo UK Fisheries war 50 % eus Compagnie des Pêches, 100 % eus Euronor ha 75 % eus ar chaluter-uzin l’Emeraude, a zo e berc’henned Euronor ha Compagnie des Pêches asambles. E 2016 e oa deuet da ren ar gCompagnie Française du Thon Océanique (CFTO) e Konk-Kerne, gant e gevredad « PP Thon« . E mod-se en doa prenet 14 lestr-touneta.
Perc’henn eo P&P war 53 lestr etre tout, 17 anezho gant ur banniel gall, hervez an danevell « Big Five » bet embannet gant an ONG Bloom e 2025. 30 % eus e lestraz a zo marilhet e Frañs, enta, pa vez listri all gant bannieloù lituaniat, jorjian pe spagnol. En tu all da 10 000 den a vez gopret gant an embregerezh er bed, e Portugal, e Spagn pe e Lituania. Ar familh Van der Plas he doa kevrannoù er c’hevredad abaoe ma oa bet savet. E miz Genver 2025 he deus gwerzhet anezho da bP&P, a zo perc’henn 100 % bremañ. E 2024 e tizhe 1,6 miliard a euroioù sifr berzh an embregerezh hervez ar c’hazetennoù izelvroat
Un embregerezh o vont da lobi
Kreizennañ an embregerezhioù kement ne vefe ket posupl ma ne vefe ket kreizennet ar galloud kement. N’eus nemet studiañ organigramoù an ensavioù dileuriañ evit filierenn ar pesketaerezh, pe e vefent reoliek evel Poellgor ar pesketaerezh, pe o fal ober labour ul lobi, evel ar c’hevredigezhioù tud a-vicher. Daou anv a vez gwelet diouzhtu : reoù Xavier Leduc ha Florian Soisson. Rener Euronor eo an hini kentañ, ha prezidant Orthongel, prezidant Unaniezh paramantourien Frañs ha merour Compagnie des Pêches. An eil, mab da bPatrick Soisson, rener kozh CDP, a zo deuet da labourat war-lerc’h e dad goude bloavezhioù er finañs. Pennrener CDP eo-eñ, prezidant kuzul-merañ an aozadur produerien From Nord ha pevare besprezidant ar CNPMEM. Gant ar c’hargoù-se e c’hellont gouzout atav petra eo ar reolennoù nevez, komz war-eeun gant an dilennidi vroadel hag europat, ha, dreist-holl, marc’hata ar c’hotaioù, ar pezh a zo holl-ret evit kenderc’hel da labourat.

Seizh aozadur produerien, aet skuizh o izili da vezañ taget gant an ONGoù, moarvat, o deus savet ur gevredigezh troet war-zu an dud dre vras : « France Terre de pêches ». Ledanoc’h eo al labour lobi a vez graet ganto e mod-se. Lec’hienn France Terre de pêches a lak « liesseurted » pesketaerezh Frañs war-wel, ha diskouez a ra e zoareoù d’ober « pesketaerezh padus ». Menegiñ a ra eo bet arc’hantaouent gant Unaniezh Europa. Goulennet hon eus gant an aozadur penaos e oa bet krouet. Sed aze o respont : « Krouet eo bet hon aozadur peogwir hon oa merzet un dra bennak : hep ar besketaerien e vez graet ar breud foran diwar-benn ar pesketaerezh alies. Lakaat ar pezh a c’hoarvez war an dachenn da vezañ anavezet, displegañ an doareoù d’ober, ar redioù reoliek hag ekonomikel, ha kemer perzh en tabut diwar-benn merañ ar pesketaerezh gant titouroù fetis, setu hor palioù ». Gant an ajañs « Backbone consulting » eo bet savet al lec’hienn, avat. Danzen « strategiezhoù levezoniñ ha kehentiñ diouzh ar muzul » eo he micher. Kinnig a ra an ajañs d’he fratikoù « danevelliñ ar c’hemmoù o c’hoarvezout » ha « mestroniañ [o] skeudenn ». Labourat a ra ivez evit Axa, KPMG ha France Assureurs. Terre de Pêches a « gemer perzh en tabut » gant gerioù choazet mat, hag o vezañ kuzuliet mat, anat eo.
Pesketaerien artizaned maez eus ar jeu
Ar besketaerien artizaned, eus o zu, ne gavont ket kalz harp na kalz sikour. Un doare pesketa disheñvel-tre diouzh ar pesketaerezh industriel eo an hini a vez difennet ganto. Fellout a rafe dezho lakaat o feson d’ober da dalvezout, bezañ klevet gant ar besketaerien all, ingalañ ar pesked en ur mod reizh, ha reiñ o soñj diwar-benn merañ ar stokoù. Met penaos bezañ klevet a-enep da embregerezhioù liesvroadel o deus arc’hant, gwiraourien ha pouez politikel ? O statud n’eus ket anezho ez-ofisiel, da gentañ. N’eus termenadur resis ebet evit ar pesketaerezh artizanel e Frañs, pa vez anezhañ e broioù europat all. Gant ar Stad e vez rummadoù : ar pesketaerezh bihan (mare-mor dindan 24 eurvezh), ar pesketaerezh aod (mare-mor etre 24 ha 96 eurvezh), ar pesketaerezh en donvor (ouzhpenn da 96 eurvezh) hag ar pesketaerezh bras (en tu all da 20 devezh).
Se ‘zo kaoz n’eus tra sklaer ebet. Hervez lod e kont ment al lestr hag e ostilhoù pesketa : ne vefe anvet « pesketaerezh artizanel » nemet ar bigi bihanoc’h eget 12 metr lec’h ma vez graet gant ostilhoù chag, evel kerdin-higennoù ha kevell. Evit lod e kont identelezh ar pesketaer a rank bezañ paramantour, pesketaer ha mestrouer war un dro, ha neuze e c’heller ober « artizanel » eus chaluterioù 20 metr a chom pemzektez war vor. Met un dra sur a zo : a-du emañ ar re a gomz evel « pesketaerien artizaned » hiziv evit lavar en em gavont forc’het diouzh an ensavioù dileuriañ evel an aozadurioù produerien hag ar poellgorioù pesketaerezh ha ne vez ket dalc’het kont eus o soñj.
” Evit se e rankfemp reiñ peadra d’ar besketaerien a ya war vor da vont da Bariz pe da Vrusel da reiñ o soñj”
Mestrouer ur vag-rouedañ 12 metr eo David Le Quintrec en Oriant. Savet en doa Unaniezh Frañs ar besketaerien artizaned (UFPA) e miz Meurzh 2024. Er goañv 2025 e tisplege e beragoù e kambrig e vag, chomet e porzh an Oriant gant ur barr-amzer. « Minellet e vez genoù ar besketaerien artizaned e pep lec’h en Europa. Ar memes kudennoù hon eus tout, ret eo deomp en em unaniñ er porzhioù evit lakaat hor mouezh da vezañ klevet », emezañ. Met an holl besketaerien ne savont ket a-du gant an UFPA. Rak nes d’ar gCoordination Rurale eo, ur sindikad labourerien-douar tost d’an tu dehoù pellañ, ha peogwir en deus David Le Quintrec komzet gant Jordan Bardella war kaeoù porzh an Oriant e miz Genver 2024.
Linenner eo Thomas Le Gall e Gwaien. Ar gevredigezh Pêche Avenir Cap Sizun en doa krouet e miz Ebrel 2023. Kejet hon eus gant lod eus izili ar strollad e loch ar gevredigezh, enni 35 linenner hag un dek roueder bennak. Tenn e oa an diviz etre ar re a damalle efedoù an dizingalded pa vez lodennet ar c’hotaioù, ar re a venege cheñchamant an hin ha penaos en em ober dioutañ, hag ar spesadoù nevez a zo o tont gantañ. Dre vras e kave d’an holl bezañ dibourvez ha disgwel en ur reizhiad dileuriañ na laosk ket anezho da reiñ o soñj. « Ret e vefe adaozañ ar stumm gouarn evit ma vefe dileuridi eus pep tiriad. Evit se e rankfemp kaout ur perzh dileuriañ gwir, ha reiñ peadra d’ar besketaerien a ya war vor da vont da Bariz pe da Vrusel da reiñ o soñj. Krouiñ ur gumuniezh a c’hello merañ un takad mor asambles ‘zo d’ober, d’am meno« , eme dThomas Le Gall.
Poellgorioù ar pesketaerezh : levezon ar pesketaerezh industriel dreist-holl
Ar poellgorioù pesketaerezh, ensavadur kreiz a vez aozet an holl besketaerien tro-dro dezho, a vez lakaet en arvar gant ar c’hinnig all-se. Ensavadurioù bras int, ha ne ‘z eont ket en-dro ken bremañ war a seblant. Tri live o deus : an departamant, ar rannvro hag ar Stad a-bezh. Stadet eo o mont-en-dro e Kod ar maezioù hag ar pesketaerezh mor. « Gwechall e oa ul live lec’hel, gant un den a anaveze pep hini er porzhioù. Aesoc’h e oa aozañ ar c’henvevañ etre ar micherioù disheñvel ha kendivizout a veze graet war ar prim. N’eus ket mui eus al live-se abaoe 2010 ha domaj bras eo« , eme gKen Kawahara, penn-sekretour kevredigezh linennerien beg Breizh (ligneurs de la Pointe de Bretagne), keuz ennañ.
Abaoe neuze e tiskouez an dileuridi bezañ pelloc’h-pellañ diouzh an dachenn pa bigner war-zu live Frañs. E live an departamant n’eo ket aes d’ar vestrouiri kemer perzh, rak perc’henned int war o bag dezho ha mont war vor a rankont ober. « Evit bezañ dilennet e rank ar besketaerien kavout ul listennad tud prest da vont war ar renk en anv ur sindikad. Mont er porzh da gaozeal, kendrec’hiñ o c’henlabourerien hep bezañ sur da vezañ dilennet zoken. Ha ma vint e vo kalz amzer emvodoù ha kaozeadennoù pa ne vint ket paeet zoken. War-goust o embregerezh e reont alies, start a-walc’h eo », eme Solenne Le Guennec, renerez Poellgor-departamant ar pesketaerezh e Penn-ar-Bed. Gant se ne gemer perzh en dilennadegoù micherel nemet 16 % eus ar besketaerien e live ar rannvro, ha 22 % e live an departamant hag ar Stad.
Uheloc’h eget an departamant e vez pellaet muioc’h ar besketaerien artizaned diouzh ar postoù c’hoazh. E live ar rannvro e ro ar ministr kenaoz ar c’huzulioù en un diferad, ha harpet eo an aozadurioù brasañ, ez-otomatek. Kreñvoc’h eo c’hoazh e live ar Stad, lec’h ma vez dasparzhet an daou-ugent ezel e pevar c’holaj. Bihan eo plas ar besketaerien artizaned enno. Lojik eo adkavout Florian Soisson da vesprezidant ha Xavier Leduc da ezel eus kolaj dileuridi ar pennoù-embregerezh pesketaerezh mor evit an UAPF.
Pennoù an aozadurioù bras n’ez eont ket war vor hag arc’hant bras o deus. Int a c’hell kemer perzh en emvodoù hag en eskemmoù lec’hel, e live ar Stad hag Europa. A-hend-all, klañv e oa Olivier Le Nezet ha rediet da chom en aod pa oa bet dilennet e penn poellgor departamant ar Mor-Bihan e 2012. Pignet eo abaoe, betek mont da brezidant ar poellgor broadel. E pep lec’h emañ ar Breizhad bremañ, daoust dezhañ bezañ disputet kalz, e-touez e re zoken. 25 respet en deus, en o zouez hini prezidant Poellgor broadel ar pesketaerezh hag ar sevel loened-mor, hini besprezidant an aozadur etremicherel evit ar pesketaerezh France Filière Pêche, pe c’hoazh hini prezidant an SEM Lorient Keroman, an embregerezh a vez meret porzh an Oriant gantañ.
Klask un amzer-da-zont
« Peseurt amzer-da-zont evit ar pesketaerezh e Frañs, etre modernaat ar gouarnerezh anezhañ ha merañ rannet an danvez ? » a zo titl danevell titouriñ komision aferioù ekonomikel ar Vodadenn vroadel bet kaset da benn gant ar gannaded Stéphane Buchou ha Damien Girard. Klozañ a reont evel-se : « gant ar mod ma vez graet ar c’huzulioù – rannvroel ha broadel – ne vez ket gwarantet e vefe dalc’het kont eus liesseurted an embregerezhioù pesketaerezh. Ar pesketaerezh artizanel pe ar pesketaerezh aod bihan dreist-holl. …/…. Ret eo stadañ ez eo mestr levezon ar pesketaerezh industriel rak dileuriet e vez muioc’h ar paramantadurioù frammet en ensavioù gouarn« . An daneveller, Damien Girard, en deus keuz goude e labour : « Penaos soñjal amzer-da-zont ar pesketaerezh e mod-se ? Diaes-tre eo kaout un ijin az a war an tu mat« , emezañ en un ostaleri e-tal ar Vodadenn Vroadel.
Klasket he deus ober ar gevredigezh Pleine Mer oc’h aozañ kentañ festival ar pesketaerezh artizanel e Brest d’ar 6 a viz C’hwevrer 2026 : « Aozet hon eus an darvoud evel ma teu e teu. Fellout a rae deomp krouiñ ul lec’h evit kaozeal gant tud all eget an dileuridi ofisiel. Dizalc’h e oamp evit kaozeal, gellet hon oa eskemm seder, kaout soñjoù disheñvel hep ma ‘z afe re bell« , eme Charles Braine, pesketaer gant linennoù ha prezidant ar gevredigezh.
Ur youl heñvel a oa pa voe krouet ar gevredigezh Mer de Liens e 2022. O bag kentañ a vo prenet ganto e 2026 : « Ambroug pesketaerien yaouank oc’h en em staliañ a fell deomp ober, o vezañ ken-kevranneien ganto. Postañ arc’hant ganeomp a c’houlennomp gant ar sitoianed intereset, evel ma vez graet gant Terre de Liens. Sikour da besketaerien a grog gant ar pesketaerezh aod a c’hellomp ober, met fellout a ra deomp kaout listri donvor ivez, goude, evit mont da besketa en donvor gant kerdin-higennoù, da skouer« , eme Augustin Maillard, e karg eus ar staliañ hag an treuzkas kevredadoù pesketaerezh evit an armatour kengret Mer de Liens.
Daoust hag e vo trawalc’h al luskoù-se evit terriñ aon ar re a wel tu fall an traoù : un amzer da zont gant listri industriel evel an Annelies Ilena eus un tu, hag eus un tu all, artizaned war o bigi aod ? N’eus forzh penaos e roont mennozhioù evit amzer-da-zont en ur gennad n’en deus ket kalz anezho.
Skeudennoù gant Damien Roudeau
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù da gas deomp ?
Kasit ur postel da contact [@] splann.org evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.
Darempred →






